Studi var an astrou/An Douar

Eus Wikimammenn
Paul Lebreton
Imprimiri J.-B. Lefournier henâ, 1848  (p. 8-12)
◄  An Eol An Douar Al Loar  ►



AN DOUAR.


————


Ar bed-ma zo ar pez a hanver eur blanéden, rond ê evel eur voul ; ober a ra e dro d’an éol en tri c’hant pemp ha tri-uguent dervez pemp heur no ha daou-uguent minut, ar pez a ra eur bla.

An hent a ra oc’h ober an dro-zé a zo unan-varn-uguent mil léo beb heur ; uguent guech buannoc’h evit eur voulet o sortial d’eus eur c’hanoill.

Euspenn an dro annuel-ze e ra eun dro varn-an e-unan, evel eur vélin, en peder heur varn-uguent, ar pez e ra eun dervez hac eun nosvez. Oc’h ober an dro-zé e ra c’hoec’h léo hanter dré vinut, ha tri c’hant pemzec ha tri-uguent léo beb heur.

Penos, a lavaro meur a hini, an douar a dro evel eur velin ? se n’ê quet guir ; neuze-ta e ve daouzec heur om fen d’an traon hac om zréit d’an ec’h ! ar resonamant-se a seblant bea just ha couscoude n’en dê quet.

Me c’houlen diganec’h peur e sonj d’êc’h e ve ho pen d’an ec’h ? epad an dé, a gredan a respontoc’h ; perac epad an dé quentoc’h evit epad an noz ? abalamour e sonj dec’h e mân an eol d’an ec’h hac an douar d’an traon. An errol-se a ampêch ac’hanoc’h da gompren penos ec’h all an douar tréï.

Mes cetu aman ar pez a zistrujo oc’h opinion. Anaout a rit gallout, madelès, caranté hor c’hrouer ; atao int bet consideret evel infinit, da lavaret-ê, eb arrêt, eb muzur abet : ar firmamant a zo ive infinit evel e grouer. Nê quet evel eun desert peguer bras benac ê en d’eus atao eur fin ; ar firmamant, da lavaret-ê, ar plaç bras gollo en pehini en d’eus Doue laquet an éol, ar steret, an douar ac al loar ne n’eus na crec’h, na traon, na costes ebet.

Ar glaz a velomp a ûz ar c’houmoul n’en dê nemet an èr a zo en dro d’an douar.

Ma teufe an douar da goéa eus e blaç eb souten abet pelloc’h, e coéfe, hac e coéfe atao eb james caout fonç abet evit en-em arrêti, rac an hent en pehini e vefe ê an infinité, eun dra a n’an eus allet den crouet abet compren.

Ar pez a anzafoc’h da viana ê ma ê gollo dindan an douar, pa ê guir e velit an eol o font da gouscat er mor pe en douar hac en eur gaout da zevel er c’hosté control en devez varlerc’h.

Cetu aman en pe feçon a ra an douar e dro bemde ac e dro annuel.

Dalc’hit eur rôd cârr en e za en eur feçon ma ruilfe varzu ar zao-eol : plaç an aël è an eol. Laquit eur voul da drei var ouarn ar rod betec ober an dro. Ar voul-ze ê an douar ; an dro a ra varn-y e-unan ê an dé hac an noz, hac an hini a ra en dro d’ar rôd ê ar bla.

Evel-se unan d’eus aëlou an douar a zo tro d’an anter-noz hac eguile d’ar c’hreis-té.

Brema e santan e c’houlennit pe sort rêzon em-eus da gredi quentoc’h ê an douar a dro élèc’h an eol, hac e lavarit ê credaploc’h e tro an eol a velit o sével er zao-eol ac o cousquet er c’huz-eol. An douar, er c’hontrol, e mezoc’h, ne santomp o trei en fêçon abet.

