Sketla Segobrani vol3/Rann 26

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 69-81)




Donedigez Esus ha Kernunnos [1].


Ar pez a lakeas termen da renerez Medua e voe donedigez Esus ha Kernunnos, an daou glezeiad rak-kerzer, an daou gadour diaraoger da vagad an doueed. Eus kompezenn Argantomagos [2] e teujont a-dreuz d’ar mor-Bras, hag e touarjont war aod ar bed. E ti Mongatios [3], roue Argantomagos, eo ez oa bet savet Esus. Ha setu aman an taol-kaer a reas el lec’h-se p’edo en e bempet bloaz : rei lamm da daro an doue Medros [4]. Sevel an taro etre e zivrec’h a eure hag e skei a-c’houen e gein d’an douar, hag e zerc’hel eno difinv hag o vleja. En abeg d’an taol-ze e voe lesanvet gand an doueed Nertomaros (nerzveur) [5]. Pa voe deut d’e driouec’h vloaz ez eas en e raog gant Kernunnos. En em lestra a rejont war vag Mongatios [6] ha treiza leurenn dreuzwelus atao lusk-dilusk ar mor en eneb da red an heol. Hag i mont war-eeun bepred war-du ar Sav-heol, ken na weljont en o sav dirak staon o bag tornaodou bras ha hir draezennou Roudon.

Hep beza merzet ne voe ket an donedigez anezo. Klevet ma voe gand ar vageerien c’hlac’harus [7] eus mor ar C’hornog, an Draganed du o dilhad kanv [8], eur c’han galloudek a c’hournije, henvel ouz eun evn e ziouaskell arem, a-zioc'h mouead-eon an tonnou. Gwelout a rejont o vont ebiou ar vag skedus kouevr-holl [9]. Redek eeun-tenn a rae-hi evel eur saez war c’horre ar mor hep ma vije na dour nag avel evit he horella hag he zrei a-ziwar he roudenn. Er bourz anezi roenvour na loman ebet, nemet, en he c’hreiz, an daou gadour diflnv en o sav ouz penn o mirc’hien gwenn. Dre ma roge ar vag an tonnou-mor e save ar c’han-ze a oa klevet gand an Draganed, rag enni peb astell-kouevr, peb azen-lestr, peb ibil-arem a zaskrene hag a gane. Gant kan ha sked ar vag, ar red anezi ken herrek, gant ment dreist-ment-den, gand armou bras-marzus ha neuz taer an daou zoue warni edo an Draganed boemet-holl. Hag i, distrôet ganto o sellou diouz ar vag, o levia da bellaat diouti. Roenvat a nerz brec’h a rejont, ha tec’hout da guzat o spouron e-kreiz engroez kas-digas ar c’hezeg-mor [10].

An daou zoue a zouaras war eun hir-riblennad a draez gwenn, lufrennaouet-holl gant tammouïgou maen-skant ha gwer-kregin, kof-arc’hant peskedigou maro ha rodelladou bezin-tonn. N’oa gour war an hir-draez-se. Er vro nesa, enni geot uhel ha stank, strouez ha gwez deliaouet koant, ne weled na park, na moged, na logell ; ne gleved na buoc’h, na ki, na den. Trouz ebet ne zeue da ziskouarn an daou veajour-doue nemet taranadou ar c’hoummou bras a-hed an aod, garm an oriaved ha yud ar reuniged oc’h en em stleja e-kreiz ar geot e disheol ar brouskoadou.

O pellaat diouz e geneil ez eas Esus daved eur berniad bezin lufr. O dispenn a eure gant beg e c’hoaf, hag hen o tizoloï eur paotrig a oa en e buch e kuz dindano. Edo ar paotrig-se o c’hoari war an tevenn p’en doa klevet kan ar vag-kouevr. Ar vag end-eeun en doa gwelet o sevel evel eun heol en dremwel. Sebezet-holl, aon d’ezan na vije paket pe lazet gand ar vageïdi, ez oa aet ar paotrig da guzat e-touez ar bezin.

