Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol2/Rann 26

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 57-58)


Ar morvil euzik[1].


Vindosêtlos a adstagas gand e verdeadenn. Eur vougeo a welas dirazan m’en en golle ar stêr e-barz. A-us d’ar vougeo krouzell eur grec’hienn digoad. O valegi war zaou dor ar grec’hienn a-zehou hag a-gleiz, diou roc’hell gourlufr ha kelc’hiek a lugerne evel strink. Klota a rae ar meneziou diouz an daou du ouz ar grec’hienn ken n’oa etrezo tremen ebet na war an dourn dehou na war an dourn kleiz. Ar stêr a-bez a yae er vougeo. Ha Vindosêtlos e-barz ivez da heul ar ster ! Rak-tal en a-drenv d’ezan setu en em gloz, en eur drouzal, toull-dor ar vougeo, hag hen e-kreiz an deva tenvalijenn.

Ar pez a gave d’ezan ez oa eur vougeo n’oa netra ken nemet geol eun euzadenn a vorvil en em lakaet el lec’h-ze, ar strisa war c’henou ar stêr, evit lonka kement pesk a ziskennje gant red an dour. Klopen an euzadenn eo ez oa ar grec’hienn digoad a save a-us d’ar vougeo, hag e zaoulagad an diou roc’hell strink a-zehou hag a-gleiz. Torret d’ezan e naon, sed ar mil euzik en-dro en dounvor. O skei an dour gand e lost bras-espar ez a timat en e raog dindan oabl glas-koc’hennet ar beure, a-dreuz da donnou stank-diniver ar mor-Bras.


  1. Kenveria Naville, pp. 85-6.