Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol1/Rann 06

Eus Wikimammenn
Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 31-38)


Ganedigez Manos ha Bena [1], ar c’henta gour hag ar genta maouez.


Ez an da zezrevell breman, gant muioc’h a dro d’am displeg, ar pez am eus klevet diwar-benn istor ar Ouenn uhel ha kaer dreist d’ ar re-all, brôad holl-vrudet hag aotrouniezus ar Gelted.

Da genta-holl, ne deus ket a lec’h da zalea pell gand an danevellou o redek e-touez Kreisteiziz diwar-benn hon Amzer-gent, rak ma ’z int mojennou diskiant, ya, pa na vezont dismegansus ouzimp-ni. Evelato, kement ha diwall na vefe tamallet d’in lezel er-maez eun dra bennak, ez an da ziskuilha e berr gomzou ar pez am eus klevet diwar-benn se er C’hres hag en Iberi.

Hervez ar C’hresianed, ar c’henta eus an holl Gelted e oa eur ramz, e ano Keltos ; hag evel-se eo e vez diskleriet ganto al lans hag an trec’h o devez warno ar Gelted er vent hag en nerz-korf. Ker pouezek eo an trec’h-ze ken, p’en em gaven er C’hres, ez oa bihana brezelour hor strollad, Bersos [2], mab Kastos, eun hanter-benn c’hoaz uheloc’h eget ar brasa eus ar C’hresianed hag e trec’he er redadeg hag er c’hourennadeg war ar c’hrenva anezo. Evel-hen e tezrevell ar C’hresianed ganedigez Keltos : An doue a reont anezan Herakles, hag hen e meur a genver henvel a-walc’h ouz Teutâtis ma c’hallfe beza an hevelep den, en dije ergerzet gwechall an Europ war he hed, evit skarza diouti an euzadennou, ar ramzed hag an dorfetourien ouz he moustra hag he gwasta. Digouezet e Galia ha digemeret e ti ar roue Pretanos, e kouezas e karantez merc’h heman, hec’h ano Keltina. Hec’h eureuji a reas, hag eus an dimezi-ze eo e voe ganet Keltos [3]. Ouspenn, e lavar ar C’hresianed en devoe Herakles eus Keltina eun eil-vab, peur-henvel ouz ar c’henta, a voe rôet d’ezan gand e gerent an ano a « Galatos » [4]. Eus maouezed all en dije bet Herakles mibien c’hoaz, daou anezo o ano Illuros hag Iberos, bet gourdadou Illiriiz hag Iberiiz.

En Iberi em eus klevet eun danevell all. Evel-hen e tezrevellas d’in, eun deiz, eun den uhel e garg en e vro, Burbeken mab Ilkaten [5], diwar-benn ganedigez hor gouenn hervez ar vojenn-varz o redek e-touez e bobl. An doue a reont anezan Abelio pe Avelio [6] hag a ziskouezont o kantren dalc’hmat dre ar bed, a zigouezas, eun deiz, war glann ar mor ma tastumer ar goularz. Hinoni a rae an amzer, glas ez oa ar mor, hag ez oa el lec’h m’en em gave eun dachennad traez gwenn marellet a gregin hag a c’hoularzennou digaset gand an tonnou-mor. Dindan c’houezadenn Avelio e teuas ar pevar zra-ze : mor, traez, kregin ha goularz, da geja, d’en em gemmeska, o steuï eur c’horf-paotr hag eur c’horf-plac’h, e rôas an doue ar vuhe d’ezo. Eus ar c’houblad-man e vije deut gouenn ar Gelted. Ha, gouez da Iberiiz, eus liou ar peder elvenn ma voe krouet ar genta kerent anezo e tenn ar Gelted ar pez a laka o gouenn en he stumm dioutan e-unan etre holl ouennou ar bed. Eus an traez e teu d’ezo gwennded o c’hroc’hen, eus ar goularz melended o bleo, eus ar mor glasted o daoulagad, eus ar c’hregin liou damruz o divoc’h hag o ivinou.

Setu aze petra a zanevell ar C’hresianed hag Iberiiz. Evit Kaldeïz hag Ejiptiz, a zo, moarvat, eus an holl boblou am eus gweladennet ar re gosa hag ar re zesketa, pe ne ziskleriont netra diwar hor penn, pe adlavarout ne reont ken ar pez o devez klevet gand ar C’hresianed.

