Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol2/Rann 24

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 56)


Argadadeg al loened-stlej.


D’an navet kan-dour setu o tont eus ar mor war ar stêr eul lusenn deo en em astennas war an diou c’hlann anezi. Evel gand eun dic’hlann-reverzi e voe beuzet ganti holl strad an draonienn. Ma harzas ouz armead an doueez da gerzout war-raok, ha ma reas an êrevent o mad anezi evid adreiza o strolladou. Dastum o re-varo hag o re-c’hloazet a rejont buan hag o zeurel er gaoter-adc’henel[1]. Hag i neuze diskenn en dour ha neunvi daved ar vag. Dont a rejont en-dro d’ezi ha kregi o daouarn er bourz anezi d’he zrei war he genou. C’hoant o doa d’he c’has d’ar strad ha da veuzi ar paotr a oa enni. Hogen, en adrenv d’ezo, eus kement toull a oa er riblenn ez oa deut eun niver naered[2]. Tizout a rejont an êrevent e-kreiz ar stêr. Hag i en em wea en-dro d’o divesker, en em stleja a-hed o brennid ha gwaska o divrec’h hag o gouzoug e-kreiz o gweadennou. Sounn hag o fennou ouz o fennou-i, e flemmjont d’ezo o dremm, en eur skuilha o glaourenn hag o c’hontamm en o daoulagad, en o fri, en o genou, en o diskouarn. En doare-ze eo e lakeas naered Litavis diflach ha dic’halloud êrevent ar stêr.


  1. Kenveria ar Pair Dadeni gant barzed kembraek ar Grenn-amzer, Rhys, Celtic Heathendom, p. 256 Pair = hen-geltieg *pario-, Dottin, Langue gauloise, p. 277.
  2. War an naered ha doueez ar glen, Rev. archéol. 1911, pp. 221-56 ; Rev. des Et. anc., 1906, pp. 281-2 ; Glotz, la Civilisation égéenne, 1923, pp. 286-7.