Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol1/Rann 10

Eus Wikimammenn
Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 50-53)


Gweledigez Ariomanos. Lezennou Belios.


Da varo Manos, e vab hena Ariomanos [1], a anver ivez Kintugenos, a gemeras al lec’h anezan e penn an tiegez. Brud a zo e tremenas Ariomanos, goude lidou-kanv e dad hag e vamm, teir nozvez ha tri devez hep kemerout boued na died, e harz ar grugell-vez anezo.

En drede nozvez, e welas o tont a-wel dirazan, er-maez eus ar vorenn a c’holôe ar stêr, eur c’hadour uhel-ventek o terc’hel en e zourn eur goaf, a-ispilh outan kroc’hen gwadek eur bleiz. Kaer-dispar e oa e zremm, ha glas-mor, ledan ha brao e zaoulagad. A-douez e vleo melen teo ha rodellek e tiboufe eur re gerniel kole-taro [2], lemm ha gwariet-sebezus, a luc’he evel arc’hant ouz bannou al loar. Pignat ar grugell a eure hag, oc’h en em harpa skanvik war e c’hoaf, e komzas evel-hen da vab kenta-ganet Manos :

« Komzou da roue, taro ar C’huz-heol, kemenn anezo d’az preudeur, d’az pugale, d’az touarened, ha ma tremenint a-rumm-da-rumm beteg an deiz diweza.

« Dre ren ho puhez diouz ar sturiennou-man e vevot, hag e savot dreist d’ar poblou all.

« Na ve ket e vefe en ho touez fistilherez, gevierez, hudurniez, dizeeunded, gwaskerez, diegi, pe zifreterez diboell ha diratoz ! Na ve ket e vefe etrezoc’h rendael, droug, gourvenn, droukrans, kasoni. Bezit dizaouzan rag ar maro, c’hoarzit d’an Ankou o tont. An Ankou (Ankevos) a zo kar ha breur d’eoc’h ; va mab hena eo-hen ha va c’hannad ; d’ar re gadarn e tigor hent ar Gwenva (Vindomagos). Grit stad d’ar vuoc’h a vag hor gouenn gant he laez, d’an ejen a zigor an ero ma tiouan diouti heiz an doueed, d’ar marc’h ruz ha buan a red a-raog an heol. Doujit an doueed ha beleien an doueed, ha santualou an doueed ; azaouezit ar gozidi ; bezit trugarezus ha gwarezus d’ar merc’hed ha d’ar vugale ; skorit an intanvezed, an emzivaded, ar re wasket ! Dilennit bepred da renerien ar re wella e pep tra en ho touez, ha sentit ouz ar re ho po dibabet. Ra vezo ho tourn savet dalc’hmat ouz ar fallakr ; ra skoio gantan taol ar maro, nag ho preur e ve-hen, azezet en ho kichen ouz hoc’h oaled ! Ra vo mouget a-unan gantan herez ar fallakr. Na vevet, na ouennet en ho touez na paotr na plac’h gwan a spered, pe glanvidik, pe nammet en o c’horf, en o fenn pe en o izili ! Kendalc’hit en ho nerz hag en ho kwevnded dre c’hoariou-ouesk pemdeziek ha dereat ! N’en em lezit biken da vont da sklaved ho peg-milzin hag ho kof ; na rit lontregez ebet en dibri pe en eva ! Bezit naet warnoc’h hag en-dro d’eoc’h : na stokit ho tourn ouz tra dic’hlan ebet ; en em walc’hit eus blenchou ho pleo da sol ho treid, diwech bemdez, d’an derou-noz ha d’an tarz-deiz. Na zilezit biken ho tïez prenn, ho tïez soul ; na savit ket paleziou mein, na strollit ket kêriou bras ha n’it ket da veva enno. Neb a ya di a ya da sklav d’an êrevent. Ar re a ven, a lufr hag a liv ar mein, hag a sav ganto paleziou ha keodedou, ar re-ze eo gouennou du ha dic’hlan ar bed ; ouz o sevel, gwall-doullou eo a aozont d’an astuz ha d’an êrevent. Enno eman o ren ar vreinadurez a grign ar brôadou ; enno en em vod an divroïdi hag an êrevent hag, a-gevret ganto, pep klenved ha pep saotr. Evidoc’h, chomit bepred e-tal hoc’h oc’hen hag ho kezeg, e-kreiz ar pradou bleunvek, ouz bevenn hag e frankizennou ar c’hoadou glas, war hed ar gwazredennou glan ; dalc’hit ho podadennou ouz kan an evned war lein heoliet ar c’hrec’hiennou, rak er maeziou frank, a-gevret gand an dud yac’h ha glan, e ra an dêvi (doueed) o annez ha mibien ha merc’hed an dêvi. D’an divrôad o tremen, hag oc’h azgoulenn diganeoc’h boued ha bod, roït herberc’h an doueed, herberc’hiadur eun nozvez hag eun devez, herberc’hiadur teir nozvez ha tri devez, herberc’hiadur nao nozvez ha nao devez. Diskit digantan kement a ve mat d’eoc’h da c’houzout, nemet na c’houzanvit biken e teufe unan a ouenn diavêziek d’ober e annez ouz hoc’h oaled, en ho kêriadenn, war ho touar ! Na roït d’ezan na saout, na parkou, na mein d’ober eun oaled ! Na roït d’ezan da bried nag ho c’hoar, nag ho merc’h, nag ho karez, ha na aotreït ket e veskfe e wad gant hoc’h hini, e trofe da fall an dud yaouank dre brezegennou ha largenteziou, e savfe e vouez e kuzuilhadegou an tiegez, e bodadegou ar boblad. Ha ma c’hoarvezfe gant hini pe hini ac’hanoc’h terri ar gourc’hemennou-ze, ra vo harluet pell diouzoc’h, ra vo argaset er-maez eus tachenn ar vuhez ! Milliget ra vezo e ano ! Liammet e izili ouz e gorf, ra vo taolet er flammou ha pulluc’het ! Ra vo stlabezet al ludu anezan, beuzet er fank, strewet d’ar peder avel !

« Ha setu aman ger da roue, taro ar C’huz-heol. Terridigez al lezenn a-berz unan a zigaso, bep taol, kastizidigez unan. Terridigez al lezenn a-berz meur a hini, avat, pe aberz ar vrôad a-bez, a denno war he heul ar c’hastiz-man : kollou, kanvou, krenou-douar, dour-beuz, bosenn war dud ha loened, brezeliou-koll, gwaskerez estren, ha, d’an diweza, dismantr ha maro ar vrôad, dilignezadur ha steuziadur ar ouenn [3]. »

Ar re-ze eo mammenn ha doare al lezennou brudet anavezet dre an ano a Lezennou Belios, hag a zo bet tremenet a-rumm-da-rumm, adaleg Ariomanos betek hizio, gant Volked an Erkunia, Nerved an Arduinna, ha meur a boblad all a Geltia. A-youl e vije bet selaouet kelenn an doue, hon Tad, ha na vije ket bet da gastiza, en hon touez, nemet an dorridigez a-berz unan ! Rak, keit ha m’eo bet heuliet striz al lezennou-ze gand an darnvuia, he devoe hor gouenn en he rann eun eurvad dispar !


  1. Netra n’he deus da welout kenta kevrenn ar ger diougevrennek-se gant ano an Arianed. An hen geltieg ario-, deut en iwerzoneg da aire, a zo anezan eur ger a ouenn gand ar gregach peri-, pro-, al latin primus, hag all. Sellout Meillet, Les Dialectes indo-européens (Paris, 1908), pp. 24-25.
  2. Kerniel ha doueed kornek, Déchelette, Manuel, Age du bronze, pp. 193-194.
  3. Difreterez diboell, hag all, Notennou, V (kenta mouladur), p. 15, (eil mouladur) p. 23. Kehelidigez ar vuoc’h, an ejen hag ar marc’h gand an Arianed, Zaborowiki, Peuples aryens, p. 269-71, 390-4. Ar Marc’h a red a-raog an heol, Déchelette, Manuel, II, kenta lodenn, p. 414 (skeudenn) ; Gaidoz, Dieu gaulois du soleil, p. 10. Bout trugarezus ha gwarezus d’ar merc’hed ha d’ar vugale, Notennou, XI, p. 41-2. Bout skorus d’ar re wasket, ibid, p. 40, 63. Laza ar vugale glanvidik, Ploutarkhos, Lukurgos, 31. C’hoariou-ouesk pemdeziek, Notennou, V (eil mouladur), p. 25-6. Nêtadurez, kibelladennou, kouronkadennou pemdeziek gant Kelted an Hen-amzer, Breiziz hag Iwerzoniz ar Grenn-amzer, Notennou, XI. p. 16-7 ; gant poblou-all Hanternoz an Europ, Germaned, Slaved ha Finlandiz, Kezar, Commentarii, VI, 21 ; Carré, Le Moyen-Age (Paris, 1894), p. 173 ; Quatrefages. Hommes fossiles et hommes sauvages, p. 600-1, 609-10. Kouronka pe gibella a-gevret (paotred ha merc’hed) a veze graet alïes-kaer ha dre-holl e Bro-C’hall er Grenn-amzer. Kaset da get e voe ar voaz-se dre levezon dizivoud-meur an hugunoded hag eneb-dizivoud ar gatoliked. Rev. archeol., 1914. p. 287-8. Kasoni ouz ar c’hêriou bras, Kezar, VI, 30 ; Polubios, II, 17 ; Rev. celt., 1909. p. 48, II. 4. Kastiza dre an tan, Kezar, VI. 16 ; Strabon, IV, 4, 5 ; Diodoros, V, 32, 6.