Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol3/Rann 28

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 85-87)


Treiza eus an Iberi da enezennou ar Staen.


War an dreizadenn, e tommas kalon ar penverdead ouz kened Alaba. Ker bras ez oa he c’hened m’edo sklerijennet ganti evel gand eun eteo-pin war dan an toull tenval ma ’z edo, e serr ar sklaved all, e strad al lestr. Ar garantez-se a dalvezas, da genta, da Alaba eun nebeut habasteriou. Disrannet e voe diouz ar sklaved all ha roet dezi gand ar penverdead eur c’hornig kled war c’horre al lestr, tost d’al lec’h m’en em zalc’he e-unan. Eno e c’halle gwelout an heol en deiz, analat an aer distan en noz, ha beza sioul e peb amzer.

Heb-dale, avat, taget ma ’z oa gant ar c’hoant en doa d’ezi, e teraouas ar penverdead ober gwall-ardou war he zro, o klask he zouella dre gomzou flour ha likaouerez [1]. Enebi a reas ar plac’h yaouank ouz al likaouerez ha ne eilgerias ket ar c’homzou. Ne ziskouezas ket zoken o c’hlevout. M’az pije lavaret ez oa aet bouzar, mut, dall ha digizidik.

Bet dizarbennet er c’hiz-se, e klaskas ar penverdead mont d’ezi dre nerz. Hogen en abadenn-man e tiskouezas an hini a rae anezi an daou gadour-doue an alarc’h gwenn he doa, diouz red, ouspenn gwennded ha kened an alarc’h, ar gadarnded hag an nerz gouez anezan [2]. Leun he c’halon a gounnar ouz an den a venne he gwalla, en em zifennas outan taer ha garo. Krabisat ha danta anezan a reas. E fri a drouc’has outan gant he dent hag e vennas tarza d’ezan e zaoulagad gant he bizied. Kregi a-dro-vriad ennan a eure, e zouara hag e vrevi a daoliou. A daoliou dourn hag a daoliou treid ez eas d'ezan gant kement a nerz ma krede d’ar paotr edo o vont da derri kement askourn a oa en e gorf. Ne voe ket ar moraer evit trec’hi warni. Mez a oa gantan gervel e verdeïdi d’e skoazell. Hag aon, ma kendalc’hje da c’houren outi, rak beza lazet pe, ma risklje hen e-unan da vont e gouez, rak dont d’he gloaza. Gant-se he lezel war al lec’h a reas.

C’houitet warnan gant al lavar loavus hag an nerz, e trôas ouz ar c’horvigell. Meska a eure gand ar boued a rôed d’ar plac’h yaouank al louzaouennou moredus-se a guntuilher en e vro war glann stêr Nabar ha stêr Tamuda [3]. Hogen, pa zeuas daved ar plac’h kousket, e welas n’oa ket hec’h-unan. War ar skaon, e-harz ar gwele-fled ma c’hourveze, edo eur paotr yaouank hag hen henvel-beo outi dre neuz e zremm, e vent, e gened, e sked. Ha kel lïes gwech ma klaske ar moraer denesaat, e veze harzet gant an den yaouank. Rankout a reas dont en e dro hep gallout kregi e zourn en Alaba, ha ne guiteas ket an den yaouank troad ar gwele ken na voe-hi peur-zivorfilet. Steuzia a eure neuze hep ma ouie den penaos e oa deut, penaos ez oa aet, na piou ez oa. Ma teue gant tud al lestr martezeou e-leiz diwar e benn [4].

Diwar-se ne deurvezas Alaba degemerout tra ebet ken digant tud al lestr. Ma savas aon er penverdead na varvje gand an naon oc’h ober d’ezan koll ar yalc’had ez oa en gortoz kaout eus ar werzigigez anezi. Hogen n’oa ket a lec’h d’an aon-ze. Ne dae tamm ar plac’h yaouank war zisheria. D’ezi he neuz sart, e vane yac’h ha krenv bepred. Miret he doa warni, kuzet dindan he zoneg etre he diou-vronn, an aval he doa bet digand Esus. Bemdez, kent ar goulou-deiz, e tebre an hanter eus an aval. A-walc’h ez oa d’he maga ken antronoz. Hag antronoz-veure e kave an aval en e bez.


  1. Poblou hanternoz an Europ, yenoc’h a wad eget Kreisteiziz, o deus hed an amzer disprizet ar re-man en abeg d’o likentez. Segobranos, eur gwir-Hanternoziad ha ma ’z eo, a zo e venoz e-kenver Kreizdouaregiz holl-gwitibunan henvel ouz hini ar C’hresianed e-kenver an Aziaded : eus pep Reterad e ra ar C’hresianed eur pathenopipas « lorbour merc’hed ». Sellot Adolf Reinach, Hellénisation du monde antique, pp. 39-43. Kenveria V. Bérard, les Phéniciens et les Poèmes homériques, 1899, pp. 48-51 (tennet diwar ar Revue de l’Hist. des Religions). Arabad digemma betek re, evid an temz-spered, etre Hanternoziz ha Kreisteiziz, evel m’o deus graet kalz a skrivanierien europad a eil pe a drede renk, romantourien peurliesa. N’eo ket reiz lakaat ar c’hlanded-natur da berz-mat Hanternoziz nemet sellet e ve hepken ouz ar pep gwellaeta diwar ar ouenn homo nordicus. Hogen ne denn d’ar ouenn-ze nemed eun darn hepmuiken eus an dud anezo poblou an Hanternoz. Ar peb-all a ziskenn, evid eul lod, eus an hemolc’herien greizdouaregad (homo mediterraneus) o deus diwar ar marevez aziliad, goude steuziet ar skournredennou meur, savet en hanternoz an Europ ha gouennet eno. Evid al lod-all e tiskennont eus ar ouenn alpad (homo alpinus) a zo bet ar brasa astenn anezi en Europ da nevez-amzervez ar maen. D’ar ouenn greizdouaregad e teu peurliesa Iwerzoniz ha Breiz-Veuriz. Evit Gallaoued an Hanternoz, Hollandiz, Danmarkiz, Alamagniz, diwar ar ouenn alpad ez int, glanoc’h pe vesketoc’h. Lenn Boule, Hommes fossiles, eil mouladur, pp. 320-54 : Des hommes fossiles aux hommes actuels ; Ripley, Races of Europe, pp. 103-245, 281-334.
  2. An alarc’h a zo anezan eun evn ker gouez ha ma ’z eo krenv ha kadarn, Lacroix-Danliard, la Plume des Oiseaux, Paris, 1891, p. 223. Kenveria E. Perrier, la Vie des Animaux illustrée : les Oiseaux gant Salmon, II, pp. 327-8.
  3. Diou stêr er vro anvet diwezatoc’h gand ar Romaned Mauretania Tingitana, (ar Marok breman, Klepert-Ernault, Manuel de Géogr. anc. Paris, 1887, p. 132). Diwar-benn an anoiou anezo sellout ouz Philippon, les Ibères, p. 50-52.
  4. Ne lavar ket Segobranos piou ez oa ar paotr yaouank-se, hogen, p’en deus dezrevellet el levr II eun hevelep danevell, e c’heller lakaat ez oa-hen Kantamos, tad Alaba. Kenveria S. Reinach, Orpheus trede mouladur, 1909, p. 94.