Da zé e respontan, pénos ê naturelloc’h trei eur poncin dirac an tân evit e rosta cof ha quein evit trei an oalet hac an tân en dro déan ; penos an douar pehini n’ê en quichen an eol nemet evel gros eur spillen e quichen eun tour a all ober eun dro en peder-heur varn-uguent ar pez n’alfe james ober an eol placet queit d’eus ouzomp ; penos pa vec’h en eur vag var ar mor e seblant dec’h guelet an tiez, ar parqueyer hac ar gouez o vale varzu ennoc’h ha c’hui couscoude ê a za d’ho c’haout eb ma n’em santit bouj. Mes pe sort comparêzon couscoudé etre eur vaguic hac ar bed-ma pehini en eus èis-mil-leo tro !

Pérac e fell d’ec’h e ve an eol, pehini ê bué hac éné, pas ebquen ar bed-ma, mes calz a re-all, penos e vanq dec’h e ve ên a ranqfe cass e domder ac e sclerijen dre oll ? e ve ên e-unan, ar brassa d’eus an astrou, a elfe bouj, hac ar re bianna pere tout o deus ezom anean a véfé stag en ho flaç ?

Ar re ne fell quet dézé e vé an douar a drofé, a ranq lacat necesseramant tout an Ee da drêi en dro deomp. Neuze an eol a ranqfe ober cant anter-cant mil leo beb minut, pe nô million beb heur pe daou c’hant c’huezec million en péder heur varn-uguent. Hac ar steret eta d’eus a bere an hini dosta a zo d’eus ouzomp daou c’hant mil guech pelloc’h evit an eol ; n’eus dén capabl da nombri an hent a ranqfent d’ober bemde en dro deomp.

Inutil ê en-em arrêti pelloc’h var eun dra quer sclêr.

Rac-se an eol ne chanch quet a blaç ; an douar a ra eun dro varn-an e-unan d’eus ar c’huz-éol var-zu ar sao-éol en peder-heur var-ugent, hac evel eur voul a ruill en eur drei, è ra c’hoas epad ar bla eun dro d’an éol.

Evit compren penos e ve an eol en miz Even huel en créis bolz ar firmamant, hac izel è miz Querdû, quémérit eur c’heill barriquen pehini a zalc’hfoc’h en e za en eur feçon ma ruilfe varzu ar zao-eol. Supposit an éol en creis ar c’heill-ze. Mar talc’hit ar c’heill sonn ha ma supposit e ra an douar e dro er feçon-zé e vefé eun hân perpetuel ; atao e vefe an éol a bic a uz om fenn. Mes lêzit léin ar c’heill da goéa eun tam varzu an anter-noz eb bouj an éol ; neuze eman ne vo a bic nemet varzu d’an traon. Var-zé pa vo rentet an douar d’an traon e vo an hân, ha pa vo d’an ec’h ar goan, rac dre ma pign e costéch d’eus an éol.

An douar en eus en dro dezan pemp leo varn-ugent tro ront eur c’houch êr pehini a zo necesser d’an dud ha d’an anevalet evit beva ; d’eus an êr-ze e chachomp ennomp continuellamant.

Pignat a ellomp éta bétec pemp leo varn-uguent a uz an douar : huelloc’h e ranqfemp étouffi.

An douar en eus bétec fin ar c’houch êr-ze eur buissanç a attraction da lavaret-è eur gallout da chach varzu ennan. Rac-se ar pez e véfé laquet en êr n’eus caz en pe tû d’an douar a gouezfé var an douar.

Dre an anaoudeguez-ma e êz compren penos ma ve allet toulla an douar part-ha-part, hac e c’hessafe unan bénac disquen en toul-ze ne zisquenfe nemet hetec an hanter, rac ma felfé déan continui e hent e ranqfe neuze lacat e benn e plaç e dreit, rac pignat var an douar en tû-all e rêfé.

Evel ive ma coézfe unan bénac en toul-zé e chomfé e calon an douar evel var neun, rac êruet er c’hréis e c’hoarvezfé gantan evel gant eur vaz a dolit var e fenn en fonç eur rivier ; disquen e ra eun tam hervez an nerz o peus laquet d’e anfonci, mes ractal e teu var c’houré an douar.

Ar c’hréis e véfé evit-an fonç an toul evit an eil costé hac éguilé.

An douar éta a zo dalc’het en êr, en créis eun espes vapeur a bemp varn-uguent leo teoder. Er mes a c’hané n’allomp quet beva en defot a êr.