Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol1/Rann 12

Eus Wikimammenn
Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 57-59)


Gweladennou Lugus ha Belisama da zouar Manos [1].


Evel se eo e vez dezrevellet gand eun nebeut danevellourien diwar-benn ar c’havadennou ha penn-derou hor sevenadurez. Nemet, kalz a zo hag a lavar, ar gwirhenvel kentoc’h e-tu ganto, n’oa ket mibien ha gourvibien Vanos emoun o paouez envel, ez wirion, kavadennourien, kelennet ma ’z oant bet war ar binviou hag an troiou-micheriou a greder a voe kavet ganto, kerkouls ha war reolennou an azeulerez hag ar pedennou, e kerz emweladennou ha kenprezeg bet etrezo ha krouadurien a zo eus gouenn an doueed. War a leveront, daou vugel uhel eus meuriad gwenvidik ar re-Zivarvel, an daou ma sked evel regez-tan ar c’huchennadou-bleo lugernus anezo e-kreiz bodad an doueed e Dêvobriga (krenvlec’h an doueed), — anvet em eus Lugus ha Belisama, — a weladennas meur a wech diskennidi Manos ha Bena en o c’hoadou, hag o c’helennas war veur a dra. Diouz mennad Dis Atir : ma teuje ar ouenn en doa bet digand Adaqi da veza an desketa hag ar genta e pep tra, e reas Lugus ha Belisama an ergerzadennou-ze dre zervennegou Manos.

Lugus, war a zezrevell an danevellourien, eo a gelennas mab Manos (Ariomanos) war ar gounit-douar, an hada ha medi trevadou. Krouadur illur Kênos eo a zeskas Morimanos, Katumanos, Togodumnos, Anavogenos, Selgova, Selvanos, Veriugodumnos, Tigernomagalos hag an daou vab anezan, da gleuza bigi ha mordeï, framma tïez, kilvizia kirri, damesaat loened gouez, pledi war-dro chatal, dioren gwenan, stumma ruskennou, oberia binviou sonerez, klaoiou-emgann, klaoiou-hemolc’h, arouezintiou-brezel ha skouedou, teuzi ha labourat aour, kouevr hag arem. Diskuilha a reas d’ezo ar reolennou a zo da heulia e savidigez ar santualou, hag ar pedennou nerzusa, ar re a vez teneraet ganto kalon an doueed, ar re a dorr war o droukrans, a c’hounez o c’harantez hag a ra anezo keneiled wirion ha holl-c’halloudus mab-den.

O deski a reas da givija ha galfrezi ler, da ober arc’henadou, gwestennou-kezeg, dibrou. O terc’hel etre e zaouarn-doue ar maout-tourc’h trôellennek e gerniou, mab illur Kênos [2] a ziskouezas d’an dud penaos e vez touzet ar c’hreonvad gloan ha penaos gand an neud diouz ar gloan e vez graet mezer. O digas a reas gantan e-kreiz ar c’hoad ha rei da anaout d’ezo ar gwez, hag ivez al louzeier yec’hedus, dre ziskleria an dalvoudegez anezo ha penaos ober ganto da barea klenvedou ha goulïou, da argas drouk-speredou, da derri hud ha strobinellou. Al louzaouennou gweüs a ziskouezas d’ezo ouspenn, hag ar re a ro al livadennou ruz, glas, glas-ruz, liou-limestra, gwer, melen, gwenn ; diski a reas d’ezo tenna eus ar wrizienn, ar gorzenn pe an deliou an danvez livus hag e intra er gwiadennou. O boaza a reas d’ober gand ar brageier, ha gand an doneg vilginek ha kougoulek evid ar goanv. Diwar gelenn Lugus e voe strollet kenta stern gwiader. Kent an donedigez anezan ne ouie an dud na gwia na livadenni danvez ; n’o doa ken dilhad nemet krec’hin al loened a lazent en hemolc’h. N’o doa na brageier hir na re verr, na tonegou milginek ha kougoulek, nag arc’henadou prenn pe ler. Diskabell o fenn, noaz o divrec’h hag o divesker ez aent, paotred ha merc’hed, ha diarc’hen e kerzent.

E keit ha ma teske Lugus an holl draou-ze da vibien nerzek Manos, a lavar ouspenn an danevellourien ma reomp meneg aman, Belisama a gentelie ar c’hoarezed penn-koant anezo. Kelennet e voent gand an doueez ouiziek war neza, kemena danvez-dilhad, gwriat, penselia, brouda. Diskuilha a reas d’ezo penaos ober gand ar vreo, ar c’hrouer, an tamoez. O deski a reas da graza greun, da veza toaz, da aoza yod, da zanzen ha da bobi bara, d’ober amann ha keuz.


  1. War an doue iwerzonek Lug (hen-geltieg Lugus) hevelebekaet ouz Mereurius inventor omnium artium (kavadennour an holl arzou) war Gezar, ouz Mereurius viator (beajour), cultor (sevenaer) war enskrivaduriou ar marevez kelt-ha-roman, sellout D’Arbois de Jubainville, Le Cycle mythologique irlandais et la mythologie celtique (1881), pp. 136-139, 174-180 ; Les Celtes depuis les temps les plus anciens (1904), pp 39-45. A-eneb d’an hevelebekaat, Jullian, Histoire de la Gaule, II. pp. 118-122, ha noten 2 p. 118. War Belisama. hevelebekaet ouz Minerva, sellout Jullian, op. cit., pp. 122-123.
  2. Iwerzoneg Ciati « Pell », D’Arbois, Cycle, p. 175, 373 ; Rhys, Celtic Heathendom, p. 390-1.