Var an Urs

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1846  (p. 413-421)
◄  Var an Nouen Urs Priedelez  ►



SACRAMANT AN URS.


An urs a zo ur sacramant pehini a ro d’an dud a Ilis ar galloud da exerci o fonctionou sacr, hac ar c’hraç d’o exerci santelamant.

I. Ur sacramant, abalamour ma’z-eo ur zîn sansibl pehini a brodu ar c’hraç. An asten a ra an escop d’e zaouarn, hac ar pedennou a lavar oc’h o asten, a zo sinou sansibl ; ar galloud hac ar c’hraç a receo an dud a Ilis da ober ho fonctionou sacr, evel da offr ar sacrifiç, da breseg comzou Doue, da effaci ar pec’hejou ha da exerci ar fonctionou-all eus ar veleguyach, cetu eno an effejou invisibl a brodu ar sacramant.

II. An urs a ro d’an dud a Ilis ar galloud da exerci o fonctionou sacr : rac, hor Zalver, goude beza instituet sacramant an auter, a lavaras d’e ebestel : Grit quemen-ma e memor d’în : hoc facite in meam commemorationem [1]; dre’r c’homzou-ma e roas dezo ar galloud da gonsacri e gorf hac voad precius. Goude e resurrection, e c’haparissas d’e ebestel, en amzer ma oant oll assamblez, hac e roas dezo ar galloud da effaci ar pec’hejou en ur lavaret : Recevit ar Speret Santel ; ar pec’hejou a vezo pardonet d’ar re ho pezo absolvet, ha ne vezint quet pardonet d’ar re da bere ho pezo refuset an absolven : quorum remiseritis peccata, remittentur eis, et quorum retinueritis, retenta sunt [2]. Aroc pignat en êe, e roas dezo ar galloud a juridiction dre’r c’homzou-ma: It, instruit an oll nationou, badezit anezo en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Santel [3]. Evel-se hor Zalver a roas d’e ebestel ar galloud da exerci an oll fonctionou sacr : an ebestel oc’h heuill exempl ha gourc’hemen o mæstr divin a ordrenas esquibien-all, evel Saul ha Barnabas pere a oa bet choaset gant ar Speret Santel e-unan : segregate mihi Saulum et Barnabam in opus ad quod sumpsi eos [4]; ober a rejont ive beleyen eus an daouzec ha tri-uguent disquibl pere a oa chomet fidel d’hor Zalver [5]. Mæs o velet e cresque-meurbet an niver eus ar gristenien, e voue choaset seiz avieler evit sicour an ebestel hac ar veleyen da rei ar gommunion, hac evit o assista en o fonctionou [6]. An ebestel, goude. beza yunet ha pedet, a roe an urzou, pe ar galloud da exerci ar fonctionou sacr, en ur asten o daouarn azioc’h pen an dud a gonsacrent da Zoue : tunc jejunantes et orantes, imponentesque eis manus, dimiserunt illos [7]. En amzer bræsant, e roer an urzou sacr er memes fæçon. Successoret an ebestel, oc’h en em zervichout eus ar galloud o devoa recevet, a sacras esquibien ha beleyen-all, hac evel-se an eil goude eguile betec ah deiz a hirio.

III. An urs ne ro quet hepquen ar galloud da exerci ar fonctionou sacr, mæs rei a ra c’hoas ar c’hraç d’o exerci santelamant, evel ma ro ar vadiziant ar c’hraç pe an disposition-vâd da receo ar sacramanchou-all. Cetu perac sant Paul a lavare d’e zisquib Timothee : laguit evez da negligea ar chraç hoc’h eus recevet deiz hoc’h ordination [8] ; bezit sourcius d’he nevezi ennoc’h [9]; evit en em zicour da nevezi enno ar c’hraç precius-se, an esquibien hac ar veleyen a deu, bep bloas, da zelebri ar memor eus an deiz e pehini o devoa recevet an urzou, ha quemen-ma, evit heuill an avis-mâd a ro ar c’honcil a Drant [10]. Doue a ro d’ar re a c’halv da ur stad ar graçou hac ar sicourou a bere o deus ezom evit accomplissa evel ma eo dleet oll deveriou o stad ; guir eo ive eta lavaret penos ar veleyen pere a so choaset ha galvet gant Doue evel Aaron, a receo diganthan ar graçou necesser evit exerci sanlelamant o oll fonc-tionou. An urz a imprim , evel ar vadiziant hac ar gonfirmation, ur c’haracter pehini na ell jamæs beza eflacet ; rac-se ne aller ive receo ar sacramant-ma nemet ur vech.

