Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol2/Rann 50

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 105-111)


Namans, mab Namantos[1].


War-hed eur pennad-hent diouz Rigiosedon edo o chom ar c’hoziad a oa aet a-eneb da zimezi Vindosêtlos. Orbiotalos mab Omoviros[2] a raed eus ar c’hoziad-ze. Eontr ez oa da Gamula ha deut ez oa, e-unan, eus ar vro-Wenn dam-brest goude bagad an Alc’houeder. Dre eun devez tenval a c’hoanv ez oa digouezet skuiz-faez, hanter-skournet, hanter-varvet gand an anoued hag an naon : repuet, diboaniet, anavezet ez oa bet, hag, o veza m’o doa ar pennou e zigemeret, rôet ez oa bet d’ezan eun tachad-douar da c’hounit. Hag en devoa diazezet eno e logell.

Eun den drouk ez oa an den-ze. Betek-hen, avat, en doa tizet kuzat e zrougiez. Galloudek-tre ez oa, ouspenn, war an huderez, hogen ne ziskrede nikun war ze.

Meur a wech e klaskas ober da Vindosêtlos diskredi war al lealded a vire e wreg d’ezan e-pad ar c’houec’h mizvez a dremene er c’hoad pell dioutan. Vindosêtlos n’e selaouas ket. Neuze ez eas ar c’hoziad daved Ategena, e-kreiz ar c’hoad, ha, dre gomzou golôet, e rôas da glevout d’ezi e fazie hec’h ozac’h anezi gand eur plac’h all en hanter-vloavez ma veve hec’h-unan gant he mamm er wezeg yen ha dizeilh. Ategena e selaouas hep finval, hep sellout outan. Hogen, pa voe peurbrezeget d’ezan, e trôas outan he daoulagad entanet hag e lavaras :

« Trugareka an doueed, mar kredez, dre m’out kar d’an hini a garan. Panevet an ere a gerentiez a zo etrezoc’h, da benn eo a ziframmfen a-ziwar da ziskoaz d’ober d’it paea da c’hevier. »

Argas a reas anezan diouz ar c’heo. Hag isa eun arz da redek war e lerc’h a-dreuz d’ar c’hoad, ken n’en dije diraezet e frankizenn. Ar c’hoziad a douas e talvezje ze d’ezi.

Gant bleuniou gwenvet eus an diweza hanvez, dre nerz e garmou-hud, e krouas eur plac’h, hag e lakeas anezi e gwel dirak Vindosêtlos war ar wenodenn a heulie heman bep beure a-dreuz d’ar prad. Vindosêtlos a welas eta ar plac’h-vleuniou o tont a-benn d’ezan ; mont ebiou d’ezi a eure, klevout diganti he demat, ha he demata d’e dro, nemet ne ziskouezas ket teurel evez outi a-hend-all. Antronoz, evelkent, e chomas a-zav hag e c’houlennas outi piou ez oa. Ar plac’h-vleuniou ha lavarout an ano he doa bet digand ar c’hoziad ha kinnig d’ezan he c’harantez. Vindosêtlos a selaouas he respont, heb evesaat avat ouz ar c’hinnig a oa bet da heul. Eilgeria a reas :

« Dianav d’in da ano ! Nag eus ar vro, nag eus ar ouenn ne dout-te ! Betek henoz da guz-heol e rôan d’it evit pellaat ac’hann ha distrei d’al lec’h ma teuez. »

Ouspenn e lavaras :

« An eil tro eo d’in digouezout ganez. Douj am c’havout eun drede tro. Rak an Ankou eo a gavfes ennoun ! »

Antronoz adarre e welas ar plac’h-vleuniou o tont d’e arbenn a-hed ar wenodenn. Ouz he mestr eo e sente. Fiziout a rae ouspenn en he yaouankiz hag en he c’hened evid e zidaeri. P’he gwelas, hep chom a-zav na gorrekaat da gerzout, e kemeras e wareg a-ziwar e choug, e stignas anezi hag e kasas unan eus e saeziou arc’hant a-dreuz da galon ar plac’h. Pa zigouezas el lec’h m’edo kouezet, e saez sanket e-kreiz eur berniad bleuniou gwenvet ne welas ken. An taol-marz-se a rôas tro d’ezan da brederenni. Anaout a reas ez oa eun drouk-c’halloud bennak o c’hoari en e amezegiez.

