Sketla Segobrani vol1/Rann 25
Henchet gand ar vran Vesakos, Drutos, mab Karros [1], a zeuas, goude, eus ar vro-Wenn, gantan pevar mil pemp kant a baotred ha pevar mil pemp kant a blac’hed yaouank, nao mil den en holl. Treuzi an Albis a reas ar vran hag ehana war ar c’hlann-hont. War lein eun dervenn vras e kludas ha setu, rak-tal, holl vrini ar vro o tiredek a-denn-askell da c’hrounna war he zro, evel evit he saludi hag ober lorc’h d’ezi. Kluda a rejont war ar gwez tro-dro, ma teuas ar re-man, eus glas ma ’z oant diaraok, da veza du gand ar brini, ha ma vouge koagadeg an engroez-se a evned moueziadeg ar wazed hag ar maouezed, blejadeg ar saout ha c’houirinadeg ar c’hezeg. Neuze, e kemerjont o nij hag e steuzjont holl [2]. El lec’h m’he doa ehanet ar vran, eno end-eeun eta ec’h ehanas Drutos, mab Karros, gand ar bagad anezan. Hag int ha trouc’ha keuneud eno, enaoui tan, tenna dour, peuri o c’hezeg hag o oc’hen. Hag ez oa al lec’h ma tiazezjont, evel m’emoun o paouez lavarout, glann-gornog an Albis, a-us d’ar rann-dir dalc’het gant Nemetos hag e vibien.
Setu aman anoiou ar c’hêriou hag ar c’hrenvlec’hiou savet gant Drutos ha bagad ar Vran : Brannodunon « krenvlec’h ar Vran », Karrodunon « krenvlec’h Karros », Drutomagos « tachenn Drutos », Sonnoduron « bourc’h an Heol », Vernoialos « frankizenn ar Wern ».