Sketla Segobrani vol1/Rann 26
Goude-ze, Dumnos, mab Bitus [1], a zeuas eus ar vro-Wenn, gantan seiz mil a baotred ha seiz mil a blac’hed yaouank. An taro Vindobennakos eo a henchas ar bagad etrezeg ar c’hornog hag a reas d’ezo tremen an Albis el lec’h m’en doa Momoros e dremenet diagent [2]. Er gompezenn, graet enni gant Momoros e genta ehan, e vanas a-zav an taro. Dumnos, mab Bitus, hag e vagad, eo eta a adsavas dismantrou hag ano Manobriga « krenvlec’h Manos ». Int-i eo a dalvezas gwall-daol ar gizadeg a oa bet skôet ouz bagad ar Marc’h gand Erkuniz. Rak, p’oa deut ar re-man da laerez o saout, ha tizet ganto zoken skrapa diou eus o maouezed, e renas Dumnos, e penn e genvrezelourien ha brezelourien bagad ar Vran, eun argadadeg war an douarou anezo. Kement kêriadenn, kement krenvlec’h piaouet gand Erkuniz e traonienn ar Sala a voe kemeret an eil war-lerc’h egile ha pulluc’het. Ar re eus ar vroïdi n’ejont ket d’en em repui e-kreiz ar meneziou a voe devet en o c’heriou, beuzet o tremen ar stêriou pe lazet war an emgannlec’h. A-unan ganto e varvas o chatal, rak gouestlet da zoue ar brezel ez oa bet an enebour ha kement a oa en e gerz. E kember an Albis hag ar Sala, da evezia penn an draonienn ma red ar stêr ziweza-man, e voe savet kêr Kondatobriga « krenvlec’h ar C’hember ». Ar re-man eo ar c’hêriou hag ar c’hrenvlec’hiou all a voe savet gant bagad an Taro : Tarvonemeton « neved an Taro » , Sonnokétodunon « krenvlec’h koad an Heol », Orkoritus « roudour ar Penn-moc’h », Akaunon « ar Roc’h », Aresida « nes ar C’hoad », Dubra « an Douriou ».
Ambia ha Kinge [3] eo anoiou an diou vaouez a vagad an Taro a voe skrapet gand Erkuniz. An taol-ze a zesrevellin aman dre ma ’z int-i an diou genta eus ar meuriadou gwirion a gouezas etre daouarn an Estren. Nemet, evurusoc’h eget meur a hini eus o diskennadezed war o lerc’h, e voent dieubet gand o c’hrenvroïz nebeudig goude ma voent bet skrapet. Berr-berr e voe an dalc’hidigez anezo ha ne vanas warno da heul na mez na saotr. Salo ha yac’h e voent digaset gand o friedou en-dro d’o logellou, da vriata eno, e-kreiz barrou o levenez, o daou vugelig o doa lezet er gêr hag a lenve d’o mammou. Setu aman an danevell evel ma teu gant tud Lugidunon war ar Viadua.
Antronoz skrapadeg ar saout gand Erkuniz, an diou vaouez yaouank, a zo bet ano anezo, a oa aet, kerkent hag an deiz, dre greiz ar gwez haleg, war glann ar stêr, d’en em walc’hi ha da c’houronkedi. Deut ez oa ganto o ounnered moumoun, o c’herniel livet e glas, o devoa-i savet hag a vane dalc’hmat en o c’hichen ouz o heulia dre ma ’z aent. P’en em gavjont er c’houronklec’h, plac’h ebet all n’oa digouezet eno c’hoaz, rak a-vec’h ma tarze an heol. Ken didud ha ma tiskouezent beza n’oa ket glannou ar stêr avat, digaset m’oa bet di gant doueed ar Skaled eur vag vras pilprennek, enni daouzek Erkuniad, ouz o ren eur pengadour bleo-melen. Al lec’h-ze eus ar stêr, glan ha dizoun an dour ennan ha traezennet-moan ar strad anezan, o doa klevet dre o spïerien ez oa bet dibabet da gouronklec’h gant merc’hed Manos. Ha di ez oant deuet e-kreiz noz. Hag int breman dindan guz e-mesk ar raoskl, en o meno skrapat hini-pe-hini. Kenta ma weljont an diou vaouez yaouank o tiskenn en dour, e lammjont ganto ; evito da stourm taer, o eren a rejont hag o zeurel e strad o bag, ha tec’hout kuit goude, bec’h ganto war o roenvou.
Ar beurevez-se end-eeun edo en enezenn e-kenver d’ar c’houronklec’h unan eus keneiled yaouank Dumnos, mab Bitus. Maros, mab Koviros [4], eo a raed eus an den yaouank-man. War e davig ez oa deut en enezenn, kent tarz an deiz, da sellout ouz gripedou dourgoun en doa antellet en derc’hent. Edo war e zistro daved e vag, gantan daou zourgi war e skoaz, pa zeuas d’ezan mouez Ambia ha Kinge a oa oc’h en em ziwiska war ar c’hlann-eneb. E kuz edo e vag e-kreiz ar raoskl rag-eeun d’al lec’h m’en em gave ar maouezed. Gant-se, pa n’houle ket o diaeza dre dreuzi ar stêr d’an ampoent, e teuas war e giz. Edo o paouez teurel e zourgoun d’an douar hag en em astenn war ar geot e-kreiz an enezenn ; setu ma klev, a-greiz-holl, eur c’halvadeg hag eur vlejadeg a ra d’ezan sevel evel eun tenn. Ha petra a wel en eur zigouezout war ribl an dour ? An daouzek Erkuniad gand o rener o tec’hout diwar herr, ganto Ambia ha Kinge, ereet treid ha brec’hiou, e strad ar bilprennenn anezo, e-keit ha m’eman an diou ounner dilezet o lenvadenni.
