Studi var an astrou/Ar Blanedennou

Eus Wikimammenn
Paul Lebreton
Imprimiri J.-B. Lefournier henâ, 1848  (p. 15-22)



AR BLANEDENNOU.


————


Lavaret em eus dija penos an éol en eur drêi varn-an e-unan eb chanch a blaç, d’eus an Occidant var-zu an Oriant é chach en dro déan dre ar memeus direction eunnec planéden. Bea zo anê seiz vras ha peder vian, placet en distançou pelloc’h pe dostoc’h d’eus ountan.

An astronomet o d’eus convénet d’eus a beb hano evit-int, evit gallout anaout an eil d’eus ébén. Cetu aman ho hanvou dre an urz ma zint placet, en eur bartial d’eus an éol pehini zo er c’hreiz.

Mercur ê ar c’henta ; goude teu Vénus pehini ê ar stéréden gaër ha hanver stéréden al labourer, goude Vénus e ma an douar gant e gompagnones al loar ; Mars a gaver neuse, ha goude ar peder vian Cérès, Pallas, Junon ha Vesta. Goude ar peder-ze en-em gav Jupiter, unan d’eus ar re vrillanta. Ac’hane o peus Saturn, ar guriussa d’eus oute-oll ; anfin en eun distanç incalculabl e ma an divea hanvet Herschell pe Uranus.

An teïr divéa-ma o d’eus ive evel an douar compagnonet pere a ra an dro deze evel ma ra all loar an dro d’an douar : Jupiter an eus pêvar, Saturn, ouspen eun dra all a barticulier, d’eus a behini e comsin divézatoc’h aman, an eus seiz, hac Herschell c’hoêc’h.

Ar blanédennou a zeblant deomp evel steret brassoc’h pe biannoc’h, sclêroc’h pe téfalloc’h peb hini anêze.

Gant an télescop o guéler lod anê d’eus vent al loar, ront evel-y pa ve leun.

Ar bobl guech all a damalle d’ar blanédennou qualiteou fall ha re vad, hac eur pouër da renta cren pe sempl, êvrus pe malêvrus an dud a c’hané en amzer ho apparicion. Abalamour d’a-ze e lavarer c’hoas d’eus eun dén a voneur pe a valeur ê ganet dindan eur blaneden êvrus pe galet. Mes calomnia an astrou-ze a rêr ervez va opinion, rac me n’ho c’havan coupabl nemet da veza re bell d’eus om demeuranç.

Mont a ran da gozéal d’eus peb hini anê en particulier, en eur reï ho distanç d’eus an éol.

Mercur, an tosta d’an éol a zo couscoude trizec million-tri-c’hant-tri-uguent mil léo d’eus ountan. Ar blanéden-ze ê an hini a dro ar buana ; ober a ra daou-uguent mil léo beb heur. An domder vras a receo d’eus an éol a ra d’ei eb douétanç mont quer buan, rae an domder èn Mercur a zo seïz guech crénvoc’h evit aman, hac a glé trémen hini an dour bêro.

Ar blanèden-ze en pehini e remerquer, gant an télescop, menéyou d’eus ar re huella, pa ê guir ec’h estimer a zo d’eus a ouspen eïz mil toazen meur a hini, ar blanéden-zé n’ê quet atao vizibl, dre ma ê bian ha quer toșt d’an éol d’eus a behini ar sclérijen, a ra d’êi disparissa evit om daoulagat. Guelloc’h er guéler pa dremen var an astr-se, rac neuze e sèblant varnan evel eun tarch dû. Treï a ra varn-y e-unan en peder heur varn-uguent pêvar minud ; e zro a vla d’an éol ne bâd nemet seïz-ha-pèvar-uguent dervez, teir heur varn-uguent hac eur minud bénac. Dre-ze ar bla en Mercur n’ê quet hir : en nebeutoc’h evit tri miz e tremener êno dre ar peder sêzon.

Goude ar blaneden-ze, étré-y ac an douar, e ma ar blanéden vrillant hanvet Vénus, pehini a hanver ive stéréden al labourer.

