Mont d’an endalc’had

Glac’har ar Barz

Eus Wikimammenn
Lajat, 1909  (p. 322-326)



Glac’har ar Barz


kinnig


Oh ! pa lenni ma glac’har,
Te, ma heiez kollet,
Ne ra ket skouarn vouzar,
D’ar paourkez dilezet !
Teurve trei da zaoulagad
Warnan eur wechig c’hoaz :
Gouveout a rez ervad
N’eo ket evit ankouaz…


I


— Barz yaouank, a gane seder
N’euz ket c’hoaz pell dre-aman,
Ne glever mui da vouez tener,
Petra out deut da vezan ?


Me wel dimeus da zaoulagad
Takennou dour o ruilhal,
Bezan teus eta kalonad,
Mar chomez keit da sonjal ?

— Gwasoc’h pell evit kalonad,
Hirie me am eus glac’har,
Ha truezus ez eo ma stad,
Truezus war an douar…

Ya, ma mignon, ma c’hanaouen
Pell diouin a zo nijet,
Ne chom ganin evit loden,
Nemed eur galon rannet !

Ar Barz a oa gwechall ken drant,
Ma tride gant levenez,
A zo deut breman dizeblant
En kenver ar vuegez…

Digouezet an neve-amzer,
Pa gân al lapousigou
Dre ar c’hoajou, al lanneier,
Hen, siouaz, a skuilh daerou…

Hag e blijadur, koulskoude,
A vije gante kana,

Kana d’an holl e garante,
Mes ne ra nemed gouela !

II


Me am oa kavet war ma hent
Eur plac’h fur, eun êl Doue,
D’ezi eur garante divent
Am oa gwestlet hepdale.

Hi am c’hare ive meurbed,
Siouaz… Karante diboell !
Mar ne varvan gant poan-spered,
Ma glac’har a bado pell…

Hi he deus laret eun devez
D’in-me gant eur vouez poaniet :
— « Ar vue a zo digompouez,
» Marteze n’omp ket galvet…

» Gortozomp etâ eur pennad,
» Rak me a zo nec’het braz ;
» N’hallan ket laret d’ac’h ervad
» Da biou vo ma c’halon c’hoaz… »

Oh ! neuze kerkent da ouela,
Me a zo bet distanket :

— « Perak chom keit da varc’hata ?
» Ganin c’houi a vo karet ! »

D’am mouez mouget gantan enkrez,
Hi a zavas he zellou ;
War he diouchod, evel perlez,
E ruilhas ive daerou…

An daerou, e larer dalc’hmad,
A zo talvoudus d’an den ;
Ra zielfont neuze ervad
Hon c’harante da viken !

III


Oh ! mar ne deu ket ma dousig
Da chilaou mouez ma c’halon,
Diwar vreman e tavo mik
Ma zelen baour gant e zon…

Diwar vreman e vin klevet
Bemde o huanadi,
Henvel ouz eun den kez mantret,
Ha kollet gantan ar spi ;

Dirak an dud, dirak ar bed,
Marteze me a gano,

Mes em c’hreiz e chomo bepred
Kuzet eur glac’har c’houero…

Ha dre henchou ma Breiz-Izel,
Neuze, paourkez dilezet,
Me hirvoudo d’eun durzunel,
Kollet… Mes nan ankouaet !
.....................................................
Kement-se nem gavo biken,
Re gri, re gri a vefe…
Doue, chilaouet ma feden,
Roet ma dousig d’in-me ! !


————


GLAC’HAR AR BARZ



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \tempo \markup {\italic Langoureux}
  \override Rest #'style = #'classical
  \autoBeamOff
  \time 6/8 
  c8 d e f g f | g f4\fermata g8 g4 | a8 g4\fermata g8 f4\fermata | d4. r4 g8 | \break
  g a g f e d | c4. d8 g g | f4. f8 d4 | c4.~ c4 \bar "||"
}
\addlyrics {
  Barz ya -- ouank, a ga -- ne se -- der, N’euz ket c’hoaz pell dre a -- man, Ne
  gle -- ver mui da vouez te -- ner, Pe -- tra out deut da ve -- zan?
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #140
  ragged-last = ##t
}
\midi {
  \context {
  \Score
  tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }