Mont d’an endalc’had

Dousig ar martolod

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 304-Ton)



Dousig ar martolod


d’am c’henderv, loeiz ar gag


I


Em c’hreiz a deu tristidigez
Pa sonjan em buegez

Ma-unan on war an douar,
Me n’am eus na breur, na c’hoar ;

N’em eus ive na mam, na tad,
Siouaz ! Me zo emzivad !

Redet am eus bet ar môriou,
Ha gwelet kalz a vroiou…

Rak dre ma’ z on bugel an aod,
Em eus ’n em c’hroet martolod.

Karet e oan gant eur plac’hig,
Outi e ris ma « dousig » !


Ar sonj dimeus he c’harante
Skanvae d’in ma bue…

Pa vijen war ar wern uhel,
Hunvreen d’am zurzunel.

II


Eun devez o tizrei d’ar vro,
Me glevas eur gwall gêlo,

Ma dousig oa war he gwele
Gant eur c’hlenved didrue…

Hepdale ec’h is d’he gwelet :
— Mignon, emei, na ouel ket… !

— Penoz na ouelfen ket, mestrez,
Pa ’z out ken klanv, ken diez ?

Hi ’lezas eun huanaden,
Ha n’ankouaïn birviken !

An Ankou kri ha milliget,
An eus bet prim he falc’het.

Ke oamp ket galvet ’vit bevan
Herve war an douar-man…

III


Breman ’vit sec’ha ma daero,
Me yel c’hoaz da vale bro ;

Me a yelo war ma lestrig
D’ober kanvou d’am dousig !

Warnan gwagennou ar môr dôn
Luskello ma foan-galon…

Bemnoz d’al loar ha d’ar stered
Me laro ma foan-spered ;

Dirake larin eur beden
Evit ar plac’h a garen ;

Hag eus an eil môr d’egile
Me ouelo d’am charante…

Ken ma teuï an aotro Doue
Da gas gantan ma ine…


————


DOUSIG AR MARTOLOD



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \time 6/8
  c8 c4 d8 e4 | f8 e4 d8 c4 | c8 c4 c8 c4 | c16[ d e f] e8 d4. | \break
  c8 c4 e8 g4 | g8 a4 a8 g4 | g8 g4 g8 e4 | c8 d4 c4. \bar "||"
}
\addlyrics {
  Em c’hreiz a deu tris -- ti -- di -- gez, Di -- rei -- tra -- la la -- la -- di -- rei -- la -- la
  Em c’hreiz a deu tris -- ti -- di -- gez, Pa son -- jan em bu -- e -- gez.
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #150
  ragged-last = ##t
}
\midi {
  \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }