Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol1/Rann 28

Eus Wikimammenn
Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 137-141)



Ermaeziadeg bagad ar Bleiz. — Perc’henna gand Atekingos ar c’hornad-bro etre ar Visuria hag an Amisios.


Digaset e voe eus ar vro-Wenn gand Atekingos, mab Vernos [1], eur seizved bagad o sevel da nao mil a baotred ha nao mil a blac’hed. Gand ar bleiz Orgetos [2] eo ez oa henchet. Heman, ar bagad-man, eo a yeas da ziazeza ar pella er c’huz-heol. Rak ar bleiz, treuzet gantan ar Visuria hag ehanet war ar c’hlann-gornog anezi, a zalc’has goude gand e redadenn ken na zigouezas dirak ster Amisios. Eno end-eeun, etre ar Visuria hag an Amisios, ha war glann an diou ster-ze e savas bagad Atekingos e annezlec’h. Trec’hi a reas d’ar Skaled a oa en o fenn eur roue bleo-melen anvet Andegelos, hag o argas diouz an holl rann-dir ma savas ar bagad enni krenvlec’hiou Teutobriga « ar C’hrenvlec’h start », Uxellobriga « ar C’hrenvlec’h uhel », Senodunon « ar C’hastell koz », Noviodunon « ar C’hastell nevez », Kamuloritus « roudour Kamulos », Vernomagos « tachenn Vernos », Eburomagos « tachenn an Ivinenn », Aredunon « nes ar C’hastell ».


Ar re-ze eo ar seiz bagad a zeuas eus ar vro-Wenn da ziazeza war aod ar Goularz hag e kompezenn an Teir Stêr ; anoiou ar pennou o rene hag al loened o ambrouge ; niver ar baotred hag ar merc’hed ma c’hoarvezent anezo ; ar c’hêriou hag ar c’hrenvlec’hiou a savjont, ar poblou hag ar rouanez a drec’hjont. Hag, evel m’em eus hel lavaret, eus ar seiz strollad-ze gwenn, gwirion, trec’h, eo e tiskenn ar fured, ar ouizieien, an drouized, ar veleien, ar rouanez, ar vrezelourien, ar varzed hag ar werzaouerien a Geltia .

Hervez m’eman brud gand ar C’hermaned [3], p’en em ziskouezas Belios da Ariomanos, evel-hen e komzas outan : « Eul lezenn a roïn d’it na vo nemed ar re grenv, ar re gadarn, ar re eveziek a gement a vefe barrek d’he mirout. E sell a ze e vezo graet anezo Keltas « ar Stourmerien, an Emgannerien-dreist », Galatas « ar Gadarned », Katuriges « Rouanez an emgann », Bogi « ar C’hounezourien-vroiou » [4], Kavari « ar Ramzed ». An holl anoiou-ze a zellezint, rak, ouspenn ma vezint-i ar re gaera, ar re grenva, ar re gadarna eus an dud, trec’h e vezint e kement-man d’an holl ouennou all : En em zamesaat a raint-i, o tont da vistri d’o c’horf, d’o c’halon, d’o spered, en hevelep doare ma vezint mistri d’o c’hezeg. O ren a raint dre ar bed, difazi, dideuk ha di-gouez, en doare ma renint o c’hezeg dre an tachennou-emgann. Hag, en abeg da ze, e roin d’ezo ar gopradur-dreist : « Ar Vindomagos (Gwenva) gand e levenez, e vleuniou, e saout hag e verc’hed dinamm, a vezo d’ezo. »

Pa seller ouz dezrevellad diazezadeg ar seiz bagad e kompezenn an Teir Stêr, evel m’en em ziskuilh ouzimp e kanennou ha danevellou koz ar poblou hag ar meuriadou, e souezer ker pervez ha ma ’z eo bet sevenet komzou an doue, tad hor Gouenn.

Rak an dibab eus yaouankiz ar vro-Wenn eo, hep neb gaou, a loc’has neuze eus ar Sav-heol d’ar C’huz-heol. Bet kelennet gant Lugus ha Belisama hag o kas ganto en eur vont war-raok, garanet doun en o fenn hag en o c’halon, lezennou Belios ; perc’henned klaoiou-brezel, binviou-labour ha kirri tennet an danvez d’o sevel eus eun douar gweladennet ha santelaet gand an doueed, kaserien pennou-chatal glan ha disi, ez oant holl, paotred ha merc’hed, yaouank, krenv, kaer, gwenn, skedus, gredus ha hael, eur marz ! An holl aroueziou sakr (a losk hag a bulluc’h neb a zo dizellezek d’o dougen), ar rod, ar groaz, an hevoud, an teiresker, an horz, ar greskenn, a lugerne, broudet war o zonegou, engravet war arem o armou ha war brenn o goafiou [5]. En o fenn edo renerien yaouank ha her, par d’o herder ar furnez hag an eveziegez anezo. Bleniet ez oant gand ar re uhela e-touez al loened sakr, an alc’houeder, ar vran, ar c’haran, ar marc’h, an taro, an tourc’h-gouez, ar bleiz. Eus ar baotred hag ar plac’hed yaouank-se eur c’halz o doa divrôet dre garantez d’ar Ouenn, dre lealded d’al Lezenn, dre n’houlent ket digemerout ermaezidi en o bro, dre ma felle d’ezo derc’hel glan ha digemmesk ar gwad o devoa bet digand o zadou. Ha ne voe tra evit o herzel en o c’herzadeg war-du ar C’huz-heol, ha beza ar gerzadeg-se, anat a-walc’h, eur stourmadeg dibaouez. Hir, tenn ha risklus, diouz n’heller her meiza diwar an hen-zanevellou, ez oa an hent eus ar vro-Wenn d’an Albis. Geuniou divent, stêriou diniver, koadou ec’hon ha teo a oa da dreuzi. Argadennou loened fero a bep doare a renked dizarbenn, ha pobladou-tud o tenna d’ar gouennou estren pe renavi, ar Sitoned, ar Skaled, an Ambroned, al Luged (Lugi), ar Veneted (Veneti), an Deutoned (Teutones), ar C’hutoned (Gutones), ar Semnoned (Semnones), ha meur a hini all c’hoaz a zo bet ankounac’haet an anoiou anezo a-benn hizio. Paotred ha plac’hed yaouank, ar vouc’hal, ar goaf pe ar c’hleze en o daouarn, emganna kalonek a rejont skoaz-ouz-skoaz, hed-ha-hed an hent. Setu diskieriadur an abadenn diwar ganenn Samorix ha Rotouta :

« Tenval an noz, ken tenval ha korf al Luged o kantreal du-hont, klask ganto war bennou, preizadenn ha sklaved. Tro-dro d’ar chirri lerek e sav yudadeg ar bleizi. Ar maouezed yaouank astennet e-tal an tantadou a zihun hag a selaou. En eur yudal e pella ar bleizi. War-dav e sav ar maouezed ha, skoulmet ganto o bleo melen, e krogont en o armou. Dont a reont da gichen ar c’hirri lerek daved o friedou war c’hed. Dre greiz an denvalijen a-ziavaez sed ar garm-emgann o skiltra ! C’houibanadeg mein ha daredou a-dreuz d’ar c’helc’hiad-kirri [6] ! Brevadeg klouedennou ! Rogadeg lerennou [7]! Garmadeg brezelourien ! Gouilhed-noz fero anezo, al Luged, dûet o dremmou, krak o daoulagad, a ra kelc’h d’ar bagad. Stleja ouz an douar a reont evel naered ; lammat ouz ar c’hirri evel kirvi pe erevent. »

An holl stourmadou-ze, ar baotred hag ar merc’hed skoaz-ouz-skoaz o dizarbennas ; diskaret e voe kement a gredas enebi outo a-dost. Faezet e voe al Luged hudur, a ra anezo an hen-zanevellou « pourvezerien-sklaved pouiou ar C’hreisteiz (pagi dexavi) » hag, evid embann skouer, e stagas mibien Vanos ouz ar groaz an holl wazed eus ar vrôad-ze a gemerjont da brizonidi. Evel-se, dre skei taoliou ha skigna spont, e tigorjont an hent dirazo beteg lenn an Heol, an Albis, ar Visuria, an Amisios, hag e savjont war o glannou seiz rouantelez a zo manet war goun an dud an anoiou anezo ha darvoudennou o buhez. Mar tavan aman warno, dic’houzvez e ven-me n’eo ket ! Dre ma renkan termeni va mennad da sevel danevell-veur Geltia an hini eo, ha kroazia, dre-ze, war skriva peb a zanevell, dre ar munut, da gement kevrennad a zo eus hor Gouenn-dud. Evit gwir, ma karfen menegi ano hag oberiou rouanez a bep dere, tudou-veur a bep meuriad, ne vefe ket a-walc’h d’eun hevelep labour va holl vuhez war he hed, pegeit-all hec’h astennfe an doueed ! Ne vefe ket dre C’halia a-bez trawalc’h a vugenou nag a liviou, d’in d’o lakaat dre skrid. A-walc’h, eta, e vo ganen menegi ar roueed-veur hag ar gadourien benna, da lavarout eo ar re m’o deus an taoliou-kaer anezo talvezet d’ar Ouenn a-bez. Ar roueed-veur a c’hourc’hemennas d’ar seiz meuriad, kent donedigez an doueed er vro, e voe Donnos a genzivize bemdez gand an arc’houereed war glann ar mor ; Epilos a voe par dezan evid ar furnez hag ar santelez ; Eburos, mab Bilikatus, ma voe ar seiz bloavez ma renas seiz bloavez benniget dreist d’ar re-all ; Katuvokanos, brezelour brudet an Hanternoz, a sujas ar c’henta an Erkunia hag a stagas anezi ouz bro ar Goularz ; Taximagus, ar roue meurbet doueüs, difraoster lanneier ha saver gwenan, ha, da gloza, Dêvokatus a gredas, ken nerzek ha ma ’z oa, mont a-c’houren ouz eun doue. War-lerc’h Dêvokatus, an doueed end-eeun eo a renas ar seiz meuriad, o c’helennas, a skuilhas warno tenzor o furnez hag o gouiziegez, ouz o lakaat barrek d’o c’hefridi-veur. Diwar amzer Momoros ez oa bet al labour diski ha barrekaat-se, evel boulc’het gand ar bugel ez eus bet ano anezan aman c’hoaz, ar bugel-ze a vennan lavarout a oa bet poket d’ezan ha stardet war he c’halon gant Derkeia, VINDOSETLOS, mab Kintus [8].


