Stouet dirag ar be ’lec’h ma kousk Lizaïg,
Eur vouez a lavar d’in : « Kemer da delennig. »
Da ganan en enor d’ar baourez kalonek
Eur zon a drugare, eur zonig vrezonek.
He memor a oa leun eus ar marvailhou koz,
A gonter c’hoaz en Breiz ’tal an oaled bemnoz.
Taoliou kri an Ankou hag e falc’h treitourez,
A oa anavet holl gant Liz, ar gonterez.
Mes eun devez, siouaz, Lizaïg goz, d’he zro,
A nijas evit mat da vro he marvailho.
Aman, mar kousk he c’horf war lez ar mor divent,
Hec’h ine ’zo, hep mar, dihun e bro ar zent.
Gant Marc’harit Fulup, ’tal Sent koz an Arvor,
Doue da Liz Bellek ’n oa miret eur gador.
Ha, pa davo telen Marc’heit, ar ganerez,
’Vo goulet eur marvailh gant Liz, ar gonterez.
— Barzez ar marvailhou, o Lizaïg karet,
Dirak ho pe hirie Breiz-Izel zo stouet,
Trugare d’ar Breizad, ar barz a galon aour, [1]
An eus miret envor eus ar gonterez paour !
War e c’her, Barzed Breiz a zo deut, niverus,
Da zigas war ho pe bleuniou karantezus.
Bleuniou fresk ha dispar, bleuniou karget a c’hliz,
Diwanet evidoc’h e kalon ar Vreiziz.
Da greski ar boked, digemeret ive
Eur bodig brug melen a veneiou Kerne.
Ma bleuennig dister eo bleuen an Arvor,
Bleuen ar garante ha bleuen an envor ;
He c’hutuilhet am eus war gerden ma zelen,
He c’hinnig a ran d’ac’h war askell eur beden.
|