Beza ez eus seiz urs diffarant : pevar, hanvet an urzou minor ; ha tri, hanvet an urzou major.

1° Ar pevar urs minor-so : an urs a borcher, a lenner, a exorcist hac a acolyth. Ar porcher a vire alc’huëziou an ilis, e fonctionou a oa henvel ous fonctionou ar zacristet hirio ; rac-se an escop en avertis penos e vezo responsabl dirac Doue eus a guement a virer dindân an alc’huëziou-se : sic agite quasi reddituri Deo rationem pro his rebus quæ his clavibus recluduntur [11]. Al lenner a lenne en ilis comzou Doue dirac ar bobl, rac-se an escop a recommand dezan en em aplica da ober-mâd e garg : electi ut sitis lectores, officium vestrum agnoscite et implete [12]. Dever an exorcistet â oa chasseal an drouc speret eus a gorfou ar gristenien hac eus a re ar gathecumenet, rac-se an escop a ro dezo levr an exorcismou, hac ar galloud da asten o daouarn azioc’h an dud possedet : accipite potestatum [sic] imponendi manus super energumenos, sive baptizatos, sive catechumenos [13]. An acolythet a zougue ar goulou epad ar procession, hac a bræpare an dour hac ar guin evit ar sacrifiç santel eus an oferen ; rac-se an escop, o laca da douch ous ar goulou coar hac ous ar buredou, a recommand dezo rei an exempl-vâd : ut filii lucis ambulate[14] An donsuren a recever aroc an urzou minor, mæs ne dê quet da veza comptet etouez an urzou, o veza ne de nemet ur bræparation d’o receo hac un disposition da zouguen an habit ecclesiastic.

