Spern-gwenn

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 314-Ton)



Spern-gwenn


d’an aotro g. corfec,

“ brug-lann ” zan-briek


I


Gwechall, yaouank, en ti ma zad,
A-hed eur c’hleuniad spern-gwenn,
Dindan ezen flour ha c’houez vad
E teuen, Yan diberc’henn,
Da glevet an eostig bihan
Er sioulder o teurel e gân ;
Hag, evurusted miz mae,
Gantan e kanen ive…

Diskan


— C’houez spern-gwenn ha kân an eostig,
A ra d’ar spered bemnoz hunvreal ;
Ha, hep gout d’ei, ar galonig
A deu sederoc’h da dri… dridal !

II


Eun toullad blaveziou goude,
Eus koste eur wreg karet,
Hi ha me leun a garante,
Hon daou neve-eureujet…
Dindan c’houez tener ar bleuniou,
Richan al lapousedigou,
Diou galon en eun unan,
N’hon doa nemed eun diskan :

— C’houez spern-gwenn ha kân an eostig,
A ra d’ar spered bemnoz hunvreal :
Ha, hep gout d’ei, ar galonig
A deu sederoc’h da dri… dridal !

III


Siouaz ! abenn eun tri blavez,
Dindan ar spern-gwenn bepred,
Mantret, brevet gant an enkrez,
An anken, ar boan-spered,
O chilaou c’hoaz kân an eostig,
Me ouele dourek d’am c’houlmig,
Marvet an de-kentan vae
Da goulz an bleuniou neve…


— C’houez spern-gwenn ha kân an eostig,
Pa digoue d’an den chom warlerc’h e bar,
A frailh, a frailh ar galonig,
Hunvreou nijet… Pebez glachar !

IV


Breman, pa fell d’in hunvreal,
Hanter-sec’het ma daerou,
A-hed ar c’hleun spern da sonjal
E teuan c’hoaz a-wechou…
Eno, ar sonj eus ma c’houlmig
Ha kân dudius an eostig,
A stag ac’hanon ouspenn
Dimeus ar bleuniou spern-gwenn…

C’houez spern-gwenn ha kân an eostig,
Pa digoue d’an den chom warlec’h e bar,
A ro frealz d’ar galonig
A skanva enni poan ha glac’har !


————


SPERN-GWENN



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key bes \major
  \override Rest #'style = #'classical
  \autoBeamOff
  \time 2/4
  \partial 8*2
  g'8 bes \acciaccatura a a g a bes | \acciaccatura bes a g \breathe a bes | \acciaccatura bes \stemUp d d c bes | \stemNeutral a2( | d) | \break
  r4 g,8 bes | \acciaccatura bes a g a bes | \acciaccatura bes a \breathe g a bes | f bes d d | bes2~ | bes | \break
  r4 bes8 c | d d d ees | d c bes a | \acciaccatura a g f g a | a2 | a( | d,) | \break
  r4 g8 bes | a g a bes | c4 d8 ees | d2 | d4. c8 | bes4. a8 | \break
  \bar "||" r4 bes8 c | c4 d~ | d ees8 f | \autoBeamOn ees16( f) ees( d) bes4~ | bes \breathe \autoBeamOff bes8 \acciaccatura d c | bes4 a8 d~ | \break
  d a c( bes) | a( g) g bes~ | bes r bes c | \slashedGrace c d2~ | d8 \breathe bes( g') ees | \autoBeamOn ees16( f) ees( d) bes4~ | \break
  bes8 r \autoBeamOff bes \acciaccatura d c | bes a \acciaccatura a d4~ | d8 a \acciaccatura { a16[ c] } bes8 a | \acciaccatura a g2( | g'4.) \bar "||"
}
\addlyrics {
  Gwe -- chall, ya -- ouank, en ti ma zad, A -- hed eur c’hleu -- niad spern -- gwenn,
  Din -- dan e -- zen flour ha c’houez vad, E teu -- en Yan di -- ber -- c’henn,
  Da gle -- vet an eos -- tig bi -- han, er sioul -- der o teu -- rel e gân
  Hag e -- vu -- rus -- ted miz mae, gan -- tan e ka -- nen i -- ve
  C’hou -- ez spern -- gwenn ha kân an es -- tig, A ra d’ar spe -- red
  bem -- noz hun -- vre -- al Ha hep gout d’ei, ar ga -- lo -- nig
  a deu se -- de -- roc’h da dri dri -- dal!
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #150
  ragged-last = ##t
}
\midi {
  \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }