Fest Kerhuiton

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Imprimerie de la Presse libérale, 1926  (p. 7-8)



Fest Kérhuiton
————
Les partitions musicales sont temporairement désactivées.
1

Ne houiet ket pautred,
Doéré bras er barrez,
Ne houiet ket pautred, Maluron,
Doéré bras er hanton.

2

Kleuet em es laret
’E tavarn er Marh Guen
Kleuet em ès laret, maluron
’Vou fest é Kerhuiton.

3

Ur fest el n’en dès bet
Biskoah én ur bro ni
Ur fest el n’en dès bet, maluron
A Gemper de Redon.

4

’En hi krollet e vou
ol er hrolleu neué,
En hi krollet e vou, maluron
Doh en akordeon.

5

Get ur verh hemd danné
E’ timé er minour
Get eur verh hemb danné, maluron
Ha ken truhek el don.

6

He zokig boketet
Hag é broig mod ker
Hé zokig boketet, maluron
En des troeit é galon.

7

Donet e hrei a gér
Tuchentil pastellek
Donet e hrei a gér, maluron
Er choej ag er hanton.

1

Ne ouezit ket paotred,
Kelou bras ar barrez,
Ne ouezit ket paotred, Maluron
Kelou bras ar c’hanton.

2

Klevet em eus laret,
E tavarn ar Marc’h Gwenn,
Klevet em eus laret, maluron,
Vo fest e Kerhuiton.

3

Eur fest ’vel n’eus ket bet
Biskoaz en hor bro-ni
Eur fest ’vel n’eus ket bet, maluron
A Gemper da Redon.

4

Korollet vo enni
ar c’horollou nevez
Korollet vo enni, maluron,
ouz an akordeon.

5

Gand eur verc’h hep danvez
e timez ar pennher,
Gand eur verc’h hep danvez, maluron
Diskramailh, eun eston.

6

Ouz he zok bokedet,
Hag he lostenn giz ker,
Ouz he zok bokedet, maluron,
Eo staget e galon.

7

Dont a raio eus ker,
Aotroned pastellek
Dont a raio eus ker, maluron,
Pabored ar c’hanton.

8

Er bâl, hag er polka
E vou krollet ino
Er bâl hag er polka, maluron
Arlerh er rigodon.

9

Ino kleuet e vou
E leh er binieu
Ino kleuet e vou, maluron
Boeh terd ar violon.

10

Inou, ne vou kleuet
Meit sonnenneu gallek,
Inou ne vou kleuet, maluron
Meit galleg, « et du bon ».

11

Aveit diskein galleg
Monet e hrein dino
Aveit diskein galleg, maluron
Get minour Keruiton.

12

Gouiet e hré hembkin
Touiet pe oé sudard
Gouiet e hré touiet, maluron
Ha reskond « oui » ha « non ».

13

De huélet er minour
Deit ol genein, pautred,
De huelet er minour, maluron
Eit gober meh dehon.

8

Ar bal hag ar polka
vo korollet eno
Ar bal hag ar polka, maluron,
Warlerc’h ar rigodon.

9

Eno e vo klevet
E lec’h ar biniou,
Eno e vo klevet, maluron,
Son skiltr ar violon.

10

Eno ne vo klevet
nemet soniou gallek
Eno ne vo klevet, maluron,
Met galleg, et du bon.

11

Evit deski galleg
Me a ranko mont di,
evit deski galleg, maluron,
Gant pennher Kerhuiton.

12

Gouzout a rae toui
Gwechall pa oa soudard,
Gouzout a rae toui, maluron
Ha respont oui ha non.

13

D’ober mez d’ar pennher
Deut holl ganen, paotred,
D’ober mez d’ar pennher, maluron,
D’eomp holl da Gerhuiton.

J. Le Bayon.