Maros, mab Roviros ! eur mat ha gwirion a baotr ! eun hael ha kadarn hini ! Hag hen e-unan-penn ouz trizek, ne dermas ket da zistaga e vag evit redek war-lerc’h Erkuniz. A-drugarez d’ezan, ya, a-drugarez d’e galon start, d’e benn eskuit ha d’e ziouvrec’h nerzek eo e voe dieubet an diou vaouez yaouank, ma c’halljont adgwelout o friedou hag o bugale. Heulia ar skraperien a reas war an holl gammdroiou a rejont dre ar c’hanoliou etre an enezennou ; n’o lezas ket da re-bellaat na beza nepred a-ziwar-wel dioutan ; ne spontas ket rag ar saeziou, an daredou hag ar mein a stlapent outan hag a gazarc’he a-bil en-dro d’ezan hag en e vag ; dre e skiant-veiz hag e zizaouzan e tiarbennas ar spiou hag ar stignou a antelled outan a-greiz raosklegou ha broenegou ar stêr, er c’hildroiou hag er strizredennou anezi. O roenvat hag o seni ar c’horn-boud da gelenn ha da hencha e genvrezelidi, e renas an argasadenn beteg ar penn, hag hen gloazet hag o redek e wad dre veur a c’houli.
D’e genta korniadenn, laosket gantan en eur deurel e droad en e vag, ez oa diredet e genvrezelidi war glann ar stêr. Gwel an diou ounner dilezet, ar raoskl flac’het, roudou ar stourmadenn er riblennad a rôas da anaout d’ezo petra a oa c’hoarvezet. En em ranna a rejont e tri bagad. Eun darn, aet en o bagou, en em daolas war lerc’h Maros. Re-all, treizet ganto ar stêr ha douaret en tu-hont, en em rôas da heda ar c’hlann dehou, o lezel aman hag ahont brezelourien da evezia ar wazredenn. Kemend-all a voe graet gand an trivet strollad war ar c’hlann gleiz. Ar re war varc’h, o kas war-raok a-benn-herr eeun dirazo, a dizas, ne voe ket pell, al lec’h ma tastum ar stêr hec’h holl zouriou en eun naoziad, ha hi peurzieub a enezennou, diharz-kaer d’ar sellerien da welout an holl red-dour en e led eus an eil glann d’eben. En em zizilha a rejont eno war-hed ar glannou, a bep tu d’ar ster, peb a wareg, a vatalm, a c’hoaf-bann ganto en o daouarn, dare da skei.
Erkuniz, oc’h en em welout dalc’het etre marc’hegerien ha bageerien meuriad an Taro, ne strivjont ket da dremen. Dilezet ganto o filprennenn, e klaskjont mirout o buhez e kuz strouez an enezennou. Hogen, emluziet gand an diou vaouez a gasent ganto, gwerzet dre an trouz a raent o tec’hout, ne voent ket evit kas o menoz da vad. Kelc’hiet e voe an enezenn ma ’z edont, hag e touaras enni holl vrezelourien Vanos. Enket en eur c’hognad eus an enezenn, goude eun taer a stourmad, ne voe ket hir ma voent lazet holl, an daouzek a oa anezo, gand o rener. Ha dishualet Ambia ha Kinge !
Setu aze an danevell graet anezi « taol-kaer Maros, mab Roviros », pe c’hoaz « skrapadenn Ambia ha Kinge ». Dezrevellet e voe d’in war ribl ar Viadua gant Kobrovomaros, toutius Lugidunon [5]. Eun den fur ha desket eo an toutius-se, hag eur brezelour kadarn, o tenna d’eur gwad koz hag uhel, p’en deus e-touez e gourdadou Senoris, an eil roue eus ar vro-Wenn. Iliatis, pried Arabia, breur da Ginge, a zo ivez en e nesanded.
- ↑ Dumnos, iwerzoneg domun « bed », kembraeg dwfn « doun ». — Bitus « bepred, peurbadus, bed », iwerzoneg bith, kembraeg byd « bed », iwerzoneg bith, bid, kembraeg byth « bepred » (ha brezoneg bis-, e biskoaz, bisviken, distreset e birviken), D’Arbois, Noms Gaulois, pp. 90-7.
- ↑ « Gwenn e gerniou », iwerzoneg Findbennach, ano eun taro brudet, D’Arbois, les Druides et les dieux celtiques à formes d’animaux (1906), p. 189-90. A vefe ger-evit-ger e brezoneg Gwennvannek.
- ↑ Ambia, ano-plac’h war eun enskrivadur eus an Alpou ; keferata ambio- gand an iwerzoneg koz imbe « moger-zouar, savenn, kleuz en-dro d’eur park pe d’eun ti », D’Arbois, Noms gaulois, p. 35-6. — Kinge « ar gerzerez », ano-plac’h war eun enskrivadur eus Galia, ibid. p. 43.
- ↑ Mâros, iwerzoneg mar, mor, kembraeg mawr « meur » ; Roviros, kembraeg rywr « den-meur ».
- ↑ Toutius « reizaouer-meur ar vroad ? » D’Arbois, Noms gaulois, p. 15.