Sketla Segobrani vol2/Rann 49
Penna oberou a zaneveller eus renadur Vindosêtlos eo ar re-man :
Kemen a reas da Rênos, mab Liros, evezia ar grouadurien nevez-c’hanet a ouenn Vanos. Rênos eo a zilenne ar re a oa da veza miret ha savet hag ar re a dleed mouga en dour ha daskori d’an douar[1]. Eeunoc’h ha poellekoc’h barnour ne voe gwelet biskoaz.
Mennout a reas ma vije argaset a-douez an nemeti (tud nevet)[2] an tri doare-tud-man : ar vibien hag ar merc’hed na skoazelljent ket o zad hag o mamm en o c’hozni ; ar vreudeur diaked da warezi o c’hoarezed ; ar farwelled a lakje ar re-all da c’hoarzin diwar o c’houst.
E-kenver ar varc’hadourien estren o tont da gerc’hat goularz e savas reizaduriou fur meurbet. Henchou a reizas d’ezo na dlejent biken mont diouto ha marc’hallec’hiou ma tlejent keja enno da eskemma o marc’hadoureziou ouz goularz bugale Vanos. Nes d’ar marc’hallec’hiou-ze hag a-lec’h-da-lec’h a-hed an henchou, e reas sevel tïez ha kloziou ma c’hellje ar varc’hadourien mont enno d’en em waskedi ha da dremen an noz gand o c’hirri hag o loened. Berzet outo, avat, ar peb all eus ar vro ! Nep piou bennak a zigouezje gand eur marc’hadour er-maez eus an henchou hag ar marc’hallec’hiou reolennet en doa gwir d’e laza.
Torret e voe gant Vindosêtlos ar boaz da lakaat ar gwerc’hezed gouestlet d’an Heol da zougen ar profou a gased d'an nevedennou pell. Rak, dre m’he doa drougiez ar gouennou sujet lakaet termen d’an hir-amzervez a beoc’h a rene war an Europ dindan ar roueed gounideien-zouar a vro-Wenn, er gwasa arvar en em gave ar gwerc’hezed sakr hag o ambrougerien e-doug an ergerzadennou-ze. Fellout a reas d’ezan, eta, na vije ken douget ar profou ganto hiviziken, hogen gant mevelien an nevedou o c’hasje betek harzou ar poblou nesa, d’ar re-man goude d’o eeuna da zibenn o hent[3].
E diabarz ar vro, pa ’z ae ar gwerc’hezed sakr a nevedenn da nevedenn d’en em weladenni pe d’ober war-dro an azeulerez, e kemennas d’ezo henchou ha gwenodennou a oa, ha n’helle den o darempredi nemeto[4]. Dre-ze e tiskoueze an doujans a dleje an holl kaout outo.
Hen eo, war a leverer, a rôas da dermen d’o amzer-wazoniez an oad a zaou-ugent vloaz. Dre an abeg, emezan, n’oufe dereout ar gozni, gant he gwanderiou, ouz ar prederia en-dro d’an doueed. D’ober war-dro krouadurien bepred yaouank ha krenv e fell kaout tud hag a ve o-unan yaouank ha krenv.
Rei da goun a reas Vindosêtlos da vugale Vanos e tleent en em ziwall a gas d’an doueed goulennou her pe ziboell, gouest d’o broc’ha ha d’o lakaat gwall-dûet ouz an dud. Pedent, gant-se, neket diwar skanv ha dreist penn-biz, hogen goude hir-evezia hag en em aoza piz.
Diskulia a reas d’ezo ez eo ar bedenn graet goude an emwelc’hadenn-veure dirag an heol o sevel an efedusa-holl, an hini a vez teneraet ar gwella ganti kalon an doueed divarvel. Pa vez an deiz en e c’hlanded, divec’h da galon an den sevel, evel anezi hec’h-unan, daved an doueed ! Diski a reas d’ezo, ouspenn, trei bepred ouz an tu dehou pa beder ha pa azeuler[5].
Gourc’hemenn a reas ma rafent kunv ha karantezus d’al loened-chatal a oa deut ganto eus ar vro-Wenn hag o doa servijet leal o gouenn a-hed keit-all a rummadou, eur gwir zlead, emezan, o unani ganto e kement a c’hoarvezje, pe eurvad pe walleur e vije, o gervel da genlodeien en o leveneziou hag en o c’hanvou, ha mirout o lec’h d’ezo en o holl oueliou[6]. Sparfaduriou-zo gant dour-glanaat mat da yec’hed al loened a zeskas d’ezo ivez, ha gant pe c’hlasveziou, gant pe vleuniou e tleer kempenn ar c’hrevier, evel an tïez diouz ar mareou-bloaz[7]. O c’helenn a reas war virout hepken e buhez eus pep torrad-loened ar re vihan koanta, krenva, gwella-iziliet, e doare ma vije kendalc’het ar ouenn gand ar pep barreka anezo.
