Studi var an astrou/Ar Gomettennou

Eus Wikimammenn
Paul Lebreton
Imprimiri J.-B. Lefournier henâ, 1848  (p. 24-26)



AR GOMETTENNOU.


————


Ar gomettennou ê ar pez a hanver communamant steret lostec abalamour d’al lost a sclerijen a lezont var ho lerc’h.

Gueach-all apparicion ar gomettennou a roe aon ha spouron d’ar bobl pere a vélé enne eur sinn d’eus a eur malheur bras bénac. Muioc’h a nec’h a roent evit an éclipçou d’eus a bere e comzin souden. Mes brema e commançomp en-em habitui d’eus o apparicion, ha ma rer câz d’eus oute n’è nemet abalamour ma int râl ha curius da velet.

N’en-em accorder quet c’hoas mad var ar matier a bretanter a gompos lost ar stéret-se. Sonjal a rer couscoude e occasionnet gant sclérijen an éol var an doûr, pe ar vapeur a zo en dro d’ar stéréden, en coumoul.

Ar pez so sûr e veler ar stéret treuch-trẻ dré al lost-sé.

Ar gomettennou a ra eun hent ha nè quet en fêcon abet henvel d’eus hini ar blanédennou. Ho zroyou a zo striç hac hir, hac ho directionou n’int quet régulier : lod a c’ha var-zu ar zao-éol ; lod var-zu ar c’hréisdé ; lod var-zu ar c’huz-éol ha lod var-zu an anter-noz.

Evit compren an dro a réont, quémérit eur ficellen hir eun nebeut ; scoulmit an eil penn d’eus éguilé ; neuzé formit gant-y eur c’heill pehini a bosfoc’h var an douar pe var eun doll ; chachit var beb coste evit renta ar c’heill-zé hir ha moan, hac ho po neuzé eur model d’eus hent eur gometten, en eur supposi an éol en diabars unan d’eus ar pennou striz.

Ar re d’eus ar stéret lostec ac’ha var-zu ar c’huz-éol hac ar c’hréisdé ne chomont quet pell visibl. Dre ma n’allomp o guelet nemet en noz ha ma vent tost d’an éol e c’héont prest da gouscat goude an astr-ma.

Er poent-sé ma chom eun nebeut an amzer goloet ec’h all eur gometten tremen eb bea apercevet ; ével-se ive e zo poan o quemer merq d’eus apparicion beb hini evit anaout termen e zro.

An hini a zo bet ar guella studiet ê unan apparicet er blavez pevarzec-cant c’hoec’h hac anter cant, er blavez pemzec-cant unan ha trêgont e voe guélet adarre ; goudé en c’hoézec cant seiz, hac en c’hoèzec cant daou ha pêvar uguent ; anfin diou vech-all ê bet guélet abaoue. D’eus ar blavechou hanvet aman e véler e laca pemzec vla ha tri-uguent d’ober e zro.

En amzer bresant e rapporter penos er blavez daouzec cant pêvar ha tri-uguent ec’h apparissas eur gometten d’eus ar gaëra, cazi d’eus vent al loar, hac unan henvel d’eus outi er blavez pemzec cant c’hoec’h ac anter-cant, da lavaret ê daou c’hant daouzec vla ha pêvar-uguent goudé. Ma ê ar memeus hini e voa, e tigoé dei distréi adarre er blavez-ma (trivac’h cant eiz-ha-daou-uguent).

Eur bla a zaou-c’hant daouzec vla ha pêvar-uguent a zo en conscianç re hir. An hent euzus a ra ar stéréden-zé evel meur a hini-all d’eus ê sort a ra din sonjal ec’h éont da glasq an hân digant meur a éol an eil goude éguilé.

Bea zeus ive ac a zo primoc’h, pe evit lavaret guelloc’h, o d’eus eun hent berroc’h da ober ; dre exempl, an hini a voe remerquet en mil eiz cant daou varn-uguent hac en mil eiz cant pemp varn-uguent. N’er guelet nemet gant an télescop.

An amzer en pâd pehini ar stéret lostec a chom visibl a zo, evel ma m’eus-an lavaret, ber alies : ar re a zo chomet an hirra n’int bet nemet c’houec’h miz.


————