Vénus a ra e zro a zéïz-noz en teïr heur varn-uguent unan varn-uguent minud, hac e hini a vla en daou-chant pêvar-varn-uguent dervez c’hoézec heur unan ha daou-uguent minud. E distanç d’eus an éol a zo pemp varn-uguent million léo. Oc’h ober e bla en dro d’an éol e ra tregont mil léo beb heur. E vent zo eun tam biannoc’h evit an douar.

An déirvet planéden ê an Douar, d’eus a behini em eus dija comzet.

Ar bedervet ê Mars pehini a zo tri-hac-anter-cant million léo d’eus an éol. An astr-ma a veler d’eus ar blanéden an anter biannoc’h evit ma er gouelomp. Vent Mars a zo pemp guéch biannoc’h evit an douar ; e sclérijen a zo rû.

An dro a ra d’an éol a bâd c’houec’h-cant-c’houec’h ha pêver-uguent dervez div-heur trivac’h minud anter. Dre-zé ar bla êno a zo, var nebeut a dra an doubl d’om hini. Trivac’h mil léo beb heur a ra. An dé hac an noz a zo eun anter heur hirroc’h evit aman, hac an domder a recever êno d’eus an éol a zo pemp gouéch nebeutoc’h evit an hini a recevomp. D’eus an oll blanédennou, Mars ê an tefalla, hac an eus an tarchou brassa.

Goude Mars e tigoê ar peder blanéden vian Vesta, Junon, Cères ha Pallas.

Vesta a laca tri bla c’houéc’h-ha-tri-uguent dervez peder heur da ober e c’heil en dro d’an éol. Y vent re vian a ra d’éi échappi d’om daoulagat noaz ; trivac’h-ha tri-uguent mil leo da nebeuta e m’an d’eus an éol.

Junon, eun tam brassoc’h a ra e zro en pêvar bla eïz ha c’houec’h-uguent dervez ; estima a rêr e distanç d’eus an éol daouzec-ha-pevar-uguent million léo.

Cérès a vé pêvar bla hanter oc’h ober ê zro d’an éol ; y vent a zo evel Junon pe var dro.

Pallas, quéit a Cérês d’eus an éol, a laqua pêvar bla seiz miz eunnec dervez d’ober y bla.

Ar peder blanéden vian-ma a zo quer tost an eil d’ében ma zo sonjet n’o d’eus gret guechall nemet unan ; va avis-me n’ê quet-sê, rac ne gredan quet e ve labour Doue sujet da véa dispennet gant netra abet, ha va c’hredanç a zo penos peb astr a zo chomet antier er plaç merquet déan gant ê grouer.

Jupiter a deu goude ; ar vrassa è d’eus ar blanèdennou ; cazi quen éclatant ha Vénus ê, hac e vent zo pêvarzec-cant guech brassoc’h evit an douar. Ar blanéden gaër-man a laca eunnec vla daou c’hant trivac’h dervez pêvarzec heur d’ober an dro d’an éol ; da lavaret ê, ar bla enni a zo eunnec vla seiz miz d’eus om blavéchou.

Ma ê hir ar bla eno an déyou n’int quet, pa ê guir e ve an noz hac an dé en nov-heur c’hoéc’h hac anter-cant minud. Ha gant-sé, en eur gonsidéri vent ar blanéden-ze e quichen hini an douar e caver e vale-y oc’h ober eun dro varn-y e-unan pemp guech varn-uguent buannoc’h evit om bro, ha beb andret d’eus outi a ra eïz mil leo dre heur.

Gouélet a rer en Jupiter leun a darchou, hac en dro déan a zo eur chouch immanç a ér.

Possedi a ra peder loar pere a ra an dro déan evel om hini d’an douar.

Aman ê al lec’h d’ober d’ec’h admira attantion ar brovidanç en andret ar pez so crouet. An douar an eus bet eul loar evit er sclérijenna épad an noz, ha Jupiter ervez e vent, hac abalamour d’e zistanç immanç d’eus an éol an eus obtenet péder. Mes nequet ebquen an diou blanéden-ma a zo bet favorizet d’eus an donezonou-ze evel ma er guelfoc’h varlerc’h aman.

