Sketla Segobrani vol3/Rann 29
Alaba hag an taro Donnos.
Gwerzet e voe Alaba gand ar moraer d’eur penn-meuriad en hanternoz pella Albio. Ar penn-meuriad he degasas d’e gêr en e skiber [1]. Eno e tiskouezas d’ezi eur bern pennou-ed, eur freilh, daou vaen-krag da vala ed, eun tamouez reun-marc’h [2], eur skubell ha sehier. Ar plac’h yaouank a stagas kentiz d’he labour. Dishilia a eure ar pennou-ed war al leur. Neuze e krogas da vala greun etre an daou vaen [3] ha tamoueza ar bleud goude. A-hed an deiz e labouras evel-se. Da serr-noz e teuas ar penn-meuriad d’he c’herc’hat. Eur souez e voe d’ezan gwelout ez oa ar bern pennou-ed dishiliet, malet ar greun, tamouezet ha sac’het ar bleud [4]. Ar plac’h yaouank he doa skubet al leur, aozet ar skiber, laket pep tra naet ha kempenn. Ha graet ganti hec’h-unan-penn labour daouzek plac’h sklavez ! Klevout a reas meuleudi gand ar penn-meuriad. Mont a reas neuze d’en em walc’hi er waz-dour hag e voe degaset gant he mestr d’e di e lec’h e reas d’ezi dibri hag eva.
Koaniet d’ezi, e vennas ar penn-meuriad he lakaat da zont da gousket en e gichen. Nac’h a reas hen ober ha n’hellas ket ar roue trec’hi war eneberez ar plac’h yaouank, rak laket oa en he fenn beza lazet kentoc’h eget plega. Gwerc’hded he c’horf a venne mirout d’ar c’hadour a gare ha d’ezan hepken. Ar roue he c’houenias d’an douar, a skôas ganti taoliou treid ha taoliou dourn, he bronduas, he gloazas… Ne c’hounezas netra warni ! Droug hag anoaz ennan, e reas diwiska diouti he holl zilhad. An aval a zouge dindan he zoneg o veza kouezet neuze d’an douar, ar roue her c’hemeras. Kemenn a reas staga Alaba a-ere eur rao arem ouz eur roc’h e pentir Tarvedon [5]. Ha da herzel na zeuje nikun war dro ar plac’h yaouank pe evit rei dezi da zibri pe evit he diliamma, ec’h embannas e vije an duchenn en-dro d'ar roc’h hag ar pentir end-eeun tra nevet hiviziken. E venoz e oa lezel Alaba da vervel gand an naon hag ar sec’hed, d’he c’horf ha d’he fenn da vont da breiz d’an evned.
Hounnez ez oa stad Alaba, dalc’het gand eur rao arem start ouz eur roc’h, ha dirazi douriou gwer-glas, roufennet-doun ha bepred lusk-dilusk mor gouez Orka [6]. Skoazell n’he doa da c’hortoz digant den, dalc’het m'edo Esus ha Kernunnos pell diouti dre al le o doa graet d’ar rouanez ha dre ar rouestlou-hud he doa houman lakaet warno. Hag er bell-vro-ze, e-kreiz meuriadou tud digar ha kriz [7], piou a brederje gand an diavêziadez a sklavez yaouank en doa graet ar roue he staga ouz ar pentir da breiz d’an evned ?