2° An urzou major-so : an urs a abostoler, a avieler hac a velec : an urzou-ma a zo hanvet an urzou major pe an urzou sacr, abalamour ar re o receo a ell touch ar vessel sacr, hac en em gonsacr evit ar vuez da servich an Ilis dre’r vœu solanel a chastete perpetuel… An abostoler aroc receo ar galloud eus e urs, da lavaret eo, ar galloud da gana an abostol ha da assista ous an auter, a vez avertisset-mâd gant an escop da gonsideri piz ha resolvet eo, a volontez franc, da ober da Zoue ar sacrifiç eus e liberte hac eus a esperançou ar bed : iterùm atque iterùm considerare debetis attentè quod onus hodiè ultrò appetitis [15]. Pa, vêl ez-int ferm en o resolution e c’hordren dezo en em asten a hed o c’horf var o bisach, hac epad ma vezont evel-se astennet, e leverer a vouez huel litaniou an oll zænt, evit suplia Ilis an êe d’en em interessi assamblez gant Ilis an douar e faver an dud yaouanq-se pere a fell dezo mervel antieramant d’ar bed, evit en em gonsacri antieramant da Zoue. Neuse an escop a ro dezo, peç ha peç, ar viscamant eus o urs, ha be-vech, e ro dezo e venediction… An avieler a receo ar galloud da gana an Aviel, da rei ar gommunion ha da breseg comzou Doue ; mæs hirio e canont an Aviel hepquen. Hervez ar Scritur, an dradition hac an deologianet, an urs-ma a zo ur sacramant, rac beza ez eo ur sîn sansibl pehini a brodu ar c’hraç. An ini a receo an urz a abostoler, a avieler hac a velec, n’er c’hemer quet anezan e-unan, mæs ar viquel-vras a lavar d’an escop penos Ilis an Autrou Doue a c’houlen ma vezo an abostolerien pere so eno præsant enoret eus ar garg a avielerien : postulat sancta mater Ecclesia ut hos præsentes subdiaconos ad onus diaconatus ordinetis ? [16]An escop a respont : anaout a rit-hu ez-int dîn : scis illos dignos esse ? Hac o veza clevet ez-int e quement a ma c’hall an den en anaout, e lavar : Doue ra vezo meulet : Deo gratias. Neuse e parlant dezo eus ar garg vras a recevont hac o veza astennet e zaouarn azioc’h o fen, e supli ar Speret Santel da zisquen en o c’halonou evit ma c’hallint en em zifen a-enep ar spe-ret tentatour : accipe Spiritum Sanctum ad robur, ad resistendum diabolo et tentationibus ejus. An Ilis a c’houlen ive evit an avielerien an urs sacr eus a veleguyach : postulat sancta mater Ecclesia, etc. An escop o veza clevet ar viquel-vras o lavaret e vilitont, a barlant d’an assistantet eus an dessin en deus da rei an urzou sacr d’ar re a bræsanter dezan, ha neuse e ra dezo un instruction gaër var ar fonctionou eus ar garg a c’houlennont : goude an instruction-ma e laca dezo o stol croazet var o fultrin, evit rei dezo da entent penos e tleont bale varlerc’h Jesus-Christ dre ent ar groas ; goude e vez roet dezo ar gazul pe-hini a vez dalc’het pleguet azioc’h o c’hein, an arog hepquen a c’holo o fultrin : epad ar Veni, Creator, an escop a frot gant oleo ar gatechumenet an diabars eus a zaouarn an dud a ordren beleyen, o furmi ur groas adalec an daou veud betec an daou vis quenta, hac o pedi an Autrou Doue ma vezo benniguet, consacret ha santifiet quement a vezo benniguet, consacret ha santifiet gant an daouarn-se : ut quæcumque benedixerint, benedicantur, et quæcumque consecraverint, consecrentur et sanctificentur in nomine Domini Jesu-Christi [17]. An oleo a sinifi ar c’hraç, anez pehini netra na ell beza benniguet, consacret na santifiet. An daouarn o veza consacret ha guelc’het, an escop a bræzant da bep-unan eus an ordinantet ur c’halir e pehini ez eus guin ha dour, ha var behini ema ive ar blatinen hac ar bara da gonsacri : etre ma talc’h an ordinant an objedou-ma etre e zaouarn, an escop a lavar : recevit ar galloud da offr ar sacrifiç da Zoue, ha da zelebri oferennou quen evit ar re veo, quen evit ar re varo : accipe potestatem offerre sacrificium Deo, missasque celebrare tàm pro vivis quàm pro defunctis, in nomine Domini. Neuse ar veleyen nevez a lavar an oferen assamblez gant an escop, hac a brononç assamblez ganthan ar c’homzou eus ar gonsecration, ha quemen-ma evit disquez an union vras a dle beza etre an escop hac ar veleyen, hac ive evit heuill ur c’hustum ancien hervez pehini an oll veleyen pere a vije præsant a lavare an oferen assamblez gant an escop, evit disquez ar pers-bras o deus an oll gristenien er sacrifiç pehini a dleont da offr ive assamblez gant ar belec a behini e partageont, en ur fæçon-bennac, ar veleguyach, hervez comzou an abostol sant Per : genus electum, regale sacerdotium [18] ; rac-se ive ar belec a lavar epad an oferen, oc’h en em adressi d’an oll assistantet : pedit, va breudeur, evit ma vezo va sacrifiç hac hoc’h ini agreabl da Zoue. Goude beza roet ar gommunion d’ar veleyen yaouanq, dindân ur speç hepquen, an escop a recommand anezo da Zoue, hac a ordren dezo recita an abrege eus ar feiz pehini a dleont da breseg d’ar bobl : neuse e leveont assamblez symbolen an ebestel, goude pehini an escop a asten e zaouarn azioc’h pen pep-unan anezo en ur lavaret : recevit ar Speret Santel; ar pec’hejou a vezo pardonet d’ar re da bere ho fardonnot, hac a vezo dalc’het d’ar re da bere ho dalc’hot : accipe Spiritum Sanctum ; quorum remiseris peccata, remittuntur eis, et quorum retinueris, retenta sunt. Goude-se, an escop a zisplec ar gazul pehini a oa pleguet azioc’h o diou-scoas, evit rei dezo da gompren penos o deus recevet ar galloud, non pas hepquen da gonsacri corf ha goad hor Zalver Jesus-Christ, repræsantet dre’r c’hostez displec eus ar gazul, maes ive ar galloud da liama ha da zisliama e oll vemprou, da lavaret eo, e oll vugale, ar pez a oa repræsantet dre’r c’hostez pleguet eus ar gazul, aroc m’o devoa recevet ar galloud da effaci ar pec’hejou.

