Mont d’an endalc’had

Ti ar paour

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ti ar paour (Lec’hvien).

Lajat, 1909  (p. 317-Ton)



TI AR PAOUR


D’an aotro André, person Prat.


Me n’am eus ket eur maner
Evel an aotrone,
Ma lochig a zo dister
Ha leun a baourente…

Diskan


Pell dimeus trubuilh ha trouz,
Gant poaniou ma diouvrec’h,
Me a vev ’barz ma zi plouz
Laouen ha dinec’h !

Ouz troad eur mene uhel,
Dirakan eur wazig,
Lec’h ma kân an durzunel,
Eo kuzet ma nezig.


Da lagad sard an heol-hanv
Ez eo trouet e zor,
Mes aveliou kri ar gouanv
N’o deus ennan digor.


Ne gaver ket ’barz ma zi
Kalz a binvidigez
 N’oufen ket ober impli
Gant eur zam ken diez…

N’am eus ezom, war ma fe,
Madou, na peadra,
Ne c’houllan digant
Doue Nemed eun tam bara.

Ne weler em lochig-me
Nemed pez a zo red ;
En tu-hont a vefe re
Ha trubuilhus meurbed :

Eur prez evit an druilhou,
Eun dôl d’en em voda,
Hag enpad an nosveziou
Eun oaled da domma…

Skabel d’ar vignoned vad,
Rak ebarz ti ar paour,
Eo a ve kavet dalc’hmad,
Dalc’hmad kalonou aour !


Eur rummad-tud diskiant
A lar d’in a-wecho ;
— Gonit e rafes arc’hant,
Ma kwitafes da vro…

Da gomzou ken digompouez
Mar c’halon a chom yen ;
Petra talv pinvidigez
Pell dimeus ma zraouien ?

Miret, miret, tud diboell,
Ya, miret ho tanve ;
An evurusted zo well
Zoken er baourente !

Em zi plouz eo e fell d’in
Tremen ma buegez,
Boued am o, tra ma poagnin
Ha bemde levenez…

Pa glevin Evn-ar-Maro
O skrijal kreiz an noz,
Da c’hortoz falc’h an Anko,
Ec’h in d’am gwele kloz ;


Eno, start war ma c’halon,
Ar Groaz derv mogedet,
Me a varvo hep tam aon,
Evel am o bevet !

Ha dirak zant Per goude,
Me a yel dianken,
Pegwir Baradoz Doue
A zo vit ar bewien !


————


TI AR PAOUR



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key g \major
  \autoBeamOff
  \time 2/4
  g'8 a b b | b b b4 | a8. b16 c8 a | b4 g | g8 a b b | \break
  b b b4 | a8. b16 c8 a | a4 g | g8 b a g | fis g a4 | a d8. d16 | \break
  b8 a g4 | g8 b a g | fis g a4 | a( d8.) c16 | b8 a g4 \bar "|"
}
\addlyrics {
  Me n’am eus ket eur ma -- ner, e -- vel an o -- tro -- ne, ma lo -- chig a
  zo dis -- ter ha leun a baou -- ren -- te Pell di -- meus tru -- builh ha trouz, gant poa -- niou
  ma diou -- vrec’h, me a vev ’barz ma zi plouz la -- ouen ha di -- nec’h.
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #160
}
\midi {
  \context {
  \Score
  tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }