Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol3/Rann 27

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 81-85)


Klask an avalou-aour hag ober al lez da Alaba.


Re-hir e ve spisa aman labouriou, emgannou ha kuriou Esus ha Kernunnos a-hed ar bloavez a dremenjont e gwazoniez Medua. Dont a ray ganen, avat, an drôad a rejont, war c’houlenn ar rouanez, da enezenn an avalenned hag ar mein aour a zo e mor ar mervent. Neuttika [1] a ra eus an enezenn-ze Kelted Iberia.

E kerz Morkos [2], roue Libustosa, eo ez oa. Enni eun eienenn, seiz avalenn en-dro d’ezi. Bepred glas ha karget a frouez ar seiz avalenn. Brud a oa ne ouije ken na klenvel na mervel neb a danvaje an avalou diouto. Den avat n’en doa tizet hen ober. Rak kement-hini a oa bet en enezenn o doa ranket lezel eno o buhez hag o relegou. Diwallet ez oa ar seiz gwezenn gand eun naer vras, d’ezi da neiz an andon end-eeun. Ouspenn, peb-unan eus pevar-ugent mab ar roue a zeue d’e dro d’ober ged war an enezenn a-hed bloaz, hag int brezelourien ar gwella. Bez’ oa anezo paotred krenv, gwevn ha her, mailh war embreger armou, en em ganna, stigna gwidreou-brezel.

Nep krouadur en enezenn estr eged an daou-ze, ar gedour ha naer an andon. Diwar gig ar gevr gouez o redek war rec’hier ha meneziou e kreiz an enezenn eo e vevent. Er meneziou-ze edo ar mein aour. Leun anezo an holl ganiennou ha traoniennou, golôet ganto an tarroziou beteg al lein.

Esus ha Kernunnos a dreuzas ar mor e bagig aour ar rouanez hag a ziskennas en enezenn. Ha skei Esus eeun war-du an eienenn ha dont kerkent an naer er-maez eus he zoull. Laouen-holl edo houman pa gave d’ezi ez aje ganti bremaïk ar brezelour yaouank divarv a wele o nesaat, hag ivez e geneil, d’eur meuz kig drailhet ha gwad ma raje eur c’horfad diwarnan. En em zila a rae dre greiz geot, dre douez mein hag uloc’h evel eur bir divent, eur spont e welout. Ha hi sailha gand ar paotr yaouank d’e vouga ha d’e vrevi, kig hag eskern, e gweadou e gorf euzik. Esus avat, gand e gleze mat, a lazas an naer. Kernunnos, a rae ged, a welas o tont d’ezan ez noaz-pilh hag armet-mat mab roue Libustosa. Mont war arbenn d’ezan a eure, e laza ha trouc’ha outan e benn.

En deiz-se, e tebras Esus ha Kernunnos o gwalc’h a avalou. Kent kimiadi e kuntuilhjont peb a aval a voe lakaet ganto en o gouriz. Hag i kemerout douar-pri ha stumma tri aval henvel ouz ar re a oa a-ispilh er gwez. Dre nerz o drouiziez hag o doueegez e rojont d’ezo neuz, kaleter ha saour an avalou gwirion. Ar fals-avalou-ze eo a rojont da Vedua. Evid an aval en doa kuntuilhet ha laket en e c’houriz Esus her rôas dre guz da Alaba [3]. Ha piou ’oa Alaba ? Eur plac’h yaouank, kaer evel eur c’haer a alarc’h gwenn, ha hi ar verc’h he doa bet Medua eus hec’h unanidigez gand an hini a ra ar Gelted Kantamos anezan hag an Ibered Kandamos [4]. En em glevout mat a raent, ar plac’h yaouank hag an daou vrezeliad eus douar an doueed. Ma rene etrezo o zri kenfizians ha kengarantez. Hag e rae an daou gadour stad vras eus ar plac’h yaouank, dre n’oa tamm drougiez enni ; glan ez oa evel ar beure ; kunv ha karadek he c’halon evel kalon ar gudon, eeun ha kadarn hec’h ene evel eur c’hleze. D’ezi, eta, e kinnigas Esus an aval ha hen degemerout eus dourn Esus a eure Alaba. Hogen, o klevout he mamm o tont, e kuzas an aval en hec’h askre etre he diouvronn.

War-ze, e teuas Morkos e Medubriga da glemm war an dismegans a oa bet graet d’ezan ha goulenn taer pe varo ar vuntrerien pe eur bounner a zic’haouenn evit muntr e vab hag e vatez, naer an andon. En ti-meur e welas Alaba hag e voe entanet e galon ouz ar gened anezi. Ehan ebet diwar se n’he doe ken ar plac'h yaouank, p'edo dalc’hmat evel eun heizez taget gand an hemolc’her ; ne vern pe lec’h bennak ez ae e veze ar roue war he lerc’h evel eun taro warlerc’h eun ounner. Ha n’oa evid Alaba na minihi na gwarez da c’hortoz digant he mamm. Rak houman a gare an daou vrezelour eus ar mor-Bras, c’hoant d’ezi, pa zeuje ar mare, d’en em unani ganto da gaout diwarno mibien. Gant-se e kouezas war-dreuz d’ezi an emgleo hag ar gengarantez a wele o ren etrezo hag he merc’h, hag e vennas pellaat Alaba diouz he lez. Lavarout a eure da roue Libustosa rei d’ezan he merc’h. Ha ne voe harz ebet ken da zivergontiz ar roue.

Eur beurevez m’edo Esus o tanva heol hag aer vat ouz toull unan eus dorojou an ti-meur, e welas ar roue gand Alaba. Edo ar roue o paouez enka ar plac’h yaouank en eur c’hognad etre moger an ti-meur hag eur c’hrignol c’hreun harp outan [5]. Esus e welas o steki e zourn ouz divronn Alaba, kaer he doa ar plac’h yaouank enebi ha stourm. Mont a eure daveto. E zourn a lakeas war skoaz ar roue. Ker pounner oa an dourn-ze ha bolz an nenv. Ma na voe ket ar roue evit herzel ouz e bouez ha ma kouezas war e zaoulin.

« Va den, eme Esus, lez da vont ar plac’h-se ».

Aet e gouez dre m’oa bet skôet d’an douar ken aes-se dirag ar plac’h a gare, ar roue a zic’houinas e c’hougleze hag a skôas eun taol gand Esus. Heman e lezas neuze da sevel en e sav. Tenna o c’hlezeier a rejont ha setu, dirag Alaba hag e sell eus he gounit, eun taer a emgann etre an daou vrezelour. Trec'het e voe ar roue. Gloazet d’ar maro, e kouezas, ha kent na voe e skoaz stok d’an douar e trouc’has Esus e benn outan. Neuze o c’horren ar penn her c’hinnigas da Alaba en eur lavarout :

« Plac'h, ha diouz da c’hoant eman-hen breman ?

— Gwell evel-se eged ergentaouïk ! » emezi en eur vousc’hoarzin.

Medua a welas penn Morkos skourret e-tal penn e vab ha hini an naer ouz ar c’hlastenenn e toull-dor ar c’hrenvlec’h. Hag he mevelien o tiskuilha d’ezi an emgann taer a oa bet etre Esus ha Morkos dirag he merc’h hag e sell anezi. Ne zeuas gand ar rouanez nep kroz ouz Esus, hogen a-ziwar an deiz-se n’he devoe Alaba komz ebet, sell ebet digant he mamm. Houman a glaske an tu d’en em zizober diouti.

Ha setu petra a ijinas. Kelig-an-hanv ez oa hag e nesae ar pred ma tremenje strollad-listri bras Gadira o c’houelia etrezeg enezennou ar Gwalarn [6]. Ar rouanez a gasas Esus ha Kernunnos da benn reterel an Iberi. Da gevridi e rôas d’ezo paka Argantokoxa, an heizez wenn he c’harnou arc’hant [7] a laka nep he fak da berc’henn war an tenzoriou diniver e kuz e keviou menez Purena. Eun dra aes n’oa ket tizout ha paka an heizez-se, gant buanoc’h e rede eged avel skanv an nevez-amzer, ha d’ezi nerz ha meiz eun doueez. Hag, ez gwir, eun doueez ez oa hi, merc’h Segomo ha Litavis [8] hag evid evezia tenzoriou he mamm eo, diouz m’eman ar brud, ez oa aet da heizez. Kernunnos, dre vont e karo, a dizas he faka. Nemet n’eman ket d’in aman dezrevell an danevell-se. Setu, eta, Esus ha Kernunnos aet en o hent. N’oant ket evit mirout d’hen ober, liammet ma ’z oant dre o le. Damc’houde, sed o tegouezout strollad-listri Gadira. Ha penn ar verdeïdi o tont da saludi ar rouanez. Ha Medua o rei d’ezan he merc’h, war ar gourc’hemenn m’he c’hasje ar pella m’hallje en tu-hont d’ar mor. Eur wech degouezet e penn e hent, en em zizober diouti, pe dre he laza, pe dre he gwerza [9]. Ar penverdead a yeas en e raog, Alaba gantan.


  1. An hen-iwerzoneg noitech « brudet » a zalc’h lec’h eur furm hen-geltiek *neuttiko-, Tourneur, Musée belge, 1902, p. 12, n. 6.
  2. Morkos a hanval beza eun ano illiriek ha neket eun ano iberiek, Philippon, les Ibères, p. 190.
  3. Philippon, les Ibères, pp. 8, 9, 93, 191. Kenveria an hen-alamaneg elbiz « alarc’h ». War ar merc’hed-elerc’h gand an hen-boblou ariek, Gresianed, Kelted, Germaned, sellout Rev. arch. 1901, II, pp. 45-50.
  4. Philippon, op. citato, pp. 191, 206-7, 212. Kenveria an doue Candidus a gerz a-gevret gant Borvo-Apollo war daolenn arem Entrains, anezan moarvat, netra ken nemed an alarc’h, candidus ales. Déchelette, Manuel, II, kenta kevrenn (âge du bronze), p. 450-1.
  5. Déchelette, Manuel, II, kenta kevrenn, p. 350.
  6. Déchelette, Manuel, II, kenta kevrenn, p. 27.
  7. Argantokoxa a dalv « an hini a zo ganti divesker pe treid arc’hant », hen-iwerzoneg coss « troad », kembraeg coes « garr ». Argantokoxos a zo ano eur c’haledoniad brudet (Dion Kassios, 76, 16).
  8. Litavis a hanval beza bet e Galia unan eus anoiou doueez-veur an Douar, Rev. des ét. anc. 1915, pp. 60-2.
  9. An taol graet aman gant Medua a zo diouz reiz an hen-boblou arian. E-touez an holl boblou-ze ez oa e gwir ar gerent en em zizober diouz o bugale, pe dre o laza pe dre o gwerza, D’Arbois, Etudes sur le Droit celtique, I, pp. 242-53.