Hini pe hini a garfe rei da wir ez eo Vindosêtlos en deus desket da vibien Vanos kement doare-divinouriez a zo : dre ar rod, dre ar vouc’hal, dre ar bir, dre ar gwialennou ivin, dre deurel prenn, dre hud ar pennou-bizied, dre luc’h-meur an daouarn, dre an ambren rakwelerez, dre red ar c’houmoul, dre aroueziou an nenv, dre nij ha kan an evned, dre finv ha garm ar pevarzroadeged, dre ar bouzellou, dre ar gwad, dre an dour, dre ar plom. Hogen anavezet ganto, moarvat, ez oa an holl draou-ze, diskuliet ma voent bet d’ezo gand an doueed en o gweladennou d’ar vro-Wenn.
Evit senti ouz ar gourc’hemennou a oa bet rôet d’ezan gant Bodiakos e Korobilion, en doa dibabet Vindosêtlos, a-douez paotred yaouank e ouenn, ar pep haela, ar pep speredeka, ar pep gwella. Hag hen o pleustri d’o c’hentelia war gement en doa desket e-unan digand an doueed. Eus an deskadurez-se em eus lavaret, e derou al levr-man, kement a zo aotreet da lavarout. Difennet eo gand an doueed lakaat an traou-ze dre skrid, ha n’eo ket hep gwir abeg, o veza ma c’hallfe ar skrid digouezout etre daouarn tud dizellezek a c’hounezje dre e lenn eur galloud a lakjent hepken da wall-ober[8].
Vindosêtlos en doa savet d’ezan e-unan eun ti e-kreiz an douarou bet lakaet war e ano gant pennou e bobl. Rigiosedon[9] a voe graet eus an ti-ze evid ober stad eus an hini a rae anezan e annez. Er pradou en-dro d’e di e voe savet o logellou gand ar re yaouank a gelenne. Nao bloaz a dremenas evel-se.
- ↑ En abeg d’o c’horf gwall-neuziet. Lakaat e kemm : 1° beuzidigez bugale vac’hagnet roue-meur Iwerzon, Coirpre Caitt-chend (Ia kantved goude H. S.), D’Arbois, Droit celtique, II, p. 38-9 ; — 2° ar boaz meneget gand an impalaer Julianus (IVvet kantved) ; — 3° al linennou-man gant Ploutarkhos, Buhez Lukurgos, 21 : « Dre ma veze tonket ar vugale nammet pe gorfet-gwan da chom atao izil ha di-yec’hed, e kave da Spartaïz n’oa ket mat na d’ezo end-eeun na d’ar Vrôad lezel o buhez ganto » ; — 4° an hen-zisklêriadur-man da Lukanus : Teutatis Mercurius sic apud Gallos placatur : in plenum semicupium homo in caput demittitur ut ibi suffocetur, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 159, not. 2.
- ↑ Diwar-benn an hen-geltieg nemetos, D’Arbois, Noms gaulois, p. 151-61 ; an iwerzoneg nemed, nemhidh, Droit celtique, II, p. 82-5 ; an hen-vrezoneg nemet, nemed, nimet, krenn-vrezoneg nevet, neved, Loth, Chrest. br. p. 154, 222.
- ↑ Kenveria Herodotos, IV, 33, 34, 35.
- ↑ Kenveria Tour du Monde, 1902, p. 89.
- ↑ Kenveria Ploutarkhos, Buhez Numa, 19. Trei war an tu dehou, diouz red an heol, a anved deisiol en iwerzoneg, eus dess « dehou ». War ar boaz-se, sellout Dottin, Manuel, p. 347 ; Joyce, Social History, I, p. 301-2 ; D’Arbois, Civilisation des Celtes, p. 254-6 ; Principaux auteurs, p. 302 ; Epopée celtique, XLI, 321.
- ↑ Kenveria Sébillot, Paganisme contemporain chez les Peuples celto-latins, p. 231.
- ↑ E-pad ar gourdeiziou, an ivin, ar c’helen, an uhel-varr, al lore, ar roumarin, ar jenevreg ; — da gala-mae, ar melion, ar bleun-nevez, an hiliber, ar spern-gwenn, ar spern-du : spern-gwenn a veze lakaet en-dro d’an dorojou ha strewet ganto al leurenn ; gand ar spern-du e saved eur volzenn a-zioc’h d’ar rouanez-Vae ; — da vare an hanter-hanv, an uhelenn-wenn, ar radenn, ar varlen, ar melchon, hag all. Sellout Thiselton-Dyer, British Popular Customs, pp. 17, 221, 255, 274, 312, 316, 327, 459, 478.
- ↑ Ploutarkhos, Buhez Numa, 28.
- ↑ « Annezlec’h ar roue. » An iwerzoneg riched « nenv » a c’houlenn en e raok eur ger keltieg *rigiosedon, Rev. celt. 1914, p. 254 ; 1915-6, p. 382. Kenveria an anoiou-lec’hiou Rigodunon e Breiz-Veur, Rigomagos e Galia, D’Arbois, Premiers Habitants, II, pp. 259, 270 ; Noms gaulois, p. 8-12.