Pa welas ez oa dizolôet ne glaskas ket tec’hout. Dibucha a eure ha sellout ouz ar c’hadour ez-eeun en e zremm hep divergontiz na saouzan. Eur c’haer a baotrig ez oa-hen, gwevn ha krenv daoust d’e oad tener. En e benn bleo stank rodellek, gell al liou anezo en e gern, hogen, en e choug hag en e gerc’henn, sked koantik an aour gant blenchou pep rodellad. Ma raent evel eun dro-c’houzoug d’ar paotrig. Gwenn ha kaer an dremm anezan evel hini eur baotrezenn. En e zaoulagad glas-du e welas Esus o para ar seiz luc’h a weler e daoulagad bugale an dud nevet (nemeti) [11] : luc’h-glanded, luc’h-kadarnded, luc’h-haelded, luc’h-eeunded, luc’h-gwirionded, luc’h-uhelded, luc’h-karantez.

Diwar ar c’henta sellad e karas Esus ar paotrig-se ha, diouz e du, ar paotrig n’en devoe aon ebet rag ar c’hadour bras ha kaer, e vantell hir, a oa dirazan, gwerniet gantan e c’hoaf meur. E berr-gomzou ha digren e vouez, e c’houlennas ar paotrig digantan erbedi e vuhez.

« N’az pez ket aon, paotrig, eme Esus. N’omp ket deut er vro-man d’ober brezel da baotredigou koant eveldout. »

« Pe ano out, va faotrig ? eme Esus.

— Donnotarvos, mab Donnotarvos, eme ar bugel ; ha rouanez ar vro-man eo va mamm.

— Mab eur mignon out, ha mignon da-unan, eme Esus. Ac’hanta va faotr, eme Esus, eur vad a c’houlennin diganez : hor c’has hon-daou daved da vamm, me ha va c’heneil a welez ahont. »

Dilavar e vanas ar paotrig.

« Ha ne deurvezez ket hen ober, va faotr ? eme Esus.

— N’eo ket mat ar pred-man d’an divroïdi da dreuzi ar parkeier hag ar vro, eme ar paotrig. Eman ar medi en e verva.

— Petra vern d’eomp, va faotr ? eme Esus.

— Ha graet ganez da venoz koll feteiz da benn ha da vuhez ? eme ar paotrig. Ha da geneil, hag a-euntu eman ganez war ze ? Hag an daou varc’h gwenn kaer a welan ahont, poanius e vefe d’in gwelout o laza hag o dispenn.

— Arabad en em jala gant se, va faotrig, eme Esus.

— Eo ! en em jala a ran, eme ar bugel. Mab ar rouanez ez oun-me. Ar c’henta em eus ho kwelet, ar c’henta em eus komzet ouzoc’h en aod-man. Va ostizidi a ran ganeoc’h, ha ken na zeufec’h da veza ostizidi va mamm, eur saotr e vefe d’am ano ma kouezfe warnoc’h an distera droug.

— Ha n’hellez ket hor gwarezi ? eme Esus. Ha ken taer-se eo medelerien da vro ?

— Ar boaz a anavezez, eme ar paotrig, ha n’out ket hep gouzout petra a c’houlenn Mammou an douar en eskemm d’an eostou a zaskoront. Mar doc’h gwelet ha kemeret gand an eosterien, den er bed n’oufe ho savetei. Ha me va-unan, ma tegouezfe d’in beza gwelet ha kemeret, ha beza ez oun-me mab o rouanez, e vefen lazet ganto [12]. Ha mar demoun aman, eme ar paotrig, hep gouzout d’am zad-mager eo hag en eneb d’e zifenn, dre ma tec’his diouz ar gêr, diouz ar c’hloz m’oan bet serret a-benn keit ha ma padje an eost. Skuiz ez oan, avat, o veza serret ; gwelout ar mor, redek ha c’hoari en aod a vennen ober.

— Petra ’ta, hervezout, a dleomp-ni ober ? » eme Esus.

Prederiet e vanans ar bugel eur pennadig. Ha goude, oc’h astenn e zourn war-du ar rec’hier uhel o vevenni an traez er gwalarn :

« Er rec’hier-hont, emezan, ez anavezan eur c’heo doun na sav ket ar mor tre en e ziabarz. Ho tegas a rin di, d’eoc’h da chom ennan e surentez ken na vo peurc’hraet ar medi.

— Ma, eme Esus, evel a leverez a raimp. »

Ar paotrig ouz e ambroug ez eas daved Kernunnos, hag int o-zri da ober hent etrezeg ar rec’hier ha mont-tre er c’heo. Eur c’heo ec’hon ha doun ez oa-hen, leuriet a draez tano ha sec’h-mat, ha roudennet lec’h-ha-lec’h ar muriou anezan a wazennou lïesliou, gwenn, ruz, melen ha gwer.

« Eur c’haer a geo eo heman, erne ar paotrig, hag ennan e viot e surentez ho-taou gant ho taou varc’h, rak den nepred ne da e-barz. Na kennebeut-all ar mor, ne sav ennan en e zoun, nemet reverzi a ve pe wall-amzer er goanv.

« Breman, eme ar paotrig, ez an da gerc’hat boued d’eoc’h ha d’ho mirc’hien.

— Na da ket d’en em stroba ganeomp, va faotrig, eme Esus. Pa vezo tre war ar mor e pesketaïmp er poullou-dour, ha kregina er rec’hier ; hag, ouspenn, boas eo hon daou varc’h kerkouls ha ni da zibri ne vern pe voued [13].

— Evit kement-se, avat, ne reot ket, eme ar paotrig. Mar dit er-maez eus ar c’heo, d’an dazre, da besketa ha da gregina, e tegouezfe a-walc’h moarvat e vefec’h gwelet gant den pe zen a-ziwar an tornaod pe an tevenn ahont. Eun taol hennez hag a dennfe d’ho maro ! Chomit aman hep mont er-maez. Dindan tri deiz e vo peurvedet an eost er maeziou en-dro da gêr. Me hoc’h ambrougo neuze davet va mamm. »

Hag hen kuit. Dont a reas en-dro o tegas gantan bara, kig, eur c’hornad bïer hag eur sac’hadig kerc’h d’an daou loen. « Diou wech bemdez, emezan, e tegasin d’eoc’h kemend-all pe ouspenn mar gallan, d’eoc’h ha d’ho loened. »

P’edo war vont kuit, Esus, aet en e buch, a gemeras anezan etre e zivrec’h en eur lavarout :

« Diwall mat avat, va faotrig, na vefes gwelet ha kemeret gant medelerien da vamm.

— Va gwir wella a rin da dec’hout diouto », eme ar bugel.

Antronoz hag an eil antronoz e teuas en-dro. Hag hen adarre, da veure an trede deiz, laouen-holl e toull-dor ar c’heo, gantan ouspenn ar pourveziou-bemdez daou gorn, bras-divoas, leun eus eur seurt bïer krenv-kenan. Demata e zaou vignon a eure, ha dematet e voe en-dro gand Esus ha Kernunnos a flouras gand o daouarn e rodelladou bleo gell.

« Mar karez va c’hredi, va faotrig, eme Esus, ne di ket da-unan war da giz er beure-man hag ez aimp a-gevret ganez davet da vamm.

— N’eman ket peureostet c’hoaz, eme ar bugel. Edegou a van c’hoaz da drouc’ha er gompezenn. Risklusa-holl eo mont er-maez er mare-man.

— Mar deman ar risklusa d’eomp, ar risklusa d’it eman ivez. Ne vi ket laosket ganeomp da vont da-unanik e ker bras riskl.

— Ne deurvezan ket, eme ar bugel. Ostizidi emoc’h ganen : d’in e ve eun dismegans, eur vez da viken, eur c’heuz bras-meurbet ma tegouezfe d’eoc’h an distera droug dre va gwallegez. Emberr da noz, emezan, e vo peurvedet an eost. Gortoz a rin ganeoc’h, ha, p’o devo an eosterien trouc’het an diweza feskenn, a-gevret ganeoc’h ez aimp er-maez. »

Hag hen ober chourig d’an daou varc’h, ha mont en e raog. An daou gadour a Vro an doueed a evas ar bïer a oa bet degaset gantan, hag, aet en o gourvez war al leurenn, a vanas kousket-mik.

