Sketla Segobrani vol2/Rann 27
Bez’ edo, er beurevez-se, war devenn reter Abalos ar paotr yaouank bras a oa en e gefridi ober war-dro karr ha kezeg Vissurix. Rotomagus a reer anezan hag e-touez ar baotred yaouank o servija an doueed e tenn kement ar sellou hag e c’hoar Kassia e-touez ar merc’hed. Kaera ha krenva mevel eus ar bed ez eo-hen. Adalek gwrizienn e vleo da vegou e dreid daou liou war e gorf : liou gwenn ar bara gwiniz, liou ruz evel ar ruzell-veure kent an tarz-heol. En e benn eur mouead dam-hir, teo, rodellet-kaer, ma sked pep blevenn ennan evel eur bann-heol. Kalz a verc’hed a zo trôet kenan d’e garout, hogen ne daol outo evez ebet. N’en deus ken preder er bed nemet karr bras Vissurix hag an daou jao hel laka da loc’ha. Noz-deiz eman ganto e spered, rak enno en deus dastumet holl deneridigez e galon. Bep beure e kas anezo da gouronka er mor, ha setu perak en em gav, en deiz-se, e tevenn Abalos, gwisket gantan an dilhad ma oa boas da wiska a-benn gouronkedi ar c’harr, da
lavarout eo eun doneg divilgin start ouz e gorf ha bragou striz ha berr o lezel e zaoulin ez noaz[2]. Ar beure-ze, koulskoude, e-lec’h dont d’an aod digabell ha diarc’hen, en doa lakaet en e benn e dog-arem daougornek hag en e dreid e soliou-houarn.
Gwelout a eure ar morvil o neunvi eur pennad diouz an aod. Hag hen kregi en e c’harzou ha lammat en dour. Tizout a ra ar pesk, digeri d’ezan a-nerz-brec’h e c’heol ha mont e-barz etre an diou garvan. O vouta neuze ar garvan-grec’h gant kerniel e dog ha beg arem e c’harzou[3], e-keit ha ma pouez war ar garvan-draon gand e soliou-houarn, e ra d’ar mil digeri ec’hon-frank e c’heol ma teu dre an hent-se ar vag er-maez. Neuze e lez ar mevel an diou garvan d’en em adsteki hag en em gav gant Vindosêtlos war an tevenn.
« Bez deut-mat, Moridânos[4], emezan. Gwerelaouenn wenn ha devez laouen d’it ! Setu deut da benn ar risklus a verdeadenn a oa bec’hiet warnout da ober. »
- ↑ « Mevel ar Rod ». Kenveria e mojennou Iwerzon Mog Ruithe « servus Rotae », eun drouiz brudet a savas gant Simon Drui (Simon Drouiz) ar Rod anvet Roth Ramach « Rod Roenvek » pe Roth Fail « Rod Luc’h » a dlee lakaat Simon barrek da nijal a-dreuz d’an aer, Rhys, Celtic Heathendom, pp. 210-6. — Arabad drouk-veska magus ha magos. Magus (kenveria goteg magus « paotr ») a zo deut, e brezoneg-krenn, da mao « mevel » (ac’hano an ano gwregel maouez a dalveze, da genta, kement ha « matez » ; ac’hano ivez an anoiou diougevrennek Maodez « Mevel an Deiz », Maodoue « Mevel Doue » ). Magos a zo deut da ma « tachenn, lec’h » e geriou kenaozet evel goariva, c’hoariva « teatr », ano diou gêriadenn a vro-Wened, Rev. celt. 1891, p. 281.
- ↑ Hennez eo gwiskamant ar paotr yaouank a ro lusk d’ar rod war gaoter Gundestrup, A. Bertrand, Religion des Gaulois, p. 368 (skeudenn.)
- ↑ Garzou arem ar garrenerien er c’henta oadvez an houarn, A. Bertrand ha S. Reinach, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, pp. 111-5.
- ↑ « Ro ar mor ». Sellout Dottin, Langue gauloise, d’ar ger dâno-. Kenveria e gregach Heridanos « ro ar beure », D’Arbois, Premiers Habitants, I, p. 331.