Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol2/Rann 51

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 112-113)




Hemolc’had Namans, mab Namantos.


O kimiadi diouz Rigiosedon ez oa aet Evos ha Toutos d’ar frankizenn ma chome ar c’hoziad. Edo o paouez tec’hout kuit. Gwisket en doa en e benn eur boned e lakae disgwel[1]. Nemet n’edo ket pell araozo hag, a-drugarez d’ar bleiz, e voe kavet kerkent ar roudenn anezan gand an daou baotr yaouank. Gwisket o doa ar mentell bet rôet d’ezo gand Ategena ha lakaet kougoul unan anezo e kerc’henn ar bleiz. Disgwel ez oant, eta, o-zri, evel an hini ma redent war e lerc’h, hag e rae ze evel tri spez o redek war-lerc’h eun all. Klevout a rae an dud lenv an hini a rede en a-raok, trouz ar bleiz war e seuliou o sacha war e rao, kammedou an daou gadour o tont war-lerc’h. Den ne welent, avat, hag e save aon en o c’halon. Dre ma tremenjont e hadjont spouron evel-se.

Eur bloavez war e hed e padas hemolc’hedigez Namans, mab Namantos. E-doug holl zeveziou ar bloavez-se, eus an eil kuz-heol d’egile, e santas an euzden anal tomm-skaot ar bleiz ouz e seuliou, hag e klevas strap ar rao ha trouz kammedou an daou vreur. Ne voe ket, gand ar braouac’h a oa ennan, evit chom a-zav, pa c’houveze o doa touet an eil hag egile skuilha e holl wad diouz e wazied ha kas ganto e benn. Brud a zo eus ar peder stêr war-nugent m’en em erbedas d’o skoazell ha ma treuzas lïes tro o naoz d’ober koll e roudenn. Ar re eo a anver Visuria, Amisios, Lupia, Mosa, Isara, Sequana, Matrona, Mogra, Osa, Kernunos, Mosella, Ausava, Obrinka, Lautra, Matra, Durapa, Argentia, Saukona, Bridena, Ikauna, Liger, Bebrona, Karos, Angeriskos[2]. Seul gwech ma treize an euzden red unan eus ar stêriou-ze, e kave d’ezan beza savet eun harz didreuzus d’an tri o tont war e lerc’h. En tu-hont d’an harz e kave d’ezan en doa o lezet, laouenaet-holl d’ezan dre m’en doa, d’e veno, peur-ziroudennet anezo. Hogen, a-vec’h d’ezan ober eur c’hammedennou bennak ma sante adarre anal ar bleiz, ma kleve strap ar rao. Ne vennas stêr ebet e warezi. D’an diwez, war c’hlann an Angeriskos, peurzivïet e nerz, e kouezas d’an douar. Ruilhet dioutan e voned, e lammas ar bleiz gantan. Ha sed an daou baotr, taolet ganto o mentell, en o sav en daou du d’ezan, unan a gleiz, egile a zehou. O c’hontellou a voe sanket ganto dindan pep-hini eus e gostezennou, adaleg e ziouskoaz beteg e gof ha lakaet da redek e holl wad beteg ar berrad diweza. Neuze e voe trouc’het dioutan e benn, hag e ene, o tont eus e c’henou e spez eun naer, en em strinkas hag a steuzias er stêr. Ar c’horf a lezjont war ribl an Angeriskos hag int en-dro da Dastris gand ar bleiz, o tigas ganto ar penn.


————
  1. War ar bonedou gloan gwisket gand oadvezidi an arem er Jutland, sellout ouz Montelius-Reinach, Temps préhistoriques, p. 77, skeudennou 87 ha 89.
  2. Setu, diouz renkadur ar skrid, anoiou-breman ar stêriou-ze : Weser, Ems, Lippe, Meuse, Oise, Seine, Marne, Morin, Ozain (depart. Aube), Sanon (adstêr ar Meurthe), Moselle, Oosbach (adstêr ar « Kyll » e-kichen Trêves). Vinxtbach, Lauter, Moder, Dorps (Alzas), Ergers, Saône, Brenne, Yonne, Loire, Beuvron, Gher, Indrois (adstêr an Indre, Anger, Rev. celt. 1901, p. 223. Ar stêriou-ze a ziskouez beza re ar c’henta broiou aloubet gand ar Gelted, Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 244-6.