Sketla Segobrani vol1/Rann 27

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 136)


Ermaeziadeg bagad an Tourc’h gouez. Sagroviros gounezour da c’hlannou ar Visuria hag ar Vimina.


War-lerc’h bagad Dumnos, mab Bitus, e teuas eur c’houec’hvet bagad, renet gant Sagroviros, mab Magalos [1]. Ambrouget gand an tourc’h-gouez Kalido [2], ez eas da anneza, en tu-hont d’an douarou dalc’het gant bagad Nemetos, war ziou c’hlann ar Vimina [3] ha war glann-reter ar Visuria [4]. Trec’hi a rejont d’ar Skaled, hag o argas ha sevel kêriadennou ha krenvlechiou war glannou an diou stêr-ze. A bemp mil paotr hag a bemp mil plac’h yaouank e c’hoarveze ar bagad-ze, ha setu aman anoiou ar c’hêriadennou hag ar c’hrenvlec’hiou a voe savet ganto : Verdunon « ar C’hastell bras », Arotreba « trev an arerien ? », Dêvobrivodunon « kastell Pont an doueed », Dêvoduron « bourc’h an Doueed », Nemetoduron « bourc’h an Neved (nemeton) pe ar Vourc’h sakr (nemetos) », Markoritus « roudour ar Marc’h ».

  1. Sagroviros « gour (gwaz) krenv ». D’Arbois, Grammaire celtique, p. 3. — Magalos (IIIvet kantved kent H. S.), Magilos (IIvet kantved kent, IIvet kantved goude H. S.), Maglos (IIIvet kantved-VIIvet kantved), Mail (VIIIvet-IXvet), Mael (IXvet-XIIIvet), mel « pikol, bras » (XIIIvet-XXvet), D’Arbois, Etudes grammaticales sur les langues celtiques, Phonétique et Dérivation bretonnes, p. 2-4.
  2. Pe Kaledo, Rhys, Celtic Britain (pevare mouladur), p. 285. E barzoneg Claudianus gouestlet da Stiliko, ez eo skeudennet Galia evel eur vaouez bleo melen, eun dro-c’houzoug aour gwidilet en he c’herc’hen ha daou c’hoaf-bann en he dourn ; Brittia evel eur plac’h vrizellet, gwisket gand eur sae c’hlas, ha, war he fenn, da gabell, eur penn houc’h gouez, Rev. celt. 1901, p. 153-9.
  3. Vimina, hizio ar Wümme, bro-Hanovr. Diwar-benn an ano-ze, sellout ouz D’Arbois, Premiers Habitants, II, p. 176-7.
  4. Diwar-benn keltelez an ano-stêr-ze, Rev. celt. 1920-1, p. 283 ; Rev. archéol., ebrel-mezeven 1921, p. 119.