Mont d’an endalc’had

Un desir bras d’en em unissa gant hor Salver

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Navet-varnuguent Cantic. Evit elumi en hor c’halon un desir bras d’en em unissa gant hor Salver, dre ar Gommunion ha Deut, va Doue, leun a vadelez.

L. Prud'homme, 1849  (p. 151-152)


CANTIC EVIT ELUMI EN HOR C’HALON

Un desir bras d’en em unissa gant hor Salver dre ar gommunion, ha quercouls evit communia spirituellamant. Var an ear gallec : Des enfarinés, ou Pense, mortel, à t’y résoudre.

DEut, va Doue, leun a vadelez,
Deut ha na tardit quet re hir
Da satisfia d’am desir
Dre an douçder eus ho carantez.
Dec’h hu epquen, va Jesus, oun,
Bezit ar mestr eus va c’haloun.
An eûrusdet eveus ho presanç
A ra va laouenidiguez ;
N’em eus nemet tristidiguez,
Pa souffran pell-amser hoc’h absanç. Dec’h-bu, etc.
Petrabennac a ouffen da ober
Evit clasq aesa va speret,
Diez en em gafo bepret,
Ma na vezit guenen, va Salver. Dec’h-hu, etc.
Ar bed gant guement a bresanto
A vad, a blijadur, a c’hloar,
Allas ! va Jesus, c’houi er goar,

James heb d’hoch-hu n’em c’hontanto. Dec’h-hu, etc.
Ia nôz, deiz hep-d’occ’h, va Doue,
N’em eus nemet poan ha chagrin ;
Quement so tout a zisplij d’in,
Ma oa repos enoc’h va ene. Dec’hu, etc.
Ar vuez oc’h hac an hent guirion.
A gundu d’ar guir eûrusdet,
Rac se’ta hep d’hoc’h p’en andret
E caffen ma consolation ? Dec’hu-hu [sic],etc.
Na dardit quet eta davantaij
Da zont dre ar gommunion
Da rejouissa va c’halon,
Ha distroit prest ouzin ho pisaij. Dec’h-hu, etc.
Hastit, va Jesus, va barados,
Hastit affô dont em ene ;
Deut, ma ho carin mui a-se,
Deut, ha n’am lesit mui d’ho cortos.
Dec’h-hu epquen, va Jesus, oun,
Bezit ar mestr eus va c’haloun. Amen.