Taul a zornad

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Imprimerie de la Presse libérale, 1926  (p. 4)



TAUL A ZORNAD !
————


Les partitions musicales sont temporairement désactivées.


1) Splannein e hra en hiaul ar er manné,
      Saù labourer chetu en dé,

Taul a zornad én erui don er gran,
(bis)
Doué rei d’is kant eit unan !


2) Er gran hadet er parkeu d’er gouianv
        E vou bléad pe zei en hanv

Bara d’en oll, nerh a joé d’er meitour
(bis)
Doué e houi digol er labour.


3) Labourizion, hui e ra d’en doar peur
      Mantel hemp par en tuézat eur

Hadet, hadet barh en eriù digor
(bis)
Bihuans er bed, splannder Arvor.

1) Splannaat a ra an heol war ar mené,
           Sav labourer setu an dé,

Taol a zornad ar greun don en irvi moan,
(bis)
Doue ’roi d’it kant ’vit unan !


2) Ar greun hadet er parkou er goanv
           A vo trevad pa zeuy an hanv

Bara d’an holl, nerz ha joa d’ar merour
(bis)
Doue ’oar digoll al labour.


3) Labourerien, c’houi ro d’an douar paour,
           Mantell hep par an edou aour

Hadit, hadit, ’barz en irvi digor
(bis)
Bevans ar bed, splannder Arvor.

J. Le Maréchal.