Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol2/Rann 23

Eus Wikimammenn
Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 54-56)


Argadadenn an Heizez-Veur hag he c’hirvi.


D’ar pempet kan-dour, e tiskennas ar c’hirvi stank ha diniver eus ar c’hoadou-pin m’o doa en em dennet enno e-pad ar glao[1].

En o fenn, e kerze ar Rouanez-Veur, en he harnez-brezel : he bouc’hal-emgann[2] en he dourn gwevn ha nerzek, hag, ouz he brec’h, eur skouedig arem kelc’hiek[3] ; war he fenn he zog-brezel kern-vegek en arem, outan a-ispilh eur seizenn c’hlas[4]. He brusk, neuziet-kaer, a oa gwisket en eur sae-vailhek arem ker gwevn hag o tereout ker reiz ouz he c’horf ma na rae da welout nemed unan gand he c’hroc’hen[5]. En he dargreiz eur gouriz ler bevennet a vetal, stag outan he gourgleze bras falzhenvel. En-dro d’he c’hroazlez ha d’he diou-vorzed eur verr-vroz mezer gwer kaeraet gant roudennou, kenlinennou ha trôellennou aour. Noaz ez oa he c’herc’hen hag he divrec’h, he diouhar hag he zreid[6]. Gwisket hag armet en doare-ze e c’hourlamme leun a neuz-vat hag a veurdez, kaer ha taer da welout, ha war he seuliou e kerze stank, o fri er vann ha dispourbellet o daou-lagad, an engroez kirvi[7]. Ha gand ar barr-levenez e taskrenas an draonienn dindan treid gwenn kalet an doueez. Ha da stouï d’ezi en em drôas gwez bras, krennwez ha brousgwez, hag an holl bodadou geot. Ha rec’hier ha mein ar menez a gasas daveti o youc’h a garantez. Adlavaret ha meuraet gand an hekleo, e voe douget ar youc’hadeg anezo betek bolz an nenv.

Dindan ar vouc’hal, bet diwanet diwar deuzadur teir zolzennad arem ha gouest an dremm anezi da drouc’ha eur vlevenn war zour ha da denna gwad d’an avel, e kouezas neuze hanter-glopennou, hanter-bennou, brec’hiou ha garrou distaget ha korfou faoutet dre hanter eus ar skoaz d’ar c’haol. Ruziet e voe gant gliz klouar an emgannou divesker gwenn ar vrezelourez betek he daoulin, hag, uheloc’h eget he daoulin, beteg ar gourem-traon eus he berr-vroz. War-lerc’h ar Vaouez-Veur, deut da heizez-vleinerez d’ezo[8], e treuzas armead ar c’hirvi al lennad-wad en eur vourbouilhat. An treid forc’hek anezo, o poueza stank-ha-stank war an holl ziskolpadennou-ze, o dalc’has difinv war an douar hag a viras outo d’en em adframma ha da adsevel. Hounnez e voe al lazadeg a-vagadou a reas Litavis eus êrevent kriz an draonienn beteg an navet kan-dour.


  1. Brehin, les Mammifères, II. p. 473 (kirvi-meur.)
  2. War vouc’hal-emgann ar Gelted, graet anezi kateia ha teutona, Rev. archéol. 1907, pp. 10-4 (skeudennou) ; Déchelette, Manuel, 3e kevrenn, pp. 1355-8 ; A. Bertrand ha S. Reinach, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, pp. 194-9.
  3. Déchelette, Manuel, II, kevrenn genta, pp. 239, 439 (skeudennou) ; Montelius-Reinach, Temps préhistoriques, p. 91-2. Eus an doare skoued-ze eo e raed kaetra, ketra, Dottin, Manuel, p. 84.
  4. Tog-brezel kern-vegek ar Gelted, Déchelette, Manuel, II, 3e kevrenn, p. 1163 (skeudennou).
  5. Sae-vailhek ar Gelted, S. Reinach, Guide illustré du Musée de Saint-Germain, p. 62, skeud. 58.
  6. Ar re-ze eo gwiskamant hag armou an Amazonenn hetead kizellet war vann kleiz an nor e moger-reter Boghaz-Keui (Azi-Vihana). Engravadur war ar Rev. arch. 1910, p. 280. Nemed ar gourgleze falzhenvel hepken, kement pez a zo oc’h ober ar gwiskamant hag an armou-ze a gaver gand ar Gelted. Ar roudennou kaeraet gant kenlinennou ha trôellennou o kinkla ar vroz a zo bet unan eus doareou-kinklerez an ornadurez keltiek. Ar verr-vroz hec’h-unan, pe gompez pe genroufennet, a hanval beza bet ar pep penna eus gwiskamant Europiz en oadvez an arem, kent m’oa deut ar bragou e boaz. D’ar marevez kelt-ha-roman eman ar vroz c’hoaz anezi e gwiskamant an doue kavet en Hérange, Meurthe (Rev. arch. 1911, p. 222-3) ; douget eo bet beteg en hon amzer gant menezidi Bro-Skoz ha Palikared Bro-C’hres. — War Amazonezed ar mojennou gresiek, anezo end-eeun gant Heteïz belegezed-brezelourezed gouestlet da azeulerez doueez ar glen, Ma Bellona, sellout Sayce-Ménant, les Hétéens, histoire d’un empire oublié, pp. 81-3. 122-3 (Paris, 1891) ; Rev. de l’Hist. des Religions, 1913, I ; Ch. Picard, Ephese et Claros ; Recherches sur les Sanctuaires et les Cultes de l’Ionie du Nord, 1922, pp. 431-50. Eun doueez henvel ouz Bellona e-touez ar Gelted, Rev. des Et. anc. 1915, pp. 60-2.
  7. War ar c’hirvi ha doueez ar glen, Rev. des Et. anc. 1907, p. 185 ; 1909, p. 339.
  8. « Par eo an heizez d’ar c’haro evid an eveziegez, hag eun heizez eo a vez bepred o ren an torkad, zoken e mare ar ruta, ken na ve deut ar c’hirvi koz da geja gantan ». Brehm, II, p. 496.