Peurdremennet edo ar pred ma tlee ar paotrig dont d’o fourvezi evid an dro ziweza, hag edo rod an deiz o koueza er c’huz-heol en eur skei he bannou-treuz er mor ha war toull-dor ar c’heo. Divent en em astenne skeud ar rec’hier war an traez pa zihunas Esus. Merzout a reas eur an devez ha gwelout n’oa ket deut ar bugel. Hag hen sammet gand ar morc’hed ! Dihun a reas e geneil.

« Ne zeuy ket ar bugel, emezan. Ha ne welez-te ket an traou evel m’o gwelan-me ?

— Evel-se eo o gwelan, eme Gernunnos. Tec’het eo diouz kloz e dad-mager an ebeul a oa bet rôet d’ar bugel gand e vamm [14]. En aon n’hel lazje ar vederien en deus klasket e baka en-dro. Gwelet eo bet e-unan gand ar vederien a oa o liamma an diweza feskenn diwar ar park diweza. E laza a daoliou filzier o deus graet ha skigna e gorf a dammou er park [15].

— Ha beza re ziwezat d’e savetei, re ziwezat n’eman ket d’eomp talvout e varo d’e vuntrerien », eme Esus.

Hag i er-maez eus ar c’heo ha lammat war gein o c’hezeg ha mont en o raog, skanv ha mibin evel avel an nevez-hanv. Treuzi a rejont ar riblennad digenvez, bodek ha strouezek, etre an tevenn hag an diabarz-vro. Dirazo en em astennas ar gompezenn, medet ar parkou warni, hag, en tu-hont, o para dre gant-ha-kant, tôennou soul tïez kêr. Hag en o sav war ar grec’hienn roc’hellek mogeriou teo ar c’hrenvlec’h ma weled a-us d’ezan an dôenn ec’hon a c’holôe ti-meur rouanez Roudon.

Eun dra all a weljont c’hoaz. O vont gand o hent war-du kêr, eur steudad a zaouzek den ez noaz nemed eul lienenn ganto en-dro d’o c'hroaz-lez [16]. Ha pep-hini en e zourn dehou eur falz ruz-gwad. An eil a-drenv egile e kerzent, c’houec’h diouz an eil tu eus an hent, c’houec’h diouz an tu all, hag, er c’hreiz, eur plac’h gwisket en eur vroz ruz [17] o tougen etre he divrec’h eun hordenn heiz bleuniou en-dro d’ezi [18].

Esus ha Kernunnos a reas d’o c’hezeg mont d’an daoulamm e doare d’en em gavout araozo war an hent. Hag int o tiskenn neuze a-ziwar o jaoed da c’hortoz anezo da zont.

« Ruz ar medï emoc’h o paouez ober, paotred, eme Esus.

— Ruz ha deut da vat, aotrou, eme ar penvedeler.

— Ruz ha deut da fall, eme Esus, rak ho pennou eo a ranko koueza breman. »

Sailha a eure gant c’houec’h medeler an tu dehou ha trouc’ha ar c’houec’h penn anezo. Ha Kernunnos ha lammat gand ar c’houec’h medeler kleiz ha dewilchat d’an douur o c’houec’h penn ivez. Ar plac’h a vennas tec’hout : ne voe ket lezet d’hen ober, avat. Buan evel eur c’houez-avel, e tegouezas mab Luguselva [19] en he c’hichen ha steki e zourn ouz he c’hilpenn. Tennet gantan he fenn war drenv a-ere he bleo, e reas d’ezi dizolei he gouzoug, bannet e gleze da skei.

« Erbed va buhez ! a c’harmas-hi.

— Hec’h erbedi a rin, eme Esus, rak n’eo ket ruz da zaouarn. »

Diskouez a reas d’ezi an daouzek korf dibennet a oa manet en o sav. Edo an daouzek o horella war an hent hag er-maez eus an hent evel tud vezo, oc’h en em grapat kenetrezo gand o daouarn da virout a goueza. Eus an daouzek gouzoug e strinke daouzek stivellad wad.

« Daouzek dall, ezomm d’ezo ac’hanout da zerc’hel gand o hent, eme Esus. Kas-i d’al lec’h ma tleont mont.

— Koueza a raint, eme ar plac’h. Gand o gwad ez a o buhez.