Tri dervez a dremenas hep ma wele Alaba netra veo en-dro d’ezi nemed an evned o kornigellat a-gantou krec’h-traon tro-dro d’ar pentir. An trede deiz e welas eun dra-all. Eun taro mentet-espar o treuzi a-zoug e gamm eun dachennad douar geotek a ziskenne a-dreuz ar rec’hier beteg ar mor. Uhel ez oa ar geot enni, hogos bete tizout kof al loen hag e chome an taro a-zav troiou ’oa da c’houesa geot, ha troiou all da frona avel ha da sellout ouz ar rec’hier tro-dro. Hogen, an taro Donnos end-eeun ez oa an taro-ze. E korf tri deiz ez oa deut eus douar Iberi en hanternoz Albio goude treiza mor Ikton diwar neunv [8]. Alaba avat n’e anavezas ket, gwisket m’oa bet gand an taro eul liou hag eun neuz dianat. E liou hag e neuz gwirion en doa lezet gand eur spez da vesa, en e lec’h, buoc’hed Medua e pradou Roudon. Kavout a reas da Alaba ez oa hen eun taro gouez deut eus ar c’hoad nes, hag e c’hoanteas kerkent e teuje d’he zreanti gand e gerniel da verraat d’ezi he foaniou.
E c’hervel a eure. Hag an taro chom a-zav, trei e benn ha menel difinv o sellout hag o selaou outi. Nemet ne ziskoueze ket beza tuet da senti. Alaba neuze d’e gunujenni, e spi dont d’e feulzi. Ar wech-man, e neseas an taro daveti. Hogen, e lec’h ober droug dezi, e stagas d’he lipat war he chorf, hec’h izili, he dremm, ha, dre ma tremene teod an taro, e steuzie ar goulïou hag ar bronduou, ma teue d’ezi kig ha kroc’hen ker yac’h ha ker kaer hag a-ziagent. Evel-se eo e yac’heas Donnos Alaba, o tegas en-dro d’ezi he c’hened. Neuze, e voutas beg e gorn etre ar chadenn hag ar roc’h hag o sacha war-drenv, e torras ar chadenn hep poan ebet. Hag hen oc’h addont, evid eur predig, d’e liou ha d’e neuz. Alaba e anavezas. He daouarn a lakeas en daou du da vuzell an taro hag e pokas d’e fri. An taro a vlejas ha stouï e benn d’an douar. Hag e verzas Alaba eun dra bennak o lugerni evel aour e-kreiz ar geot glas e lec’h ma c’houese an taro. Hec’h aval a anavezas a oa deut a-ziwar ruilh eus ti-meur ar roue beteg eno. Alaba her gorreas ha dibri an hanter anezan ha setu o tont en-dro d’ezi rak-tal he holl nerz, he laouender, he c’halonegez.
Debret d’ezi, e lammas ar plac’h yaouank war gein an taro, hag i en o raog war-du ar c’hreisteiz.
En eur ober tri devez ez oa deut an taro eus an Iberi en Albio. Nao devez a gemeras d’ezan distremen an hevelep hent, dre m’edo gantan Alaba en he c’hoazez pe a-c’haoliad war e gein ha ne dae ket gand e holl herrded dre aon rak laza ar plac’h yaouank. An nao nozvez bet gand an taro hag Alaba e koadou ha gouelec’hiou Albio ha Galia, setu aman penaos o zremenjont. Mont a rae an taro en e c’hourvez etre an avel hag ar plac’h e doare na zeuje beteg enni c’houezad ebet, hag Alaba en em astenne a-stok d’ezan a-hed e gostou ec’hon pe etre e baoiou, tommet d’ezi gang ar gor diouz korf an taro ha gwaskedet ouz gouyender noz ha yenien beure [9]. Ha setu e pe zoare e treizjont ar mor etre Albio ha Galia. Pignat a eure Alaba war benn an taro, azeza war e gern, kroaziet ganti he diouhar, soucha etre e zaou gorn, ha mont an taro er mor ha staga da neunvial. Ha ne zeuas nag eur flipennad dour-mor nag eun tarzad eon da c’hlebia korf Alaba a-hed an dreizadenn.