Goude Jupiter ha tri-c’hant no-varn-uguent million leo d’eus an éol ê placet Saturn pehini a zo no-c’hant guec’h brassoc’h evit om douar, ober e ra e dro d’an éol d’eus an Occidant varzu an Oriant evel ar blanédennou-all, en no bla varn-uguent pemp miz ha pêvarzec dervez. Bea en eus ive loariou en dro déan, hac an nombr a zo bet gant Doue proportionet d’an distanç a sépar anéan d’eus roue an astrou : seïz loar an eus.

Ar blanéden-ma a bossed eun dra estonnussoc’h ac admiraploc’h c’hoas, ar pez n’ho d’eus hini d’eus ar blanédennou-all. Pa seller d’eus Saturn en télescop e véler en dro déan eur c’heill pe eur vanden immanç lédan d’eus a zec mil léo pe var dro ha d’eus a guément-all a zistanc d’eus ar blanéden. Ar c’heill-ze a zéblant bea séparet en daou dam, da lavaret-e doubl, hac an distanç étré peb goalen a estimer cant léo. Remerquet so ive er c’heill doubl-se tarchou hac a chanch a form, ar pez an eus roët da grédi penos ar voalen estonus-se a dro assambles gant ar blanéden hac er memes direction.

Ar vanden-ze, evel ar séiz loar, a gass da Saturn ar sclérijen a réceo d’eus an éol, ar pez a glé ober en noz eur spectacl caër evit habitantet ar blaneden.

Anfin, ar blanéden diveza ê Herschell, (hano an hini en eus-y remerquet ar c’henta.) E distanç d’eus an éol a zo c’hoêc’h cant tri-uguent million léo. Ar c’heill a draç è ar brassa pa è guir e ma en diavêz d’eus ar blanédennou-all. Lacat a ra pêvar bla ha pêvar-uguent hac eun nebeut deyou d’ober e zro. Y vent a zo pêvar uguent guech brassoc’h evit an douar ; mes quêit ê d’eus ousomp quen n’er gueler nemet gant an télescop. Ar savantet a lavar e d’eus ive c’hoêc’h loar hac e roont distanç peb hini d’eus ar blanéden.

Cetu aze bétec vrêma ar blanédennou a zo bet anavéet evit dépanti d’eus om éol ; mes un astronom hanvet ar Verrier en eus er bla trémenet (mil-eiz-cant-seiz ha daou-uguent), remerquet unan all pehini a zo (Se c’ha eb en lavaret) calz pelloc’h evit ar re am eus hanvet aman. Planéden ar Verrier ne veler nemet gant eun télescop mad.

Gant-se evit en em révémori e lavarin penas an éol a zo er c’hréiz ho trein dre e nerz euzus eunnec planéden, (eb conta hini ar Verrier) ha trivac’h loar pere a dro dirazan oll d’eus ar c’huz-éol varzu ar zao-éol.

Lod eus ar blanédennou a ra ho zro pe ho bla en eun nebeut michou ; lod all meur a vla ha memeus ar re bella a laca tost da gant vla.

Ma vev en proportion queït an dud er blanédennou all evel en om hini, habitantet Saturn, dre exempl, a glé béva daou vil tregont vla en comparêzon da eun dén d’eus an douar pehini a vevo dec vla ha tri-uguent. Eur buguel a laca aman uguent vla da zont da zén hac eno pemp cant pêvar-uguent vla.

Mes ive possublê ne véver en Saturn nemet queit hac en douar ; va avis couscoudé n’ê quet-sé, rac nequet possubl d’ar blanéden-zé caot tud savant, tud anaoudec en labouriou an douar ac en meur a dra pere a c’houlen expériançou meur a vlavez, nequet possubl e lavaran me, d’ar béd éno béa sclérijennet, ma c’hall eun dén, ganet goude an eost, mervel dre gosni aroc an éost goude.

Aoualc’h ! Aoualc’h ! a grio meur a hini, aroc fixa héd ho bue d’an dud-ze, sûr omp e zo tud er vro bell-zé ? Eur chabistr am eus consacret evit respont d’ar goulen-zé.


————