— Koueza ne raint ket raktal, eme Esus. Kerz afo. »

Kregi a eure ar plac’h e brec’h ar c’henta eus an daouzek, ha sacha an holl steudad d’he heul etrezeg ar c’hastell. Esus ha Kernunnos a zastumas ar pennou hag i d’ar park m’edod o paouez medi. Eno e weljont penn ar bugel disliv-holl e-kreiz ar soul, ha, pelloc’h, darnou e gorf, e zivrec’h, e ziouhar, skignet aman hag ahont dre ar park. Astenn a eure Esus e vantell war an douar hag hen ha Kernunnos ha daspugn warni kement tamm kig, kement skirienn askourn, kement lommad gwad a c’helljent kavout. Neb tamm ne lezjont ha beteg an distera soulenn, beteg ar bihana meudad douar bet glebiet e gwad ar bugel a yeas ganto d’o daspugn war ar vantell.

Peurc’hraet d’ezo, e krogas Esus e zourn e pevar c’horn ar vantell hag ez ejont o-daou war-du eur c’hoadig a wez dero, kistin ha skao-gwrac’h a oa damdost. Nemet, a-barz kuitaat ar park, e stlapjont dre an ervennou anezan an daouzek penn a oa deut ganto.

« Degemerit hor profad, emezo, rouanezed-magerezed ar vro. E gwirionez ne gollit ket en eskemmadenn-man, pa zaskoromp d’eoc’h evid eur penn bugel, aet ganeomp, daouzek penn gwazed en o oad. »

E-kreiz ar bod-koad eul log krennvegek graet a gefiennou d’o c’henstaga kelc’hiou kelvez, ha soul war he gorre [20]. En diabarz o tivogedi eun tan dister. En he fuch ouz an oaled eur gozenn a blac’h, hir, sklosennek ha dizent. Pa welas-hi an daou vrezelour lao-ruz (ruz-o-daouarn) [21], a rankas soubla da zont-tre en he logig hag i, dizoublet, o peurleunia anezi, ker mentek ha teo ha ma ’z oant, e teraouas krena.

« Holen a zo ganez, maouez ? eme Esus.

— Holen a zo, aotrou », emezi.

Hag e tegasas dirazan an holl holen a oa en he zi.

Merzet gantan neuze eul lestr pri kofet-ledan, daoulagadek ha kaouennhenvel [22] Esus a lakeas ennan ar penn ha kement darn all eus korf ar bugel a oa en e vantell. Goude-ze e c’holôas anezo a holen, ha stanka a eure genou ar pod gand eur maen-sklent bras ha lakaat anezan el lec’h a enor, ouz moger an ti rag-enep d’an nor [23].

« Kant mil malloz warnout, maouez, emezan, malloz an heol, malloz al loar, malloz ar stered [24], malloz an doueed hag an nann-doueed [25], mar trofes lec’h d’ar pod-ze, mar lemfes ar maen a zo warnan, mar taolfes er-maez ar relegou a zo ennan, unan ha na ve ken ! ken n’am bo va-unan tremenet evid an drede gwech treuzou da di. »

E-keit-se ez oa brud er c’hrenvlec’h. Edo rouanez-veur ar C’huz-heol o paouez sevel, aet he liou gand ar vuanegez, dre ma wele astennet dirazi korfou he daouzek medeler, a beurskuilhe o buhez e diweza diveradenn o gwad. Hag ar plac’h o paouez dezrevelli d’ezi ar wall-abadenn : an daou vrezelour o tegouezout war an hent, oc’h argadi taer, o lazadega, hag o fiziout enni he c’hefridi.

« Sell, o rouanezig, eme ar plac’h, setu o tont an daou ma komzan end-eeun. »

A-zav e vanjont en o c’hichen. Hag ar rouanez o sellout outo, hag i o sellout ouz ar rouanez. Hag e talveze houman ez gwir e vanje daou gadour kadarn ouz hec’h arvesti. Rag eur rouanez yaouank ez oa-hi, gwenn, koant, kaer, estlammus, holl-genedek, hep nep namm nag en he c’horf nag en hec’h izili, nag en he dremm, nag en he dalc’h, nag en he c’herz. Eur rouanez ez oa en holl vleunv he yaouankiz, en holl darz he braventez, en holl zispleg he spered, dellezek ma vije sebezet outi, ma vije karet ha gwazoniet d’ezi. Uhel ar vent anezi ; moan, krenv ha gwevn he dargreiz ; ledan, tennet war-drenv, gwenn-laez, lufr evel diou vilïen-aod he diouskoaz ; hir, gwenn, skanv evel hini an alarc’h he gouzoug ; eeun, moan, neuziet-reiz he fri ; gwaret-flour, leun a youl hag a venoz, ruz evel frouez ar gerzinenn he diouweuz ; glas-moug, ledan, steredennus, leun a vannou hag a adskedou, leun a herded hag a gadarnded he daoulagad ; hir, stank, gwagennek, rodellek o blenchou, kenliou ha kensked d’an aour lufr he bleo.

Sellad ar rouanez, pa baras ouz an daou gadour, a oa ennan eur gourdrouz a varo. Habaskaat a eure avat pa welas o neuz-kaer, o ment-uhel, o stumm dizaouzan ha her.

« Piou oc’h, emezi, hag a belec’h e-teuit ?

— Nertos ha Galatos [26] a reer achanomp, emezo, hag eus enez Rênoniagos [27] e teuomp, e mor ar C’hornog.

— C’houi eo, emezi, hoc’h eus lazet an daouzek den-man ? »

Ar c’hadour e vantell wadet e eilgerias :

« Ni eo !

— Gwizien d’in ez oant, emezi. Ha goût ’ouzoc’h piou oun-me ? »

Eun treuzvousc’hoarz a luc’has war zremm an daou gadour. Hag e tistaolas Kernunnos ;

« Eus eun enezen distro e teuomp, e-kreiz ar mor, dibaot e touarfe enni listri ar vro-man. Ha padal beteg ahont ez anavezer Medua an Iberiadez a ren war Roudon-he-nao-Gouenn.

— Ha goude gouzout piou oun-me, eme ar rouanez, perak hoc’h eus va dismeganset dre zont da laza war va douar-me, heb neb daêa eus o ferz, daouzek gwaz ma tleen d’ezo minihi ha gwarez ?

— Evit dismegans ne deus ket, eme Esus ; kastiz dleet, avat, ne lavaran ket. Douaret d’eomp ez rouantelez, ez omp bet degemeret gand eur bugel tener, e vleo rodellek a liou gant re e dad, hag en e zaoulagad sked daoulagad e vamm. Hen eo en deus, e-pad tri devez, hor c’hledouret, hor maget ha graet war hon tro. P’hon eus gouezet ez oa bet drouk-lazet, edo c’hoaz blaz e vïer en hor genou. Ha ni kregi en hon armou ha mont da gastiza e lazerien.

— Lec’h d’hen ober n’oa ket, eme ar rouanez. Mat deo marvet ar bugel n’eo ket dre gasoni pe fallagriez an dud, dre c’hrad-vat an doueed an hini eo ! An doueed eo o deus degaset ar bugel er park m’edo an dud o peurvedi. Aberz eo a zo bet ha neket drouk-laz. Grael fall hoc’h eus oc’h ober ze !

« Digastiz ho lezan da vont evid an taol-man, eme ar rouanez, dre ma’z oc’h paotred yaouank kaer, neuz warnoc’h da veza brezelourien gadarn. Komz a rin ouz kerent ar re lazet hag en em hantera etrezo ha c’houi. Herzel a rin outo a c’houlenn gwad evid gwad ha penn evid penn hag o redia da zegemerout an dirêia, ha me eo a baeo an dirêia evidoc’h [28].

« D’in-me avat, eme ar rouanez, e tleit eun dirêia evit drouk-lazidigez va daouzek mevel, ha diouz an dirêia-se n’ho lakan ket dieub.

— Laka da-unan ar feur eus an dirêia a dleomp d’it, eme Esus.

— Setu aman an dirêia a c’houlennan, emezi. Menel ganen a rankot em gwazoniez e-pad bloaz. Ha setu aman petra e vezo ar wazoniez-se : gwazoniez-vrezel ha gwazoniez-ober-ged en deiz hag en noz, war va zro, em c’hrenvlec’h, war va douarou, war zouarou va enebourien ; gwazoniez-vedi em farkou en hanv, gwazoniez-koada em c’hoadou er goanv. Ha seveni kement kefridi a fiziin ennoc’h.

— Asanti a reomp », eme an daou vrezelour.

Touï al le a rejont. Dre an nenv, an douar hag ar mor, an heol, al loar hag ar stered, an tan, an dour hag an avel e rejont o le da veza gwirion d’ar rouanez e-pad bloaz, ouz en em virout a irienni, a vrezeli en hec’h eneb pe a zilezel anezi, hag ouz en em ganna eviti hag evit he mad e berz-mat pe e gwall-verz keit hag o buhez beteg ar maro. Lea a rejont, petra bennak a c’houlennje diganto en he gwazoniez, senti a galon vat ha didro, eus o holl c’hred, kement hag a vije en o nerz. Touï a rejont difenn ar c’hrenvlec’hiou, ar c’heodedou, ar c’hêriadennou, al listri-mor, an tropellou, ar pinvidigeziou a bep doare fiziet gand ar rouanez en o daouarn hag o daskori d’ezi e pep reiz hag eeunded, e pred ha kentel. Rei o ger a rejont da ziskleria d’ezi an iriennadou a vije steuet outi, rei da c’houzout d’ezi ar gwall-daoliou ouz he gourdrouz, ha chom hep koulma darempredou gant hec’h enebourien [29].

Diouz he zu e touas ar rouanez d’ezo eur bloavez a herberc’h, eur bloaveziad-gwarez, eur bloaveziad-hegar. Dre an nenv, an douar hag ar mor, an heol, al loar hag ar stered, an tan, an dour hag an avel, e leas na savje irienn en o eneb, na zougje armou outo, n’o gwerzje ket d’o enebourien.


  1. Kenveria donedigez an Dioskured, Diodôros, IV, 56, 4 ; Rev. arch. 1902, p. 305-6. An Dioskured keltiad henvelekaet ouz Esus ha Kernunnos, D’Arbois, Rev. arch. 1900, pp. 66-74. Arvarus a-walc’h ez eo an henvelekaat-se. Cf. ivez S. Reinach, les Théoxénies et le vol des Dioscures in Rev. arch. 1901, II, pp. 35-50 ; Cultes, Mythes et Religions, II, pp. 42-57.
  2. Kenveria Mag Findargat « White silver Plain », Imram Brain, p. 4-5. Argantomagos a vefe ger-evit-ger e brezoneg breman Arc’hantva.
  3. Mongatios, da lavarout eo, gwirhenvel, « ar Bleveg », pe « mab ar Bleveg », ger deveret eus *monga, hen-iweroneg mong, hen-vrezoneg mong(ou), kembraeg mwng « moue ». Kenveria al les-ano « marc’heger blevek ar mor » graet eus Manannan mac Lir en danevell iwerzonek anvet Serglige Conculain ocus oen-et Emire « ar c’hlenved a lakeas Cuchulain war e wele, hag eun-oaz Emer », D’Arbois, Epopée celtique, p. 213.
  4. Rev. celt. 1907, p. 362.
  5. Iwerzoneg nertmar, kembraeg nerthfawr « nerzek, krenv ».
  6. Kenveria bag Manannan mac Lir, Joyce, Old Celtic Romances, trede mouladur, London, 1907, p. 60 ha pajennou da heul.
  7. Dre ma vevont war aochou Kornog an Europ e lec’h m’en em zastum an anaon ? (Kenveria Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 158.
  8. Kenveria dilhad du Eneziz-ar-Staen (Strabon, III, 5, 11) hag al Luzitaned (ibid., 3, 7). War an Draganed, sellout D’Arbois, Premiers Habitants, eil mouladur, I, pp. 350-2.
  9. Bag kouevr, Lefèvre, Germains et Slaves, Paris, 1903, p. 243.
  10. Ar c’hoummou. kenveria an doare-lavar iwerzonek gabra-lir, gabra rein « sea horses », Imram Brain, pp. 5, 19.
  11. An dud nevet (nemeti), hervez kelennadurez Vindosêtlos (III, Lugus), eo diskennidi ar rummadou a zo bet miret ganto dalc’hmat gourc’hemennou al Lezenn ha n’o deus biskoaz en em gemmesket na gant an diavêzidi na gand ar sklaved. Kenveria D’Arbois, Noms gaulois, p. 154 ; Droit celtique, II, pp. 82-5 ; Abherve ha Meven Mordiern, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, IV, p. 23, not. 1.
  12. Frazer, le Rameau d’Or, III, (Cultes agraires et sylvestres), pp. 210-318.
  13. Eur c’hiz hounnez hag a zo rak-keltiek ha nann-ariek. Nag an hen-Arieaned nag ar Gelted n’oa anezo debrerien pesked ha kregin, A. Bertrand, la Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, p. 313. Kenveria Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 162. ; Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe, p. 414-7. Evid ar c’hezeg, Herodotos, V, 16.
  14. Kenveria Loth, Mabinogion, I, p. 57 (kenta mouladur).
  15. Frazer, op. cit., III, pp. 270-318.
  16. Diwar-benn ar verr-vrozig, pe varlenwisk, n’o doa ket Kreisteiziz gwiskamant nemeti e nevez-oadvez ar maen hag en oadvez an arem, sellout Dussaud, Civilisations préhelléniques, eil mouladur, p. 60.
  17. Dussaud, pp. 62-4.
  18. Frazer, III, p. 213.
  19. Diwar-benn an ano-plac’h-se, sellout Rev. celt. 1888, p. 267 ; Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 116 (ouz ar ger -selva). Kenveria danevell Dechtire, D’Arbois, Epopée celtique, pp. 22-38.
  20. Hennez eo doare ti-soul divoger ha dibrenestr an hen-Arianed, Zaborowski, op. cit., pp. 408-9. Kenveria kota (ti-hanv) Finlandiz (skeudenn e Quatrefages, Hommes fossiles et hommes sauvages, p. 583). Diwar-benn doareou-tïez hen-boblou an Europ miret beteg hon amzer gant Finned ar Rusi, gwelout Pro Alesia, 1908-9, pp. 551-2, 623, 702. Ti-goanv Finlandiz, graet sauna anezan, a oa eun toull kleuzet en douar ha golôet gand eun dôenn (Quatrefages, p. 583). Porte a veze graet eus eun ti brasoc’h, eunkombod ha pevarc’hornek savet gant pilprennou war c’horre an douar. E-kreiz eur porz plantet a wez kerzin e veze an ti-annez, ha tro-dro d’ezan, en em gave an adtïez : ar c’hraou, ar sec’horeg, ar sanailh hag ar stoufailh pe gibelldi (Quatrefages, pp. 599-601.)
  21. Sellit e Geriadur ar geriou diaes ouz lao-ruz.
  22. Déchelette, Manuel d’archéologie préhistorique, celtique et gallo-romaine, IIIe kevrenn, p. 1505, skeudenn 689. Kenveria cauanis, ano eun doare pod e keltieg-latin a C’halia, Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes-rendus, 1924, p. 71.
  23. Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 154.
  24. P. Sébillot, le Paganisme contemporain chez les peuples celto-latins, p. 259.
  25. Kenveria Rev. celt. 1908, p. 201.
  26. Nertos « nerzek », Galatos « kalonek, kadarn », D’Arbois, Recherches sur l’origine de la propriété foncière et des noms de lieux habités en France, pp. 462, 638 ; Intr. à l’étude de la littér. celt., p. 14, n. 1.
  27. Kenveria Mag Rein (= Magos Rêni) « Plain of the Sea », Imram Brain, p. 8-9.
  28. Diwar-benn an dirêia, sellout Notennou, II, p. 19 ; D’Arbois, Etudes sur le Droit celtique, I, pp. 88-97. « Priz ar c’horf » ez oa an *dirêia diouz ster striz ar ger. An dic’haouadur en e bez dleet evid eur muntr hag ennan, ouspenn priz ar c’horf, « priz an enor » pe « priz an dremm » (enep-uuerth en hen-vrezoneg), a raed anezan *erikka « peur-bae ».
  29. Ger-evit-ger eo, tost da vat, le goprsoudarded Eumenes Ia, roue Pergama (IIIe kantved kent H.S.) Sellout ar geriou e gregach gand an droïdigez c’hallek e Rev. arch. 1908, II, pp. 176-80.