Sketla Segobrani vol2/Rann 48
Setu aman ar c’homzou a zeuas gant Vindosêtlos dirag an ezec’h hag o friedou, er vodadenn a zalc’hent nepell diouz al lec’h-se :
« An dimezi, an engehenti bugale, an diorren bugale, an diazeza tiegez, ar re-ze eo ar pevar feul ma ’z eo harpet warno Galloud ar Ouenn. Diwallit na vefe ket en ho touez ar pevar feul-ze ker glan, ker yac’h ha ker krenv hag arem hoc’h armou.
« An neb, hag hen nammet a gorf, klanvidik ha gwan a spered, a vev gand eur plac’h hag a c’han bugale henvel outan[1], an neb a freuz e yec’hed hag e nerz hep talvoud nag ezomm, dre ren gwall-vuhez, dre en em vezvi, dre re zibri, dre dremen e zeveziou o tidalveza, e nozveziou o c’hoari dinsou, ar paotr a zimez d’eur plac’h arall-vro, ar plac’h en em ro, pe gant grad he zud pe dic’houzout d’ezo, d’eur paotr arall-vro, ar re-ze holl a dorr penna gourc’hemennou al Lezenn ; ouz an Heol war eun dro hag ouz ar Ouenn e pec’hont. Outo n’en em zigoro ket dorojou skedus ar C’hornog ; preiz d’ar Bleiz e vezint avat[2] ; gand o eskern e savo mibien Liros mogeriou[3] hag o ene, aet da douseg, a c’hourlammo e doun an islonk e-kreiz fank ha naered[4].
« Netra gwell, pe baotr pe blac’h e ve, eget dont diwezat da gaezoureg[5]. N’eo ket mat e timezfe paotr ha plac’h yaouank kent o ugent vloaz[6]. Rak ar vugale o defe kent an oad-ze ne ve biken par o nerz hag o yec’hed d’ar re o defe diwezatoc’h. Tremenet ganto o daou-ugent vloaz e tle paotr pe blac’h en em virout a c’henel bugale, dre ma vez peurliesa ar vugale, ganet gant tud en o diskar, gwan, klanvidik, berr ha reuzeudik o buhez.
« Ezomm n’em eus ket da lavarout d’eoc’h na zere tamm o dije paotr ha plac’h darempredou lik kenetrezo kent an dimezi. Seurt boaziou ne gaver nemet gand ar Skaled hag ar gouennou-all du ha drouk eus ar bed. Dre ma vev ar gouennou-ze e-giz loened eo ez int bet anvet dic’hlan ha milliget. Stad ebet ne reont eus gwerc’hded merc’hed nag eus emziouer paotred. En o zouez ne heuilh ket kennebeud-all an dud dimezet an emzioueri er mareveziou rekis[7].
« Henvel ne voe graet biskoaz e-touez tud gouenn Vanos, ha dre-ze eo eman gourvibien Velios dreist d’ar gouennou du en em bar kenetrezo evel chatal. Ar werc’hded kent ar briedelez, ha, goude ar briedelez, an emzioueri d’ar mareou dereat eo o deus savet diskennidi Manos ha Bena a-us da ziskennidi ar ramzed[8].
« Pa zeu eur paotr d’e oad-gour, mar deo bras, yac’h ha nerzek a gorf, iziliet-krenv, gwevn, skanv, lemm e zaoulagad hag e ziouskouarn, kadarn hag eveziek, aes da veva, ra zimezo gand eur plac’h enni an hevelep stummou-dreist, an hevelep perziou-mat. Heulient, diwar-benn engehenta, genel ha sevel o bugale, an holl reolennou diskuliet gwechall d’hon tadou gant Lugus, Belisama ha Virodakthis[9]. War o zïegez e tiskenno bennoz an doueed gwelevus o warezi gouenn Vanos hag e vezo ar vugale anezo enor ha sked hor Gouenn.
« N’eo ket gant komzou kaer, gourdrouz ha taoliou e tiorrôer bugale. An aliou fur hag ar c’henteliou mat a zeu dre eur skouarn hag a ya dre eun all. Gand ar gourdrouz hag an taoliou ez a ar bugel aonik, golôet pe zrouk. Dre ar skouer hag an ober eo e tiorrôer bugale[10].
« Disprizout a ra ar bugel kement tra a wel disprizet, prizout a ra kement tra a wel prizet. Ober a ra diouz ma wel ar re-all oc’h ober en-dro d’ezan. Ac’hano, evid ar re en e dro an dlead da veva hervez al Lezenn ha da rei d’ezan skoueriou mat hepken.
« A-vihanik poelladit da rei boaziou mat d’ho pugel. War gant kentel e talv eur boaz mat[11]. Roït d’ezan kement en devezo ezomm. Grit brao d’ezan, hogen harzit, start evel dir, ouz e froudennou ; na blegit biken outan.
« Paotred ha plac’hed, kerkent ha ma c’hellont kerzout, a dle kemerout ar pleg da labourat ha da veza talvoudek. Graent war-dro ar re vras diouz o nerz hag o meiz. Da vare ar predou, digasent ar c’herniel hag an diskou, dinaouent da eva, oc’h ober da zarbarerien kement ha ma ’z int barrek[12].
« Goude pred, purent ar c’haoteriou, aent da drouc’ha geot evid ar gweleou, raoskl ha brôen da strewi war al leur-di. P’o devezo nerz a-walc’h e tleor lakaat ar baotred da gerc’hat dour, da faouta keuneud, da brederia ha mesa chatal. Ar merc’hed-i a dleo mala greun, burutella bleud, meza toaz, trouc’ha ha gwriat krec’hen ha mezer. P’en em gavo ostizidi pe gerent o tont a-bell, gand ar merc’hed e vezint digemeret hag evesaet n’o defe dienez a netra, int hag o loened[13].