En navet deiz, en em gavas an taro nes da Vedubriga. Gortoz a reas er brouskoad ken na vije kuz-heol. Serret an noz ec’h adstagas gand e hent hag e tiskennas Alaba, e-kreiz ar c’hoadig dero, kistin ha skao-gwrac’h, ouz toull-dor ar plac’h koz. Houman a rôas eur sae da Alaba hag a guzas anezi er foz ma serre he greun [10]. Alaba n’oa ket fall eno. Strewet ez oa strad ar foz a golo, hag enni sourrad avel ebet. Neb trouz da ziaesa ar plac’h yaouank dre he c’housk. Lukotis hepken, awechou, a zeue d’he gweladenni pa veze dihun [11]. D’ar skleur glan o strinka eus he fennad-bleo melen, eus he daoulagad glas, eus he c’horf gwenn-erc’h, e selle Alaba ouz al loenig loued-e-sae, hag e rae heman kant ha kant tro evit didui ar plac’h yaouank. Redek, lammat, c’hoari a rae a-gevret ganti.
- ↑ Putheas (IVe kantved kent H. S.) apud Strabon, IV, 5. 5.
- ↑ Plinius, XVIII. 18. Diwar-benn an edou gounezet gand Enez-Vreiziz hag Iwerzoniz en Hen-amzer, lenn pennad-skrid J. Loth : Les noms et les variétés du froment chez les Celtes insulaires, in Rev. celt. 1924, pp. 193-203. Diwar-benn an edou gand an Hen-Arianed, kemer kelenn diouz Zaborowski : les Peuples aryens d’Asie et d’Europe, leurs origines en Europe, la civilisation protoaryenne, 1908, pp. 331-61.
- ↑ Diwar-benn ar mala-ed gand ar vreo sellout Déchelette, Manuel, I, p. 345 ; II, pp. 1386-90 ; Vendryès, les Moulins en Irlande et l’Aventure de Ciarnat, Rev. arch. 1921, II, pp. 362-72 ; Lindet, les Origines du moulin à grain, Paris, 1900 (tennet eus ar Rev. arch. 1900, pp. 17-44) ; les représentations allégorigues du moulin et du pressoir dans l’Art chrétien (id).
- ↑ Bulga e oa ano ar sac’h e keltieg ha *blâtobulga e vije bet hini ar sac’h-bleud. Kenveria an ano-lec’h Blatobulgion en enez-Vreiz dindan aotrouniez ar Romaned, Rhys, Celtic Britain, pevare mouladur, London, 1908, pp. 282-3. Lakaat e kemm, evid an erea eus ar geriou, an hen-geltieg *medulestro « lestr-chufere », a zo goulennet en e raog gand ar c’hembraeg medlestr, hag ar galianeg duprosopi (e lec’h dubrosopi) « dinaouerez-dour, hydria » a lenner enskrivet war darbodou ar Graufesenque, Rev. celt. 1924, p. 49.
- ↑ Hizio an Dunnet-Head, d’Arbois les Celtes, p. 50.
- ↑ Putheas apud Diodôros, V. 21, 3.
- ↑ Diwar-benn nerz, krizder ha feroni meuriadou hanternoz Breiz-Veur sellout D’Arbois, Premiers habitants, II, eil mouladur (1894), pp. 13-4 ; kenveria John Munro, the Story of the British Race (London, 1899), pennadou VI (the Scotch) ha VII (Scottish Types), pp. 110-44.
- ↑ War vor Ikton (mor Breiz, Muir n-Icht gand Iwerzoniz, Mor Udd gand Kembreiz, English Channel gand ar Saozon, Manche gand ar C’hallaoued) sellout Notennou, pennad XII, p. 6.
- ↑ Cf. Rev. celt. 1907, p. 32 ; 1908, p. 159.
- ↑ Diwar-benn ar grignoliou-ze dindan douar eus ar Spagn, sellout Varro, De re rustica ; Notennou, VIII, 19.
- ↑ Kenveria an ano-den hen-geltiek Lukotiknos « mab al Logodenn ». Ar brezoneg ha kerneweg logodenn, kembraeg llyg, llygden, hen-iwerzoneg luch, tro-c’henidik lochat, a c’houlenn en o diagent eun hen-geltieg *lukoto.