E certen escoptiou e publier e prôn an oferen-bred, ur vech bep sul, epad tri sul, hanvou an dud yaouanq a dle receo an urzou sacr, ha quemen-ma evit o recommandi da bedennou ar bobl fidel, hac evit anaout hac ên a zo un ampechamant bennac evitho da receo an urzou… An ampechamanchou ma a hanver irregularite, hac a gonsider e daou seurt, lod naturel ha lod criminel… Eiz ampechamant naturel-so : 1° an defaut a speret ; 2° caout un difformite bennac ; 3° beza bastard pe esclav ; 4° caout brud-fall ; 5° receo an urzou aroc an oad ; 6° beza incapabl da ober deveriou ar garg a recever ; 7° beza bet demezet diou vech ; 8° beza contribuet da varo unan-bennac, er brezel pe elleac’h-all… An ampechamanchou criminel-so : 1° beza estropiet, a espres, unan-bennac ; 2° ober profession bublic a hæresi ; 3° violi censuriou an Ilis ; 4° receo an urzou sacr dre finessa hep beza choaset ; 5° exerci certen fonctionou eus a urzou sacr hep beza o recevet ; 6° receo gant bolontez franq, pe a espres, diou vadiziant… Ar pap a ell dispanç eus an oll ampechamanchou-ma, hac an cscop eus a lod anezo.

An urs a escop a zo ive un urs veritabl ; en urs-ma, evel en urzou-all, ar vatier a so imposition an daouarn, hac ar furm ar beden a ra an escop consecratour en ur asten e zaouarn azioc’h pen an ini da behini e rô an urzou… Un escop hepquen a ell ordren ur belec escop, mæs ur c’hustum aprouet eo caout tri escop evit rei an urs a escop da ur belec. Unan eus an tri escop a zo hanvet an escop consecratour, hac an daou-all an esquibien assistantet. Unan eus ar re-ma a len nomination ar belec a zo choaset da veza escop hac aprouet gant ar pap ; goude e len bull ar pap pehini a ordren e sacri escop. An escop a receo diou onction græt gant an oleo sacr, ha non pas gant oleo ar gatechumenet evel ar veleyen, unan var e zaouarn hac un all var e ben. An escop a ell rei oll sacramanchou : ên eo a ro ar galloud da exerci ar fonctionou sacr hac ar galloud a juridiction en e escopti.



  1. [Luc. XXII, 19.]
  2. [Joan. XX, 23.]
  3. [Matth. XXVIII, 19]
  4. [Act. XIII, 2.]
  5. [Gw. Luc. X, 1.]]
  6. [Act. VI, 3-6.]
  7. [Act. XIII, 3.]
  8. [I. Tim. IV, 14 : Noli negligere gratiam, quæ in te est, quæ data est tibi per prophetiam, cum impositione manuum presbyterii.]
  9. [II. Tim. I, 6 : admoneo te ut resuscites gratiam Dei, quæ est in te per impositionem manuum mearum.]
  10. […]
  11. [Pontificale Romanum, De ordinatione ostiariorum.]
  12. [Ibid., De ordin. lectorum.]
  13. [Ibid., De ordin. exorcistarum.]
  14. [Ibid., De ordin. acolythorum.]
  15. [Ibid., De ordin. subdiaconi.]
  16. [Ibid., De ordin. diaconi.]
  17. [Ibid., De ordin. presbyteri.]
  18. [I. Pet. II, 9.]