Mont d’an endalc’had

Ar pesk-ebrel

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 310-313)



Ar Pesk-Ebrel


Gwasan ma ve c’hoariet troïou
Gant Pesk-ebrel d’ar yaouankizou !
Gwech ar Pesk a ziskuilh d’e
Eur garante guzet,
En pehini, marteze,
N’o dije ket sonjet…

Mar choari troïou karantezus
E c’hoari kenkoulz troïou fentus ;
Gwaz d’an dudou divalo,
Ma teuont d’hen gwapad,
Ar pesk a dapo e dro
Abred pe diwead !

Setu ar pez a zo c’hoarvezet
Etre Yan hag e vuian-karet ;

Yannig, evel martolod,
A sonjas eun devez
Gwelet pe fur, pe diod,
Oa Janed, e vestrez…

— « Arri eo an de-kentan ebrel,
» Kasomp eur peskig d’an durzunel…
» Janedig, ma dousig koant,
» Da Yan zo dimezet ;
» Na gemer ket nec’hamant,
» Potred all vo kavet…

O lenn eur c’helo ken glac’harus,
Janed a skuilhas daerou poanius ;
He c’harante goude-ze
A droas en kounar :
— Yan, emei, den didrue,
Te a gavo da bar ! —

II


Goude bezan redet ar môrio,
Ar bla warlerc’h Yan deuas d’ar vro ;
P’arrias en ti Janed,
Da welet anezi :
— « Doue, emezan, me gred,
» Aman zo neventi… »


A boan oa e dreid war an treuzou,
Dirakan ne wel nemed pennou,
Pennou seder ha laouen,
Tud evurus meurbed,
O chilaou eur ganaouen,
Eur ganaouen-eured…

Yannig a chom vel eun den semplet
Na oar, siouaz ! petra da laret…
— De-mad, emezan, de-mad !
Pelec’h ’man Janedig… ?
— « Aman, eme Janed vad,
» Eus koste ma Ferig !

» Ac’hanta, Yan, deut out c’hoaz en dro,
» Pelec’h eo chomet da wreg faro ?
» Me grede oas dimezet,
» Herve da Besk-ebrel ;
» War a welan n’e teus ket
» Kavet eun durzunel !

» Evidon, en despet d’it, gwaper,
» Me am eus kavet eur pried kaer,
» Trugare d’ezan, hirie,
» Me a zo evurus…
» Ar Pesk-ebrel zo d’in-me
» Eun dra gwall dalvoudus !


» Betek ma teus kemeret ar boan
» Da zont d’am gwelet… Chom gant da goan ;
» Plijadur az po, Yan gez,
» Pesk-ebrel out tapet !
» Elec’h ober souben-laez
» Te a vezo fritet ! »


————


PESK-EBREL



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \time 2/4
  \partial 8*2
  \autoBeamOff c8 c d e \autoBeamOn d16 e f e | c4 \autoBeamOff e8 e | g g \autoBeamOn f16 e d d | d2 | \break
  d8[ g] f[ e] | g g c,4 | e8 d c b | c d4. | d8 g f e | \break
  \autoBeamOff g g c,4 | e8 d c b | d4 c \bar "||"
}
\addlyrics {
  Gwa -- san ma ve c’hoa -- ri -- et tro -- iou gant pesk -- e -- brel d’ar ya -- ouan -- ki -- zou
  Gwech ar pesk a zis -- kuilh d’e, eur ga -- ran -- te gu -- zet, E pe -- hi -- ni
  mar -- te -- ze n’o di -- je ket son -- jet.
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #140
  ragged-last = ##t
}
\midi {
  \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }