CANTIC VAR AN ACTOU,
En ur fæçon communoc’h, abars ar gommunion. Var an ton ordinal, pe var an ton gallec : J’assujétis mon jugement.
Actou a feiz.
|
ME a gred ferm hep douetanç ebet
Ez an da receo en effet
Corf, goad hac ene va Salver,
Er sacramant eus an auter.
Me gred e recevin ive
Assambles he zivinite
Evel ur boet spirituel
Evit ar vuez eternel.
|
Me a gred ar virionez-ma,
Rac ma’z eo desquet deomp gantâ
Dre’r voyen eus an ebestel
Hac an Ilis hor mam santtl.
|
|
Rac-se, va Salver benniguet
Dindan ar speçou-se cuset,
Me hoc’h ador hac hoc’h ene
Evit va c’haouer, va Doue.
|
Act a adoration.
|
C’hoant am eus da sacramaanti
Evit ma teuin d’ho contanti
O renta gant humilite
Ar c’hloar so dleet d’ho majeste.
|
Actou a intention vad.
|
Ma ho trugarecain, va Autrou,
Eveus hoc’h oll mad-oberou,
Ha m’em bezo memor bepre[t]
Eus ho p[a]ssion [1] griz meurbet.
|
1.Evit enori Doue.
2. Evit he drugarecat.
|
Me ia d’ho receo, va Jesus
Evit dre ho coad precius,
Ma vezo va ene goalc’het
Diouz neb lousdoni a bec’het.
|
3. Evit effaci hor pec’hejou.
|
Evit obteni ho craçou
Da vez[a] [2] trec’h d’am oll viçou,
Ha da feaza gant feiz barfet
Ar c’hic, ar bed, an drouc speret ;
Evit ma vezin patiant
En peb seurt inconvenïant ;
Ma sentin ouz ho volontez
Bete’r maro gant garantez [sic].
|
4 Evit obteni ar graçou, ispicial ar c’hraç da veza patiant ha da garet Doue o senti outâ betec ar maro.
|
C’hoaz e ran va c’hommunion
En delivranç d’anaon ;
Ouzpen evit quement hini
Ma’z oun oblijet da bidi.
|
5. Evit an anaon vad hac evit quement ma dleomp pidi evito.
</poem>
|
Hoguen allas ! piou ez oun-me
Da dostaat ouzoc’h va Doue ?
Ar sænt memes gant reveranç
[A] [3] gren bepret en ho presanç.
Petra rin-me’ta, siouaz d’in,
|
Act a humilite hac a zoujanç.
|
|
Pa’z oun d’ho receo quen indin!
Allas ! ne veritan netra
Nemet an tourmanchou brassa.
|
Act a obeissanç hac a esperanç.
|
Mæs pa fell deoc’h, Salver ar bed,
Ez an d’ho receo gant respet ;
Enoc’h ema va oll fizianç,
Me a esper hoc’h assistanç.
|
Act a gontrition.
|
En creis va c’halon me am eus
Ur glac’har, un hirvout, ur c’heuz
D’ho peza, siouaz ! offancet
Va Doue, quer mad em andret.
|
Act evit pardoni d’ar re-all.
|
Dre ho madelez, va Autrou,
Pardonnit d’in va offfançou :
Pardoni a ran en effet
Ar re ho deus ma offancet.
|
Act a bropos ferm.
|
Desir am eus en guirionez
Da lacât urz vad em buez ;
Hac e proposan da dec’het
Pell gant ho craç diouz ar pec’het.
|
Act a garantez en andret Jesus.
|
Brema e teuan da gassaat oll
Quement so caus d’in d’en em goll :
Pell diouzin-me, traou terrien,
Jesus a garan, netra quen.
|
Act a zesir da sacramanti.
|
O pebes sec’het am eus-me
D’ho caout-hu, feunteun a vue !
N’en deus ar c’haro c’hoant quer bras
Da redec d’ar feuteuniou glas.
|
Peden d’an Tad eternel.
|
O Tad eternel, va c’hrouer,
Digacit prest d’in ho Map quer,
Evit ma plijin deoc’h dreizan,
O veza unisset gantan.
|
Peden d’ar Verc’hes.
|
Goerc’hes Vari, mam da Jesus,
Roït d’in ho map trusarezus ;
Ma sicourit, mam a druez,
Da vont d’ar guir dour a vuez.
|
O va Æl mad, me ho supli,
P’hoc’h eus ac’hanon ar sourci,
Cacit diouzin an ærouant,
Na zroublo quet va santimant.
|
Peden d’an Æl-mad.
|
O sant (N.) va faëron quer,
Ar merc’het a lavaro evellen.
Santes (N.) va maërones quer,
Pedit evidon va Salver,
Ma illin d’am silvidiguez
Dibri ar froezen a vuez.
|
Peden d’hor paëron pe d’hor maërones eûrus, oc’h he henvel en plaç an (N) mâ.
|
Me ho ped sænt ha sænteset,
Ha c’boui oll, Ælez benniguet,
Offrit da Zoue ho santelez
Da fournissa d’am paourentez.
Amen.
|
Peden d’an oll sænt ha d’an oll Ælez.
|