Studi var an astrou/Al Loar

Eus Wikimammenn
Paul Lebreton
Imprimiri J.-B. Lefournier henâ, 1848  (p. 13-15)




AL LOAR.


————


Al loar zo eun espes planéden compagnon d’an douar da behini e servich dre e sclerijen.

E vent so no-ha-daou-uguent guech biannoc’h evit an douar.

Pa veler eun dablen d’eus an astrou e caver al loar evel eur poent bian cazi stog d’an douar ; couscoude ez ê c’hoec’h ha pêvar mil leo d’eus ountan. Se ra deomp jugi d’eus distancç om bro d’eus ar planédennou all ha d’eus an éol, péré a veler var an dablen oll brassoc’h evit al loar ha pell pe belloc’h tout d’eus an douar.

Lavaret em eus ê al loar compagnon d’an douar : cetu aman pe sort liamou zo etrezé.

Doue, réd e ve, o sonjal e voamp re bell d’eus an éol evit caout sclérijen abet épad nozvechou dû ar goan, an eus roet deomp al loar. Ne d’eus sclerijen abet d’eus outi e-unan ; ar sclerijen a ro deomp a deu d’ei d’eus an éol pehini a bârr varn-y ; rac al loar zo composet d’eus douar, ménéyou caonniennou ha môrr evel an douar, ha zé zo quer guir quen a vélomp gant om daoulagat noaz ével ménéyou ha goazou môrr enni.

Al loar a zéblant evel an éol sével ive er zao-éol ha cuzet er c’huz-éol. Balé ra, guir ê, mes n’en dê quet d’eus ar zao-éol d’ar c’huz-éol : an hent control a ra.

An douar o trêi a chach gantan al loar dre ar memeus direction, da lavaret ê d’eus ar c’huz-éol d’ar zao-éol, en eur feçon ma ra-y tro an douar en seïz dervez varn-uguent seïtec heur ha tri ha daou-uguent minud.

Evit compren guelloc’h ar pez a lavaran hac ive evit gout pérac e cresq hac e timinu al loar, heulliomp anei oc’h ober e zro : roït mad attantion.

Supposomp e maomp en nosvez aroc hini all loar neve. Neuze e ma-y entre an douar hac an eol ; Ne velomp quet anéi pa ê guir n’en d’ê sclerijennet nemet d’eus coste an éol ; mes e forz da vale varzu ar zao-éol, aben an noz-vez goudé e seo varn-y an éol eun tam d’eus e bord d’eus coste ar c’huz-éol ; en noz-vez goudé e veler muioc’h d’eus outi, ac evel-se beb noz.

Erfin pa zigoe d’ei bea o sevel pa ve an éol o font da guzet neuze ve ar c’hann, da lavaret-é, e ve rond evel eur billic-crampoez ; rac neuze e ma an éol leun dirazi.

En deyou goude ar c’hann e ve êt an éol da guzet pell aroc ma sao al loar ; neuze e timinu dre ar c’hoste control rac e sclérijen a deu déi ive d’eus ar c’hoste control, ha dre ma tosta d’an éol e timinu betec mont adarré da netra abalamour ma ve étré ni hac an éol evel ma meus-an lavaret.

Ne gredan quet e ve util lavaret pérac e retard al loar var dro tri c’hardeur bemdé da zével, rac pa ouzor e za d’eus ar c’huz-éol var-zu ar zao-éol e comprener penos ne gle quet sével er memeus heur evel an dervez aroc pa ê guir e d’eus baleet var-zu ar zao-eol epad eun dervez ac eun nozvez.

An dro a ra an astr-sé d’an douar a zo evel an hini a ra eman d’an éol, da lavaret ê é chach eun tam var-zu an anter-noz betec ar c’hann ; neuze e talc’h var-zu ar c’hreiz-dé betec ma tosta d’al loar nêvez ; rac remerquet o peus al loar o passeal cazi a uz o penn aroc ma ve leun, hac en e discarg o font da zével calz pelloc’h var-zu ar c’hréis-dé.

Disquel e ra deomp ar memeus costez atao ; var-zé e deveehou hac e nozvechou n’int quet evel om ré péré o d’eus lec’h en peder heur varn-uguent ar pez a vé an douar oc’h ober eun dro varn-an e-unan.

An dé eta el loar a bâd an anter d’eus ar pez a laca da ober e zro, da lavaret-ê trizec dervez uguent heur unan hac anter-cant minud, hac an noz quement-all.

Credi ran penos an donar a ro sclerijen ive d’al loar er memeus fècon evel ma ro-y déan. E blavez a zo evel om hini, pa ê guir en-em heuillomp epad ar bla en dro d’an éol.


————