Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol2/Rann 25

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 56-57)


Emweladenn an Doueez-Veur gant Vindosêtlos.


P’edo Vindosêtlos o vont da ziraez penn an draonienn, e steuzias ar vorenn. Merzout a reas war ar ribl ar vrezelourez-veur. He bouc’hal a zalche gant he dourn kleiz, he brec’h zehou savet er vann, tro outan palv he dourn digor[1]. A-dreuz d’ar vorenn ha d’an enebourien ez oa deut betek di d’e genbrezek. Ker gell ha klor-kistin, ker rodellek ha kreon danvad he bleo en he fenn. Nemet o doa an dremm hag ar c’herc’hen anezi gwennded ha damruzded tener bleun an avalenn hag ar gerezenn. Ha gand ar berv diwar an emgann he doa renet hag ar redadenn edo o paouez ober, edo ruziet-holl ha flamm-skedus he dioujod. Vindosêtlos a zouaras hag an doueez, o lezel da goueza d’an douar he bouc’hal hag he skoued, a daolas he diouvrec’h a-vriad en e gerc’hen hag a bokas d’ezan.

« Garo, emezi, an emgann hon eus ranket embreger evidout. Keuz n’em eus ket d’am foan avat ! Rak ma ’z out-te karusa paotr am eus gwelet biskoaz. Ma n’em bije ket eur pried a garan, te eo a gemerfen. Hogen eur verc’h dizemez am eus, ha hi kaeroc’h egedoun. Kadarn ha krenv, habask ha sentek ez eo-hi ; kenoad eo ganez ha d’it e vezo, mar kiri, o Tekos. »


  1. Da arouezia peoc’h ? Kenveria Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, III, eil mouladur, p. 60.