« Ra zesko abred an tad d’e vugale oberia armou hag embreger anezo, hag ivez ober ampart gand an nao doare benveg.
« Ne dle biken eur mab a ouenn Vanos beza nec’h ha berr warnan. Gouzout a dleo divoueda eur pilprenn d’ober eur vag, sevel eul logell, levia eul lestr, ren eur c’harr, prederia eur marc’h, goro eur vuoc’h, aoza eur gaoter gant rinvedou, gofelia eun houarn goaf, eur gontell, eur c’hleze, trouc’ha ha toulla ler, kignat ha dibezia eul loen, darevi boued, adkavout e hent en noz tenval pe e-mesk lusenn, treiza eur stêr diwar neunv.
« Ne dle ket beza abaf nag aonik rag al loened gouez hag an dud estren. Ne dle kaout aon rak netra ha beza gouest da c’houzanv pep tra heb ober klemm. »
- ↑ Kenveria Manou, III, 7, 8. ; C. de Varigny, la Femme aux Etats-Unis, Paris 1893, pp. 75-81.
- ↑ Bleiz debrer-tud, Rev. celt. 1904, pp. 208-24 ; 1913, p. 1-2 ; Rev. arch. 1911, p. 57 (skeudennou en tri fennad-ze).
- ↑ Kenveria, e lennegez kembraek ar Grenn-amzer, kastell Oeth hag Anoeth savet en eskern gant Manawyddan mab Llyr, Rev. celt. 1913, p. 278.
- ↑ Kenveria Naastrand ar Skandinaved, Anderson-Leclercq, p. 289.
- ↑ Kenveria Kezar VI, 21 : Qui diutissime impuberes permanserunt, maximam inter suos ferunt laudem : hoc ali staturam, ali hoc vires, nervosque confirmari, putant. Ha Tacitus, Germ. 20 : Sera juvenum Venus eoque inexhausta pubertas. Ouz ar C’hermaned e sell an diou arroudennad-se pe, da vihana, ouz ar pep gwella anezo. Diwar-benn gouenn an Hen-Gelted henvel ouz hini an alouberien a zo digouezet e kuz-heol an Europ, an eil war-lerc’h egile, betek derou ar Grenn-amzer (Franked, Goted, Angled, hag all), sellout Dr Hamy, les Premiers Gaulois, Anthr. 1906, p. 2. Kenveria Loth, Première apparition des Celtes dans l’île de Bretagne et en Gaule, Rev. celt. 1920-1, pp. 272, 276-84.
- ↑ Intra annum vero vicesimum feminae notitiam habuisse, in turpissimis habent rebus : cujus rei nulla est occultatio, quod et promiscue in fluminibus perluuntur, et pellibus aut parvis rhenonum tegumentis utuntur, magna corporis parte nuda, Kezar, VI, 21.
- ↑ Diwar-benn an deiziou ma tlee ar priedou emzioueri e-touez Arianed an Indez sellout Manou, III, 46,47 ; IV, 40, 128. Diwar-benn roudou eur boaz henvel e-touez Arianed an Europ hag ar mennad anezan, Frazer, Cultes agraires et sylvestres, p. 259.
- ↑ Lenn war ze eveziaduriou Frazer, III, p. 261, ha re S. Reinach, Cultes, Mythes et Religions, III (eil mouladur), pp. 340-2. Frazer a laka evez ez eo diwar an dlead a emziouer m’o deus gouezet en em blega d’ezan da vareou-bloaz rekis, e kemeras gouennou-tud a zo eur galeted hag eun nerz-youl n’o deus ket gouennou-all tizet da gaout. Mar deo an den gwenn dreist d’ar Morian, an Europad dreist d’an Arabiad ha d’an Aziaded-all, gouenn hanternoz an Europ dreist da ouenn ar c’hreisteiz, n’eus ken abeg da ze nemet hennez. Kenveria J. Huret, l’Amérique Moderne, I, p. 125-6 (eus ar mouladur skeudennaouek, P. Lafitte, Paris, 1910), 121-2, 124 ; II, p. 103. Cf. ivez De Mandat-Grancey, Dans les Montagnes Rocheuses, p. 14 (trede mouladur, 1894) ; Raymond Bell, Croquis californiens in A travers le Monde (stagadenn le Tour du Monde), 1902, p. 388.
- ↑ Virodakthis a gredfed a-walc’h ez oa eun doueez ar c’hanedigez, henvel ouz an hini ma rae ar Romaned anezi Lucina, Rev. des Et. anc. 1913, p. 455.
- ↑ Kenveria G. Le Bon, Psychologie de l’Education, XVvet miliad, p. 353 ha da heul ; Baden-Powell, Le Livre des Eclaireuses, p. 174.
- ↑ G. Le Bon, op. cit., pp. 233-4, 256-7.
- ↑ « Ar Gelted a laka d’ober en-dro d’ezo ouz taol bugale yaouank-flamm, paotred ha plac’hed », Diodôros, V, 28. E-touez ar Skandinaved ez oa ar boaz ma tremenje merc’hed an ti ar c’herniel d’ar vrezelourien, p’edont bodet da eva goude pred (Montelius-Reinach, p. 240.)
- ↑ E Mabinogi Owein ha Lunet an diou blac’h war-nugent eus ar c’hastell a zigemer eur beajour, a zistern hag a brederi e varc’h, a walc’h hag a bur e armou, a denn diwarnan e zilhad-beaj hag a ro d’ezan re-all, a aoz hag a zigas d’ezan eur pred, Loth, Mabinogion, II, p. 6-7 (kenta mouladur).