Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol1/Rann 09

Eus Wikimammenn
Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 46-50)


Diwar-benn ar vro ma veve Manos ha Bena [1].


Diwar-benn ar vro ma veve Manos ha Bena setu aman ar pez am eus da lavarout. P’edon o kantren dre henchou ar bed a-gevret gant mab gouenn-uhel Albiorix, e c’hoarveze ganen hunvreal alïes en hon hengouniou, en deiz e-pad an hirvarc’hekadennou, ha, d’an noz, azezet pe c’hourvezet ouz an tan, o c’hortoz an dour-berv da gana er c’haoteriou. Hag en em c’houlennen a-wechou pelec’h ez oa ar c’hoadou o doa gwaskedet bugaleerez Manos ha Bena, hag ez oa deut ac’hano darn eus ar c’hourvibien anezo er broiou a zo douret gand an Albis, ar Visuria hag ar Rênos. Distro e Galia, em eus goulennatet an drouized, ar veleien, an divinourien, an danevellourien, ar ouizieien, ar varzed, ha henaourien pobladou Keltia, hep gallout kaout diganto diskleriadur a-walc'h. Nemet ha graet ganen va ergerzadenn en tu-hont d’ar Rênos, e bro ar Volked hag a-dreuz da zouar ar Voged, e teuas sklerijenn d’am spered. P’en em gaven war stêr Viadua, e Budorigon [2], unan eus ar pella krenvlec’hiou dalc’het gand ar Voged war-du ar Sav-heol, e tigouezas d’in gwelout eur sklav a oa bet gwerzet gand ar Semnoned [3] da bengadour ar c’hrenvlec’h. Emzivizout a ris gand an den-ze en doa tennet va sellou dre e neuz-vat hag e spered, hag e klevis e veve ar boblad anezan pell ac’hano, war-du ar Sav-heol, en tu-hont d’ar Semnoned, pelloc’h eged an aven vras anvet Vistula. Golôet-holl eo ar vro, en tu-hont d’ar Vistula, gant koadou ec’hon-ec’hon a zero, a bin, a fao, a vezo, a dilh, a ivin. Kavet e vez eno stêriou bras meurbet, lennou o trec’hi, e niver hag e ment, da lennou all ar bed, hag eur maread gwaziou ha froudou. Paota a ra eno ar bleizi, a-gevret ganto e-leiz a c’houez-viled all : arzed, moc’h-gouez, oc’hen-meur, oc’hen moueek, kezeg, kirvi-meur, kirvi, demmed, yourc’hed, kizier-karvetaer, broc’hed, avanked, dourgon ha lern. E-touez ar frankizennou m’eo marellet ar c’hoad, unan a zo, ec’hon-dreist, glas ha heoliet-kaer, e tiskouezer enni eur grugellig-vez, a c’hourvez dindani, hervez eun hen-gredenn digemeret gand an holl, relegou ar c’henta gour hag ar genta maouez. Eul lec’h sakr a reer eus an dachennad-ze, hag e vez graet enni lidrôadou. Damdost, war glann eul lenn vras, e weler eur roc’h badellek, enlouc’het warni eun troad mentet-dreist [4]. Enlouc’had troad eun doue eo, emezo, ha doue ar brezel eo an doue-ze. Da zakr e tremen ivez an dachennad tro-dro hag e lider enni lidrôadou. Ouspenn, e lavare ar sklav e founne ar gwenan e koadou e vro hag ec’h eosted eno e-leiz a vel [5]. Darn anezan a zebred pe zigemmesk pe vesket gant laez ha bleud, hag eus ar peb all e raed mez pe dour-vel « a vez graet anezan, eme ar sklav, medus em yez evel en hoc’h hini. »

Diwar gement-se e teuis da gredi start ez eo ar vro-ze, en tu-hont d’ar Vistula, ar vro end-eeun m’o deus bevet Manos ha Bena. Hag ar pez am c’hadarna em c’hredenn eo m’o deus lavaret an drouized d’in e rankaz gourvibien Manos ha Bena, da dizout glann mor ar Goularz (pe mor an Hanternoz), ober hent, a-dreuz d’ar c’hoadou dero, war-du ar c’huz-heol. Hogen hennez eo, ar roud-hent o dije kemeret end-eeun o tont eus ar vro en tu-hont d’ar Vistula.

C’hoaz e tezrevelle d’in ar sklav peger kaer, ha sioul, ha doun ez oa koadou e vro, peger sounn, ha teo, ha hir kefiou ar gwezennou enno, pegen ledan, leun a veurded ha deliaouet-stank ar pennad-barrou anezo o krena hag o vouskana dindan flourad an avel. D’an nevez-amzer ha d’an hanv e vez ar c’hoad goulaouet-holl, evel da c’houel an doueed, gant bannou skedus ha tomm an heol. Eus an troad anezan da lein e benn en em gaera gant liou ha c’houez-vat, ma lavarfec’h eman al lid-eured gand an doueezed. Pallennet e vez leurenn an douar, kerkouls ha pep bodenn, a vleuniou gwenn, a vleuniou ruz, a vleuniou melen-aour, ma vez balzamet an aer gand ar c’houez-vat diouto, ouz en em veska gand ar frond o sevel a-ziwar rusk ha deil ar gwez pin, dero, bezo ha tilh. Eured Nemos (an Nenv) eo gand Anderix (« rouanez-veur », an Dirienn-doueez) [6] ; fraonv-difraonv e vez ar gwenan a-zioc’h ar bleunvegou ; a-bouez-penn e kan an evned war ar barrou ; hag en em c’halv al loened pevarzroadek, en eul lammat skanv ha lirzin, ouz gwrimenn ar c’hlazvez ha war ribl an dour. Bep noz, keit ha ma par ar stered, e koroll doueezed an dero hag an tilh, bleuniou ganto dazplezet en o bleo melen-aour, ha, diouz ar beure, pa gouez ar gliz war geot ha touskan ar frankizennou, e van a-zav an hemolc’her azaouezus ouz ar c’helc’hiennou diwar-lerc’h ar c’horoll-tro anezo. Stouï e benn a ra-hen, hag, o ranna geriou a-du, e kinnig d’ezo eur wastell-vel ha bleuniou-roz [7].

Kement-man c’hoaz a glot dereat-tre gand ar pez a lavar hor c’hanennou hag hon danevellou eus meurded, kened ha sioulded al lec’hiou glazvezus-hont ma voe ganet Manos ha Bena ; an deliaoueg digenvez ma tremenjont o bugaleerez dienkrez hag o yaouankiz ; ar gouelec’hiou bleunvek m’en em garjont ha ma savjont enno engroez o mibien hag o merc’hed ; ar c’hoadou ma weljont o tremen, eur wech ha pevar-ugent lerc’h-ouz-lerc’h, koroll ar pevar-c’houlz-bloaz ; ar gwezegou e-lec’h a-nebeudou, a viz da viz, a noz da noz, e kannder ar beureveziou, e sioulder ar c’hreisteveziou, e ruzder an abardaeveziou, e tibunas red o buhez. Ar c’hoad a bourveze d’o holl ezommou, rak, hervez m’hen lavar kanennou ar Senoned hag an danevellou all, neuze an den ne hade ket douar ha dizonv c’hoaz e kantree al loened-chatal. Nemet da vezur e tigase d’ezo ar c’hoad hag an douriou ouz e dreuzi kig-gouez ha pesked a-builh, hag eur founnder frouez a bep doare : kraon [8], kraon-kelvez, kistin, kistin-magl, finij, mez, mouar, lus, hiliber, flamboez, spezad, sivi, hag, ouspenn, mel an hedou-gwenan. Da eva, o doa dour yen ha sklaer ar froudou, rak ar mez (medu) hag ar bïer (kurmi) n’oa ket anezo c’hoaz. Medus, douaren Manos, eo a veskas, ar c’henta war an douar diouz skouer an doueed, an dour hag ar mel, d’ober ganto an evadur a zoug e ano. Hen eo a gemeras korn an uros d’ober anezan ar c’henta korn-eva. Brakiaka, e vreur, eo a ijinas aoza greun heiz d’ober bïer.

Ha d’ezo kaout da vevans kig-gouez, frouez ha mel nemetken, ha dour hepken da evadur, ne viras ket kement-se outo a veza bras, ha kaer, ha krenv ; nag a welout, digoumoul o hoal-vat ha difazi o yec’hed, heol eun hanv ha pevar-ugent o c’houlaoui ar c’hoadou hag erc’h eur goanv ha pevar-ugent o samma an douar hag ar barrou-gwez. Er feur-ze ivez e vezo bet Atir ha Mâtir eur melezour d’eomp d’e lakaat dirag sellou o gourvibien, ar re, o trei kein d’an evaduriou a oa diwarno hon tadou yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laez), n’hellont ken hizio kavout a-walc'h ar mez hag ar bïer, hag a werz kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren eul lestrad hepken eus an evach-se, ruz ha dinerzus, a vez farlotet gant dourn ganas Kreisteiziz [9].

Setu kaset da benn ganen kement am boa da lavarout diwar-benn Manos ha Bena. Breman ez an da gomz eus o bugale, eus penn-andon ar c’havadennou hag eus an henlezennou, anvet lezennou Belios [10].


  1. Lakaat e-kenver gand ar pennad-man ar gelennadurez-vreman war lec’h genidik an Arianed kenta etre ar mor Baltik hag ar mor Du, S. Reinach, L’origine des Aryens, histoire d’une controverse (Paris, 1892), pp. 118-120, ha, d’an diweza, Zaborowaki, Les peuples Aryens d’Asie et d’Europe, leurs origines en Europe, la civilisation protoaryenne (Paris, 1908), pp. 215-319 ; Dottin, Anciens peuples de l’Europe (1916), pp. 63-65 ; M. Boule, Les Hommes fossiles, éléments de paléontologie humaine (1921), p. 350.
  2. Viadua, an Oder, Eudorigon, breman Brieg (Silesia).
  3. Semnones, poblad c’hermanek. Jullian. Hist. de la Gaule, III, p. 48. Cf. Rev. des ét. anc., 1930, p. 164-6.
  4. A. Bertand, Religion des Gaulois, p. 406-6 ; Gaidoz, Dieu gaulois du soleil, p. 28.
  5. Zaborowski, Peuples aryens, p. 403.
  6. Rhys, Celtic Heathendom, p. 669-70.
  7. L. Léger, Mythologie slave, (Paris, 1901), p. 173-4 ; D’Arbois, Introduction (1883), p. 118.
  8. Déchelette, Manuel, I. p. 343.
  9. Dottin, Manuel, eil mouladur, p. 130. *Lestro- pe *vinolestro- e oa marteze an anv roet gant ar Gelted d’an amphora. Kenveria al latin vesculum (vinarium), an ombreg veskla « listri » = hen-arieg *lestlo-, keltieg *lestro- (Rev. celt. 1920-1, p. 90). Ar c’hembraeg-krenn medlestr « lestr-chufere » (ibid. p. 164) a zalc’h lec’h eun hen-geltieg *medulestro-.
  10. Lakaat e kemm al lezennou Bellagines gand ar C’heted, Jornandez, De origine actuque Getarum, IV.