Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol1/Rann 11

Eus Wikimammenn
Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 53-57)


Dezrevell ar C’havadennou.


Etre mibien, gourvibien ha diskennidi nes-pe-nesoc’h Manos ha Bena meur a hini a voe a savas dreist d’ar re-all dre o meiz, o enklaskou, an eveziadennou a rejont hag ar c’havadennou a zeuas da heul. Evel-se, Ariomanos, eveziet gantan al louzaouennou gouez o kriski e frankizennou bro an Hanv, a anavezas ar re a zo danvez-boued en had anezo, talvoudus dre ze da vab-den o gounit : an heiz, ar mell, ar c’herc’h, ar segal. Ijinet e voe gantan ar bigell, hag hen eo a rogas, ar c’henta, tonnenn c’hlas an douar gant beg kroumm e venveg, hag a fizias en irvi an had, an edenn veur, magadur an doueed, an heizenn, a vez diwarni gwazed krenv ha kadarn, merc’hed kenedek ha fur. Ariomanos eo a eostas kenta trevad heiz taolet gant douar-stuz, ha kenta park aret e voe an hini a zigoras-hen e Manoialos (frankizenn Manos) [1].

Eil mab Manos ha Bena, Morimanos [2], eo a ziskaras, ar c’henta, war ribl an dour, eur mell gwezenn hag a aozas eus ar c’hef anezi, dre ober gant tan ha bouc’hal, kenta lestr a voe bet douget biskoaz gant dour ar mor pe al lennou. Ar c’henta re roenvou a oberias-hen hag e lakeas dre lavar ar c’henta reoladur war skiant ar mordeerez.

Katumanos [3], trede mab Manos, a welleas oberiadurez ar binviou-emgann. Ijina a reas ar skoued hag an arouezintiou-brezel hag e savas reolennou kenta ar bengadouriez hag ar brezelekaerez.

Togodumnos [4] a anver ivez Togakos, pevare mab Manos ha Bena, a savas d’e dad ha d’e vamm, e Tegoialos (« frankizenn an ti ») ar c’henta ti. Kelc’hiek e oa an ti-ze hag e voe stummet gant koadennou, gwialennou haleg gwevn kenweet ha pri. E dôi a reas gand eun dôenn raoskl ha palenni al leurenn-ziabarz gand eur strewad teo a c’heot krin a c’houez-vat.

Anavogenos [5], pempvet mab Manos, a grouas ar sonerez hag ar c’hanerez. Kavout a reas an drompilh, an daboulin hag an delenn. Ha setu penaos e voe steuet gantan ar binviou-ze. Dre doulla begenn eur c’horn uros e reas anezan an drompilh hir-gorn, hena doare trompilh a zo. Gand eur pilgos prenn kleuz, ma stignas warnan eur c’hroc’hen, e reas eun daboulin. O kemerout, goude-ze, daou gorn ejen bannek, dre staga outo a-dreuz daou bez prenn ma stennas warno pennadou bouzellou, ec’h oberias ar genta telenn, hena krotta a voe.

Selgova [6], c’houec’hvet mab Manos, a voe anezan eur gwenaner brudet. Hen eo a reas gwenanerez da genta, a stummas ruskennou hag a ziorreas gwenan. Ar mel ma aozas gantan Medus, mab Ariomanos, kenta kibellad chufere, a zeue d’ezan eus ruskennou e eontr Selgova. Eun hemolc’her touet e voe ouspenn. Paka ez veo a reas, pe gand ar c’hrouglas, pe gant meur a zoare stignou, antellou, foziou, gripedou hag all, eun niver loened gouez, pevarzroadeged, evned, loened-stlej, a fizias, goude, en e vreur Selvanos. Heman o c’haeas e tachennadou en doa klozet gant girzier graet a gefiou-gwez en o fez sanket en douar. Ar re-ze e voe kenta tropellou mab-den. Ha setu aman a be loened e c’hoarveze tropellou Selvanos, seizvet mab Manos : ar c’hi-gouez (), ar bleiz (bledios), al louarn (lovernos), ar broc’h (brokkos), marc’h gouez ar c’hoadou, an ejen-meur (uros), an ejen moueek (visontos), an ejen hir-dal, ar c’haro (karvos), ar c’haro-meur (alkis), an demm (danios), ar yourc’h (iorkos), an arz (artos), an tourc’h-gouez, ar c’havr (gabros), ar maout-tourc’h (multos), an avank, ar c’had, an alarc’h, ar waz, an houad, ar yar, ar c’hilhog-gouez, ar c’haran (goranoz), ar c’houibon, ar vran (branos), an erer, ar gup, ar falc’hun, an naer (natir), ar vaot. Al loened paket ha kaeliet evel-se a zonveas tamm-ha-tamm ; boaza a rejont a-nebeudou da genveva gand an den. An darnvuia eus ar re end-eeun emoun o paouez envel a vez graet ganto abaoe, e-touez diskennidi Vanos, evid ar gounit-douar, ar mesa-loened, ar brezeli, an hemolc’hi, al lida-azeulerez, an diougani, an teurel hud. Eun darn anezo, damesaet, a vev er peurvanou hag a ro d’ar Vrôad Illur o laez, o gloan, o ler, o c’hig hag o c’herniel ; ar re-all, pleustret ha desket, a denn hec’h ogedou hag hec’h eler, a stlej he c’hirri-emgann, he c’hirri-samm, he c’hirri-bale, a zoug he brezelourien a stourmad da stourmad hag a drec’h da drec’h. Evid ar gouennou loened all, bez’ ez eus anezo a zalc’h da veva ez gouez ha dishual e-kreiz ar c’hoadou ha re-all, pe zic’houezet pe zamc’houez c’hoaz, a vev er c’hloziou sakr ma vernier aour ha pinvidigeziou an doueed.

