Studi var an astrou/Ar Stéret. — An Hent guen pe Hent sant Jacquèz

Eus Wikimammenn
Paul Lebreton
Imprimiri J.-B. Lefournier henâ, 1848  (p. 22-24)



Ar Stéret. — An Hent guen pe Hent sant Jacquèz.


————


Communamant ec’h hanver stéret quement poent luc’heduz a veler er firmamant gant al lagat noaz, (eb conta an éol ac al loar) ; mes eun différanç vras so étré ar blanédennou hac ar steret ; pa zeller er firmamant gant an télescop nêquet possubl en em drompl : ar blanédennou a veler corf dêzé evel al loar, élèc’h ar steret ne zéblantont james nemet evel poenchou sclêr.

Al lagat noaz ne remerq nemet d’eus a bèvar da bemp mil stéréden ; dre an télescop e veler pemzec ha tri-uguent million da nebeuta. Rac avertissa ran penos ez-eus ouspen a uz om fenn : bea zeus ive a-zindannomp. Goude ar pez so lennet betec vrêma el léor-ma e cléer va c’hompren parfêtamant.

Henvel a rêr Constellation eur vandennat steret hac a zeblant ober eur gompagnunez e-unan, evel constellation Orion, hanvet an tri roué, hac en pehini, eb ma n’em doueter, a zo dec-ha-pêvar-uguent stéréden. Aléis a gonstellationou zo ; peb hini a d’eus y hano ; mes sonjal a ran ê inutil ho henvel, rac se ne rêfé nemet carga ar memor inutilamant.

Lavaret em eus ne véler ar stéret, memeus gant an télescop, német evel poentchou sclêr eb corf ; ar re sclerra ê ar re vrassa pe ar re dosta. Ne quet possubl calculi ho distanç d’eus an éol ; couscoude ar pez zo sûr ê ne recevont sclérijen abet d’eus ountan, rac ên a glé béa evite evel eur stéréden ive. Forcet e voar éta da gonclui penos ho sclérijen a apparchant dézé o-unan ; ez-int éolou bras pe vian o unan.

En effet pa gomprener eun tam en infinite, er plaç bras gollo-ze d’eus a behini em eus dija comzet, e ranquer avoui penos ê impossubl ma ve tout ar pez so crouet a velomp a uz om fen. Sonjal a rer éta, ha rezon zo, penos so crouet éolou all hac o d’eus o flanédennon ive evel om hini.

Dre ma confectioner an instrumanchou dre béré e veler an astrou pella e tizoloër re nêvé ; n’eus rezon abet ac a ampechfe da zizolo re all divezatoc’h, ha c’hoas, eur véach all, pa vo ivantet ar goella télescopou, pa vo anaveet eun infinité a astrou all c’hoas, e vomp pell da velet oll astrou immancité ar firmamant.

Aroc finissa ar chabistr-ma e lavarin eur gomz d’eus ar vanden venn a veler en Eê en nosvechou e ve an amzer caër, eb coumoul.

Ar vanden vras-se pehini a hanver ive hent Sant Jacqaes a zo composet d’eus a eun infinité a stéret bian ha guen pere a zo en andret-se evel berniet an eil var eben ; sclérijen an eil en hini eben a ro d’an Eê al liou guen a remercomp.

An astronom Herschell o sellet d’eus hent Sant Jacques gant an télescop a velas en eun heur ebquen ouspen pemzec ha tri-uguent mil d’eus ar steret bian-ze.


————