Ar Yeodet

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 307-309)



AR YEODET


d’an aotro ha d’an

itron aurégan, ploulec’h


Yeodet karet, lec’hig dudius,
Elec’h ma tremenas, evurus,
Ma bugaleaj ker meurbed
Re founus…
Te a vevo en em spered
Bepred !

Nankouaïn biken, nan birviken,
Da lann ha c’houez vad o bleun melen,
Da reier, da winojenno,
Da draezen,
Ar môr a gelc’h da zouaro
Tro dro…

Chapel, Gwerc’hez… Ha te, kloc’h sklintin,
A vrall skanv, skanv bemnoz, bep mintin,

Miz mae, pardon, kân-alc’houeder,
Heol-lirzin,
C’houi vag ennon sonjou tener,
Tener…

Ped gwech a-us d’ez aochou, Yeodet,
Azeet war eur garrek kollet,
Ez on, dinec’h, da hunvreal
Bet chomet,
C’hoant d’in dreist d’ar môr da nijal,
Raktal.

P’eo bet red d’in kwitât ac’hanout,
En peb Bro me a sonje ennout,
Ma gwellan mennoz a vije
Evidout…
Te, Yeodet, oa ma c’harante,
Noz, de !

Rak ennout e chome ar gwellan
Dimeus ma redadennou kentan ;
Mignoned, amzer dizoursi,
Pa sonjan !
Plijadur, c’hoarz ha kaniri,
Dudi…


Karout a ren da vartoloded,
Da besketerien, gwir Vretoned,
Potred dispont dirak ar mor,
Tud kaled,
A ra, dre ar bed, d’an Arvor
Enor !

Brud da vadelez, war an avel,
A zo tec’het pell a Vreiz-Izel ;
Pegwir ez out d’ez pugale
Eur c’havel,
Holl a glaskont ennout goude
O be.

Ma c’hoant ez eo bezan douaret
En-harz da chapelig vinniget,
Eno mouez ar môr hirvoudus,
O Yeodet,
A vouskano d’in c’hoaz klemmus,
Klemmus…

Da gloc’h a laro d’an tremener ;
— « Ne dec’h ket hep lezel eur bater… »
Ha neuze eus donder ma be,
Barz dister,
Me gano ma Breiz, ma Doue,
Ha te !


AR YEODET



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key a \major
  \override Rest #'style = #'classical
  \time 3/4
  cis'4 a b | cis2 cis4 | d2 cis4 | cis2 b8 r | cis4 a b | cis2 cis4 | \break
  d2 cis4 | cis2 b8 r | b4 b b | b2 cis8( b) | a2 b4 | cis2 b4 | a e r | \break
  b' b b | b2 cis8( b) | a2 b4 | cis2 b4 | a2 r8 \bar "||"
}
\addlyrics {
  Yeo -- det ka -- ret, le -- c’hig du -- di -- us, E -- lec’h ma tre -- me --
  nas, e -- vu -- rus, Ma bu -- ga -- le -- aj ker meur -- bed Re fon -- nus
  te a ve -- vo en em spe -- red Be -- pred!
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #125
  ragged-last = ##t
}
\midi {
  \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }