Mont d’an endalc’had

Son kinniget d’an otro Vallée

Eus Wikimammenn
Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 187-188)



Son
Kinniget d’an Otro VALLÉE
'Vit Gouel e Gador
Ar 7 a Viz C’houevrer 1912
————



Pa n’hallan a vouez uhel,
Lavaret d’ac’h hirie,
En hano hon Breiz-Izel,
Bennoz ha trugare,
 
Eun dudi eo evidon,
Gant skoazel ma zelen,
Kinnig d’ac’h, a greiz kalon,
Ma gwellan gourc’hemenn.
 
Siouaz ! gwan eo ma mouezig,
Dister eo ma c’homjou,
Gant telen moug ar goulmig
Ne drid ket ar c’hoajou.
 
Plijet rei d’ê, koulskoude,
Eun degemer gwirion ;
Karget int a drugare
Ha deut eus ar galon.
 
Mes komjou, en gwirione,
Petra int nemet roz,
C’houez vat gante d’ar beure
Ha goenvet ’rôk an noz ?


Ar veulodi, ar c’homjou,
’Vel avel a dremen,
N’eus nemet an oberou
Hag a chom da viken.
 
War ho skouer ken kalonek,
Labourat evit Breiz,
Derc’hel stard d’hon brezonek,
D’hon giziou fur ha reiz,
 
Chom dîn betek ar maro
Eus gouen kaer ar C’helted
Ken kanet en ho kwerzio,
’N ho skridou ken meulet ;

Setu aze, a gredan,
Eur gador deread
Da ginnig c’hoaz, en de-man,
D’ho karante breizad.
 
N’eo ket red d’in komz ive
Eus Kroaz ar Vretoned,
’N hon bro perlezen a fe,
Derven sonn ha kalet.
 
He frouez breizek ha kristen,
’Zo, hep mar, d’he c’hrouer,
Kalonekan gourc’hemenn
’Vit eun ober ken kaer.
 
Ha tra vo koun en hon bro
Eus ar « Groazig » karet,
Gant karante, e hano
Vo enni « kadoret » !