C’houitet gand ar plac’h-vleuniou war he c’hefridi e reas ar c’hoziad e venoz da c’hoari drezan e-unan. Mont e paotr yaouank a reas, hag hen da hemolc’hi er c’hoad m’edo Ategena. Gwelout a ra ar vaouez yaouank hag e tosta d’ezi, o kas toulla kaoz ganti. Hi, avat, ne selaou na ne sell hag a zalc’h gant he baleadenn. Heb beza harzet an distera dre an digasted anezi, e talc’h war he seuliou ha, pa zistro da geo he mamm, eman bepred ouz he heul ; hag hen e-barz ganti ! Neuze e skôas Ategena al leurenn gant he zroad ha setu o strinka er-maez eun euzik a driloen : tri bleiz louet eo ez oa a lammas outan d’e zispenn. Hag hen kenta mall d’ezan trei kein ha tec’hout kuit, mar gouie. E-keit ha ma padas e redadenn eus ar c’heo d’e logell, e klevas war e seuliou anal tri mab an douar[3] o redek war e lerc’h. Faez-divi edo ha dianal pa dremenas e dreuzou. Sparla an nor a reas ha koueza a-c’houen e gorf war al leur-di. Eno, astennet war ar c’holo, e teuas d’e stumm ha d’e neuz reiz hag, en eur ziskuiza, e stignas eun taol-gwidre nevez.

A-benn eun nebeut deiziou e voe kemennet da Vindosêtlos edo eur wiz-c’houez, du ha bras-divent, o turiat parkou nevez-hadet tud Tastris. Gloazet ez oa bet e dad ha gantan meur a hini eus e vevelien o kas he dizarbenn. Vindosêtlos a gemeras e wareg hag e saeziou, hag hen war-raok rak-tal. Tec’hout razan a ra ar wiz. A-dreuz d’ar c’hoad e kas anezan dre gant ha kant a gildroennou ken n’en em gav nes da geo Ategena. Eno e taolas al loen eur c’harmadenn hag, o tistrei ouz ar c’hadour, e lammas gantan kounnaret. P’edo warnan, e reas Vindosêtlos lamm-brezel an eog hag e savas er vann a-ziouti[4]. Oc’h adkoueza d’an douar, e paras e sellou war doull-dor ar c’heo ha war e bried o paouez beza galvet er-maez gant garmadenn ar wiz. Unan eus ar berziou-hud[5] graet da Vindosêtlos ez oa en em ziwallje a welout e bried e-pad ar c’houec’h mizvez goanv ma tlee padout o disrann. Doaniet-holl e tistrôas diouti hag e kendalc’has da argas ar wiz.

Unnek saez a stlapas ganti an eil war-lerc’h eben, ouz he zizout bep taol. Ar wiz a skuilhe gwad a-builh. Gorrekaat a rae da redek, hag e c’houneze ar c’hadour warni. Nerz a-walc’h he devoe d’e gas beteg ar frankizenn ma save ti Orbiotalos, mab Omoviros. Eno e tistagas Vindosêtlos d’ezi eun daouzekvet saez, hag e kouezas ar wiz maro-mik dirak toull-dor al logell. Ar c’hoziad en em stlejas er-maez. Skuiz e tiskoueze beza, klanv ha koz-koz, ker koz hag an douar. Azezet war e dreuzou e sellas ouz al loen hag e lavaras :

« Bihan n’eo ket ar penn-moc’h ac’h eus lazet er beure-man, emezan. Klaoustre ez eo daouzek ilinad[6] hed, da vat, eus e fri d’e lost.

— N’eo ket keit ha ma leverez, eme Vindosêtlos.

— Panevet m’emoun kabac’h, klanv, nammet-holl a c’hlizi, poan d’in o teurel an eil droad war-lerc’h egile, em boa e vuzuliet va-unan. Gra kement-se evidoun, me az ped, eme ar c’hoziad. Daouzek ilinad hed eus e fri d’e lost, me hen toufe diarvar. Biskoaz n’oun bet faziet gant va daoulagad. »

Vindosêtlos a oa barr e galon a anken. Diank edo e spered. An trec’h edo o paouez kaout ne leunie ket e galon a zudi. Diaked e reas e c’houlenn d’ar c’hoziad, eontr e vamm. E droad a lakeas, a-hed livenn-gein al loen hag e stagas d’e venti. E-touez reunennou e choug ez oa unan hag a oa kontammus. Flemmet e voe ganti troad Vindosêtlos. Treuzet ar c’hroc’hen anezan, en em veskas ar c’hontamm en e wad[7]. Anaout a reas edo gloazet, hogen ne rannas ger. Peurventet al loen, e trouc’has dioutan e benn hag e tistrôas d’ar gêr. War wasaat ez eas buan ar gwall. Neuze, o veza na venne ket mervel dindan eun dôenn, en em reas astenn er-maez hag e kemennas mont da gerc’hat davetan e zaou vreur, Evos ha Toutos.

« Eun enebour eo, emezan, a zo bet digemeret en o c’hêr gant hon tad hag hor mamm, breman ez eus triwec’h goanvez. Spis her gwelan breman, p’eman re ziwezat ! Marvet eo eontr hor mamm e-kreiz ar c’hoad pell ac’hann ha skignet e eskern gand ar bleizi. An den en deus kemeret ar spez anezan, hag a zo deut en e lec’h, n’eo ket Orbiotalos, mab Omoviros, e tleer e envel, hogen Namans, mab Namantos, hag a-ouennn eo gand an êrevent o warezi an Allotoutae (brôadou estren)[8]. »

Pemp bugel en doa bet Vindosêtlos eus Ategena : diou verc’h, Samilla ha Giamilla, ha tri mab, Samogenos, Visumâros ha Beliokandos, pe, hervez hiniennou all, eur verc’h hepken Samilla, ha pevar mab, Samogenos, Visumâros, Baditis ha Beliokandos[9]. Unani a rae ar pemp bugel-ze kened o zad hag o mamm gand an holl zoareou-mat anezo. Vindosêtlos o lakeas dindan gwarez e zaou vreur.

« N’em eus keuz da netra, emezan en eur vervel. Sevenet eo ganen ar gefridi a oa bet fiziet ennoun gant Penn hor Gouenn. Emoun o vont kuit kent d’ar gozni beza diskaret va c’horf, torret va nerz, tenvalaet va meiz. En eur zieubi tud va bro diouz an enebour o gwaske eo e kouezan. Eman pep tra evid ar gwella ! »

Eun nebeut goude e tigouezas Ategena. N’hallje tra er bed herzel outi da zont daved he fried en darvoudenn-ze. Ganti e tigase eur bleiz daou-vloaz he doa kemeret ez vihanik er c’hoad, hag he doa savet hag embreget hec’h-unan. A-ere eur rao arem e talc’he anezan. Ar rao a lakas etre daouarn an daou vreur.

« Kit en ho raok hep koll amzer an distera, emezi. Ar bleiz-man a dalvezo d’eoc’h war ar gwella ki. Gantan ne gollot biken roudenn an den m’emoc’h war e lerc’h. »

Peb a vantell-ziwelusa a rôas d’ezo hag e tistrôas davet he fried. E gemerout a reas etre he divrec’h, hag e zerc’hel pell a-vriad. Ne reas na gouel na klemm : re vras ha re zoun edo he rann-galon. Miret ez oa bet gant tud Tastris ar vag m’oa deut Vindosêtlos enni nao bloaz a oa. E lakaat a rejont er vag-se. Ategena a ziskennas enni gantan. Unan eus he blevennou aour a ziframmas[10] hag a daolas er mor. Euri a reas eun hanafad kontamm-ivin hag en em astenn en e gichen. He brec’h a silas dindan penn Vindosêtlos, he dremm a lakeas ouz e zremm ha ne finvas ken[11]. Ar wazed a voutas ar vag er mor. Pellaat diouto a reas-hi e-keit ha ma klaskent he heulia dre wel ken n’he dije deraouet diskenn dinaou ar mor. Hogen, pell a-raok ma voe peur-gollet en diabell, n’he gwele mui o daoulagad, brumennet ma ’z edont a zaerou. Ha, padal, e waskent warno, bete goût kreski glac’har ar roue hag ar bried skedus a oa ouz e heul[12]. Aner, avat, ez oa d’ezo. Dre ma pellae ar vag, e pellae ganti diouz Tastris heol ha levenez o buhez.

Dizunvan meno d’an dud diwar-benn al lec’h ma touaras ar vag. Kalz a zo a gav d’ezo e chomas a-zav en enez Abalos hag e voe sebeliet gant Vissurix ha Velia an daou gorf a oa enni. Bez’ e kredfen a-walc’h eman ar gwir gand ar re-ze.


