Studi var an astrou/An Eclipsou

Eus Wikimammenn
Paul Lebreton
Imprimiri J.-B. Lefournier henâ, 1848  (p. 26-27)



AN ECLIPSOU.


————


Eun astr a zo éclipset évidomp pa drémen unan all étré ên hac an douar.

Eclips éol zo pa dremen al loar étré ên hac an douar, mes evel ma ê brassoc’h an éol evit al loar, pa ve ar muia cuzet e velomp eur c’heill a sclérijen ; couscoude e teu tefal hac an amzer a fresca. An éclips-se a véler guelloc’h dre eun tam gouër duet, evit gant al lagat noaz.

Eclips loar é ve pa zigoé d’an douar béa crac étré-y ac an éol. Se a zo èz da gompren, pa ê guir al loar ne d’eus sclérijen abet nemet an hini a d’eus digant astr an dé pehini a zco neuzé var an douar en tû control.

An éclipsou a zo antierlodenniec ; er c’haz diveza-ma n’en-em gav cuzet nemet eul loden d’eus an astr.

Alies n’int vizibl nemet evit certen broyo.

An armanagou a anonç en avanç an dé hac an heur d’eus an éclipsou ac an amzer ma cléont padout. Gant quement a scurpul ec’h annonçont ar re invizibl evel ar re vizibl.


————