————
  1. Atekingos « ar c’herzer mat », D’Arbois, Noms gaulois, p.85-6 ; Vernos, iwerzoneg fern « mat », pe fern « gwern » ha « skoued ».
  2. « Lazer », D’Arbois, Noms gaulois, p. 85-6 ; hen-geltieg orge « laz ! », hen-iwerzoneg orgim « e lazan », hen-vrezoneg orgiat « a laz ».
  3. « Germaned » ne verk ket aman gourdadou an Alamaned, hogen ar poblou keltiek manet war glann dehou ar Rênos. Diwar-benn gwir dalvoudegez an ano-ze sellout ouz diweza pennad an Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur, p. 29-30.
  4. Hervez D’Arbois ez eo diveret Bogios, Boios eus ar wrizienn-c’her bog « e torran, e skrapan tra ar re-all », a gaver er sanskriteg, bhag, bhang, hag en hen-iwerzoneg, bog, bong, bach, Phonétique et dérivation bretonnes, p. 15*.
  5. Gouriziou, tonegou ha dilhad all warno an aroueziou sakr, Bertrand, Religion des Gaulois, pp. 144, 149, 168, 170, 171, 172 (skeudennou). Armou-brezel engravet warno an aroueziou sakr, Read and Smith, British Museum, Early Iron Age, 1905, taolenn-skeudenn I (eur skoued hevoudou warnan) ; p. 22, sk. 17 (houarn-goaf engravet warnan an hevoud) ; p. 94, sk. 71 (eur groaz) ; Victor Gross, la Tène, un oppidum helvète, Paris 1887, taolenn-skeudenn VI, niverenn 9 (houarn-goaf trebarzet ennan skeudenn ar greskenn) ; Déchelette, Manuel, Second Age du Fer, p. 1156, sk. 484 (togou-brezel daougornek gand eur rod da gribenn d’ezo).
  6. Ar c’helc’hiad-kirri o kloza eur champ a veze graet anezan karrago e keltieg Galia, Dottin, Langue gauloise, p. 243.
  7. Kirri golôet a glouedou a zo ano anezo e-mesk ar Gimbred, poblad Germaned keltiekaet. Kirri golôet a ler e-touez ar Goraleted, poblad keltiek pe geltiekaet eus an Danuvios izela, Bertrand-Reinach, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, p. 196.
  8. Donnos, iwerzoneg donn « gell » pe donn « uhel, rener, roue », D’Arbois, Noms gaulois, p. 65-7. Epilos « marc’hig ? », ibid. p. 111. Eburos, iwerzoneg ibar « ivinenn » pe alamaneg eber « tourc’h gouez », Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 466, n. 3. An tourc’h gouez skeudennet war an aoter gouestlet d’an doueez Tutela Boudiga gand ar Breizad Lunaris, sevir augustalis e kêr Eburakon (York), a ro harp d’an diskleria dre eber, da vihana evid ano ar gêr-ze a enez-Vreiz, Rev. des ét. anc., 1922, pp. 245-6. Lïes ano loened a zo bet boutin etre ar c’heltieg hag ar germaneg. — Bilikatus, hen-iwerzoneg bil « mat, yac’h, evurus », cath, brezoneg koz kad « emgann », Noms gaulois, pp. 129-30. Katuvokanos « brudet en emgann », ibid. p. 29-31. Taximagus : taxi- ano-doue, pe iwerzoneg tais « c’houek » ; magus, iwerzoneg mog « sklav », krenn-vrezoneg mao « mevel », ibid. p. 149-50. Dévokatus « emgann-doue », ibid. p. 31-2. Vindosêtlos, Gwennhoal, Loth, Chrest. bret. p. 48.