————
  1. Kenveria iwerzoneg nama « enebour », tro-c’henidik namat, Dottin, Langue gauloise, p. 274.
  2. Rev. celt. 1892, p. 328.
  3. Kenveria an iwerzoneg mac thire « mab an douar», da lavarout eo « bleiz », W. Stokes, Togail Bruidne Da Derga, p. 146.
  4. Kenveria Epopée celtique, p. 139. Diwar-benn troiou nerz, oueskded ha kadarnded Kelted Iwerzon, sellout Rev. celt. 1908, pp. 111-3, 129. Kenveria c’hoariou-nerz ar varc’hegerien kelt-ha-roman taolennet gand Arrianos, the Celtic Review, IV, p. 384. Diorroadur ar c’horf gand ar Gelted koz, Notennou, V (eil mouladur), p. 25-6. Temz-korf gourenel ar Gelted e marevez an arem hag e marevez Hallstatt, Loth, Rev. celt. 1920-1, pp. 272, 276 ; Hamy, Anthr. 1906, p. 1-18 ; 1907, p. 127-35. Sellout ivez ouz Piroutet, Contribution à l’étude des Celtes in Anthropologie 1918-9, 1920.
  5. War ar berz-hud anvet geis en iwerzoneg (lïester gesa), sellout Dottin, Manuel, p. 370. Geis a zalc’h lec’h eur furm hen-geltiek *gessis, kosoc’h *gedtis « pedenn ». Kenveria Geddos (gant dd barennet=ss), ano-den war eun enskrivadur eus ar marevez kelt-ha-roman kavet e traonienn ar Roen (Rênos). Diwar ar wrizienn-c’her ged « pedi », e teu an hen-iwerzoneg guide « pedenn » (a zalc’h lec’h eun hen-geltieg *godia), guidim « e pedan », ro-gad « pedet em eus », gessiin (breman geasaim) « e pedan, e tiouganan » D’Arbois, Phonétigue et Dérivation bretonnes, p. 35*.
  6. Ilinad a 0m 44 pe dost.
  7. Kenveria maro Diarmaid, John Gregorson Campbell, the Fians, or Stories, Poems and Traditions of Fionn and his warrior band, p. 54-9 (Waifs and Strays of Celtic. Tradition, Argyllshire Series N°IV).
  8. Dottin, Langue gauloise, p. 292, not. 1.
  9. Samilla ha Giamilla a zo anoiou-merc’hed diveret a samo- « hanv » ha giamo- « goanv », Rev. celt. III, p. 310. Samogenos « mab an hanv » pe « ganet en hanv ? », Visumâros « melchon », Baditis « loa-zour », Beliokandos « mildelien » (achillea millefolium, L.) Sellout Dottin, Langue gauloise, d’ar geriou-ze.
  10. Kenveria L. Léger, Mythol. slave, p. 170.
  11. Kenveria Epopée celtique, pp. 281, 283. Emlaz ar bried, n’eus ket ano gand an hen-skrivagnerien e vije anezan e-touez ar Gelted koz, a zo bet boaziet en o zouez koulskoude, evel m’hel laka anat ar c’havadennou graet e beredou keltiek eus an IIvet, IIIvet ha IVvet kantvedou kent H. S. Er beredou-ze, alïes a-walc’h, relegenn-eskern ar c’hadour a zo gantan relegenn eur plac’h. A-wechou eman ar plac’h astennet en tu kleiz d’ar c’hadour. Gwechou-all eman gourvezet war he c’hein ha korf maro he fried astennet warni, dremm-ouz-dremm, e ziouvrec’h en-dro d’he fenn. Ha beza relegenn ar c’hadour peurvuia hini eun den deut da vrud e oad, ar plac’h-hi a vez peurlïesa eur grennardez (Déchelette, Manuel, II, 3vet kevrenn, p. 1035-6). An emlazerez a-youl eus an intanvez war gorf he fried a zo bet meneget e-touez an Dhraked gand an hen-skrivagnerien. Bet ez eus anezan en eun niver poblou.
  12. N’edo ket ar boaz gand ar Gelted gouela d’o re varo. Sellout war ze Notennou, XII (kevrenn diweza), p. 17 ; Anderson-Leclercq, Mythol. scand. p. 251-2.