Mont d’an endalc’had

Deut, va Doue, leun a vadelez

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Navet-varnuguent Cantic. Evit elumi en hor c’halon un desir bras d’en em unissa gant hor Salver, dre ar Gommunion ha Un desir bras d’en em unissa gant hor Salver.



NAOVET-VARNUGUENT CANTIC.
Evit elumi en hor c’halon un desir bras d’en em unissa gant hor Zalver, dre ar Gommunion.
Var ton : Pense, mortel, a t’y résoudre.


Deut, va Doue, leun a vadelez,
Deut, ha na dardit quet re hir,
Da satisfia d’am desir
Dre an douçder eus ho carantez :
Dec’hu hepquen, va Jesus, oun,
Bezit ar mæstr eus va c’haloun.

An eürustet eveus ho presanç

A ra va laouenidiguez ;
Ne meus nemet tristidiguez
Pa souffràn re bell oc’h ezvezanç : Dêc’hu.

Ar bed gent quement a bresanto
A vad, a blijadur, a c’hloar,
Allas ! va Jesus, c’hui er goar,
James hep doc’h-hu n’em c’hontanto : Dêc’hu.

Petra bennac a ouffen da ober
Evit clasq eaza va speret,
Diez en em gavo bepret,
Ma na vezit guenén, va Zalver : Dêc’hu.

Ya, nos deiz, hep doc’h va Doue.
Nemeus nemet poan ha chagrin ;
Quement’so tout a zisplich dìn,
Ma ne repos ennoc’h va ene : Dêc’hu.

Ar vuez ouc’h, hac an hent guirion
A gundu d’ar guir eürusdet ;
Rac-se ta hep doc’h, p’en andret
E caffen-me consolation ? Dêc’hu.

Na dardit quet eta davontaich
Da zont, dre ar Gommunion,
Da rejouissa va c’halon,
Distroït prest ouzìn ho pisaich : Dêc’hu.

Hastit, va Jesus, va barados,
Hastit affo dont em ene ;
Deut ma ho carin mui-a-se ;
Deut, ha n’am lezit mui d’ho cortos : Dêc’hu.