Selvanos a voe anezan, eta, kenta saver tropellou ha kenta mesaer a ouenn Vanos. Dre-ze en deus dalc’het da veza, er Vrôad Illur, gwarezour al loened-ti, hag e vez pedet hizio c’hoaz e Galia gand an neb a ra war-dro chatal [7]. E vab Veriugodumnos eo, avat, a zonveas hag a bleustras darn eus al loened a oa bet paket evel-se. Evesaat a reas ouz ar gouennou a zeuje diouto brasa talvoudegez da vab-den el labouriou-kêr pe er brezel, hag e voazas anezo da senti ouz mouez pe jestr ha da boelladi war labouriou a bep doare dindan e renadur. Ar c’henta loened bet donvaet evel-se gant Veriugodumnos e voe ar c’hi, ar maout-tourc’h, ar c’hole-taro ha marc’h gouez ar c’hoadou. Nemet diwar-benn ar c’hi ez eus dael, dre ma talc’h da wir hiniennou ez oa bet embreget ha desket, kent ganedigez Veriugodumnos, gand an eontr d’ezan Selgova, a rae gand ar c’hi evit hemolc’hi loened.

Veriugodumnos c’hoaz end-eeun eo a stummas ar genta yeo, ar c’henta re rojou, ar c’henta karr [8]. Kenta yeoad oc’hen, o vac’ha pounner an douar, a luskas war raok eur c’harr war ziou rod, e voe an hini a voe staget gant Veriugodumnos ouz Brikkon, ar c’harr briz en doa frammet e Karbantoialos (« frankizenn ar c’harr »).

Tigernomagalos-hen, eus navet rummad gourvibien Ariomanos, a evezias ouz ar mein a-stlabez war c’horre an douar e rannou-zo eus ar vro pe e naoz ar stêriou. O dastum a eure ha studia ar perziou anezo. Hen eo a savas ar genta forniez-teuzi-metalou hag a ijinas ar c’henta teuzlestr [9]. Ar c’henta eus holl ziskennidi Vanos, e teuzas aour hag e labouras kouevr. Neuze eo e voe morzoliet ar genta bouc’hal vetal hag ar c’henta gourgleze, rak, kent Tigernomagalos, ne rae an dud o armou-brezel pe hemolc’h nemet gant danveziou prenn, askourn, korn pe vaen. Tigernomagalos a gavas ouspenn an alar digilhor, ma stagas outan, d’e denna, an danvad da genta ha, goude, an ejen hag ar marc’h. Daou vab en devoe ker brudet ha ker brudet o-daou, Omios ha Nemetos. Omios a gavadennas teuzi kouevr ha staen a-gemmesk, ha diwar an ano anezan eo ez anvomp omion kemmeskadur an daou vetal [10]. Gand ar c’hendeuzadur-ze eo e reas, ouspenn, ar c’henta kleze. Nemetos-hen a savadennas ar c’henta santualou a reer anezo nemeta. Urzia ar velegiez a reas ha kenaoza reolennou an azeulerez d’an doueed. Hen eo, gand e vab Gessis [11], a savas ar c’henta pedennou, ar c’henta garmou-hud, ar c’henta kanennou sakr. Hen eo ivez, gand e vab Medios, a enaouas kenta tantad sakr a gement a voe bet c’houezet gant mabden biskoaz war eur grec’hienn, da guz-heol, e nozvez kenta Samos. Flamma a reas war lein ar grec’hienn-greiz, war vegel bro-Vanos ; ha skedi e tenvalijenn an noz evid eurvad ha levenez an dud, frealz ha kennerz an doueed. Rak, eus an tantad-meur-ze, evel eus mouêl eur rod nao-skinek, en em vannas neuze dre holl zouar Manos an nao penn-vennoz : frouezusted douar, yec’hed chatal, krenvder gwazed, kened merc’hed, paoted vugale, hinon amzer, distan glao, puilhded eien, gwrez heol [12].


  1. Kembraeg ial « frankizenn ».
  2. Brezoneg Morvan « den-a-vor ».
  3. Brezoneg koz Kadvan « kadour ».
  4. A vefe, ger-evit-ger, e brezoneg To-doun.
  5. Hen-vrezoneg anau « hesonerez ».
  6. « an Hemolc’her ».
  7. War *Selvanos sellout ouz D’Arbois de Jubainville, Rev. celt., XXVI, p 282. Kenveria an iwerzoneg sealbhan, tropell.
  8. Ver-, brezoneg gour- ; iugo-, brezoneg yeo ; dumnos « doun, galloudek », D’Arbois, Noms gaulois, p. 60-1. Veriugodumnos a zo eun doue henvelekaet ouz Apollo.
  9. Cf. Joyce, Social History, I, p. 69. Tigerno-, brezoneg tiern ; magalos, brezoneg mell « pikol, bras ».
  10. Omion, iwerzoneg ume « kouevr, arem », hen-gembraeg emid, kembraeg breman efydd.
  11. Iwerzoneg geis « pedenn, strobinell », D’Arbois, Etudes grammaticales, p. 35*.
  12. Medios, iwerzoneg Mide « kreiz >. Cf. Rev. des ét. anc., 1915, p. 201.