Dalhamb

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Imprimerie de la Presse libérale, 1926  (p. 5)



DALHAMB ! - DALC’HOMP !
————



\version "2.18.2"
\score {
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \autoBeamOff
    \key c \major
    \time 2/4
    \partial 16*1
    g'16 g8. g16 c8. a16 | b8. c16 d8. e16 | c8. d16 c8. a16 | d8. d16 c8 r16 g | \break
    g8. g16 c8. a16 | b8. c16 d8. e16 | c8. d16 c8. a16 | d8. d16 c8 r16 c | c8. d16 e8. e16 |
    f8. e16 d8. c16 | e4 e8. e16 | d4 d8. d16 | c8. r4 a16 | b8. c16 d8. e16 | e8. d16 c8 r16 \bar "|."
  }
  \addlyrics{
    A pe oen mé en ar -- mé -- ieu Pau -- tred Pa -- ris d’oh me che -- leu, A
    pe oen mé en ar -- mé -- ieu Pau -- tred Pa -- ris d’oh me che -- leu, E la -- ré d’ein get
    fall sel -- leu: ma tal -- het de gomz bre -- ho -- neg! Ni ia de hrou -- iat d’oh hou peg!
  }
  \addlyrics{
    Pa oan gwe -- chall en ar -- me -- ou, Pao -- tred Pa -- riz ouz va se -- laou, Pa
    oan gwe -- chall en ar -- me -- ou, Pao -- tred Pa -- riz ouz va se -- laou, A dao -- le war -- non
    gwall zel -- lou: ma tal -- c’hes da gomz bre -- zo -- neg, Ni ya da c’hwri -- at d’it da veg!
  }
 }
 \layout { line-width = #170 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }
1

A pe oen mé en arméieu
Pautred Paris d’oh me cheleu,
E laré d’ein get fall selleu :
ma talhet de gomz brehoneg !
Ni ia de hrouiat d’oh hou peg !

2

Bar en hent hoarn me mes guelet
Tuchentil ne hanaùen ket
E afleuein hag é laret :
« Ma talhet de gonz brehoneg
Ni ia de hrouiet t’oh hou peg » !

3

Bamdé, pen don é labourat
Er goèd e verù é men goehiad,
Pe lar ur gal eit men goépat :
« Ma talhet de gonz brehoneg
Ni ia de hrouiet t’oh hou peg » !

4

Taùet, tud a vez bro, taùet.
Più e zou kriù arhoal er bed
Eit cherrèin beg er Vretoned !
« Tankerrù ! tré ma tigorou
Brehoneg mat e zivizou ! »

5

Hiniù, arhoah, el gueharal
Brehoneg splan fal d’emb konzal
Bro guenèd ne vou biskoah gal !
« Tre ma hudo er mor ar dro
Lavar Arvor ni er goarnou ! »

6

En diaul n’en dès chet biskoah disket
Konzein er breton a Huénèd
E ben bras e zou re galet
Lavar ker spis pautred Padern
Nen dé ket konzet en ihuern.

1

Pa oan gwechall en armeou,
Paotred Pariz ouz va selaou,
A daole warnon gwall zellou :
— Ma talc’hez da gomz brezoneg,
Ni ya da c’hwriat d’it da veg !

2

War an hent houarn ’m eus gwelet
Bourc’hizien n’anavezen ket
O kounnari hag o laret :
— Ma talc’hez da gomz brezoneg
Ni ya da c’hwriat d’it da veg !

3

Bemdez pa ’z an da labourat
em gwazied e verv ar gwad
Pa lar ar gall ’vit va goapaat :
— Ma talc’hez da gomz brezoneg,
Ni ya da c’hwriat d’it da veg !

4

Tavit, gant ho trouz, Gallaoued,
Piou a zo krenv a-walc’h er bed
Da stanka beg ar Vretoned :
— Tankerru, tre ma tigoro
Brezoneg mat a zivizo !

5

Hizio, warc’hoaz, evel gwechall,
Ni zalc’ho start, daoust d’an dud fall,
Biken Breiz-Izel ne vo gall :
Tre ma yudo ar mor wardro
Lavar Arvor ni her miro.

6

An diaoul biskoaz n’en deus gellet
Deski yez koz ar Vretoned
Kalz re bounner eo e spered !
Aesoc’h a-ze ’vo d’eomp herzel
Ouz e skilfou hag e gerniel.

J. Le Maréchal.