Dont a ran breman d’ar pez a zesk d’eomp kelennou a-rumm-da-rumm, danevellou ha kanennou sakr hor pobladou. Ha, da staga ganti, setu petra a lavar kanenn beleien ar Senoned [7], deut d’ezo eus an amzeriou pella, diouz m’hen diskleriont hag evel m’hen diskouez anat ar yez end-eeun m’eo bet savet enni : « Gouenn ar Gelted, eun doue eo he c’hrouas, eun doue hec’h engehentas, — En Amzer-gent, — Pa skede falz aour Eskios [8] en tenvalded an oabl, — Ma yude ar bleizi hag en em stlejent e-mesk dibourc’h ar c’hoadou, — War askre yen an Douar. — Eun Doue gwisket gant kroc’hen ar bleiz, a ouzoc’h holl an ano anezan, hec’h engehentas dindan an deliaoueg, — Hag Adaqi he dougas, hag ar bleizi bawet (gand ar riou), war vervel (gand an naon), a davas hag a grenas en amc’houlou [9]. »

« Gouenn ar Gelted, Adaqi he luskellas, — En Amzer-gent ; — He luskellas e yaouankiz an deiz ; — He luskellas e gwrez ar c’hreistevez ; — He luskellas e ruzder an abardaez, en Amzer-gent ; — Pa goueze an douriou sakr eus ar c’hrec’hiou nenvel, — Ha ma luc’he seiz liou ar ganevedenn a-us da islonk an doureier. »

« Gouenn ar Gelted, Adaqi he magas gant laez he divronn ramzez, — En Amzer-gent. — He c’hibella a eure er gliz, — Hag he sec’ha en aezenn-veure. — He gwaskedi a eure dindan skourrou an dervenn ; — Eur c’havell a reas d’ezi e gwask gwriziou an ivinenn ; — Gant deil spilhaouek ar binenn, ha marbleo evned ar c’hoad. »

« Gouenn ar Gelted, an arz hag an tourc’h-gouez a eveseas outi, — En Amzer-gent ; — P’en doa pellaet an Tad da stourm ouz ar bleizi [10]. — Hag en em stlejas an naer, hag e teuas ar marc’h da beuri en he c’hichen. — An erer a astennas e ziwaskell a-zioc’h he fenn [11] ; — Adaqi a lakeas he zreid war gein kroumm ar vaot ; — Hag e teuas ar vran da gluda war he skoaz ha da gomz d’ezi e pleg he skouarn [12]. »

« Adaqi a ganas war ar c’havell ar c’hanennou sakr diwar-benn Derou ar bed, — Ganedigez an doueed, yaouankiz an doueed, ha dimeziou an doueed ha maro an doueed [13]. — Gant son ar vouez e voe luskellet an daou vugel nevez-c’hanet, — Ar breur hag ar c’hoar, Manos ha Bena, Eburos ha Derva [14], Atir ha Mâtir, — Ganadur ar bleiz, krouadurien an Douar. »

« Matugenos a zeuas hag a ganas war ar c’havell kanennou galloudus, kanennou-hud ; — Etre e vizied e trôe ar wialenn ivin ; — An avel a c’houzizas, tenvalaat a eure an dour war e hiboud ; — An evned a davas en uhela barrou, ar c’haz-karvetaer a ehanas da skrimpa gant ar c’helf hag a zamzerras e zaoulagad ; — An naer a vanas a-zav er radeneg, ar marc’h a zaskrenas ; — Hag eur zioulded veur en em ledas war ar c’hoadou hag an doureier, en nenv ha war an douar. »

« Pa zigouezas an Tad en-dro, e wiskas e c’hanadur gant kroc’hen ar bleizi ; — E vaga a eure gant kig ar c’haro, — Gant hini an demm hag ar yourc’h ; — Rei a eure d’ezan da zibri an eog hag an dluz, viou evned ar c’hoad ; — Adaqi a rôas d’ezan kraon ha kraon-kelvez, flamboez ha sivi ; — Mouar (drez) hag irin, hiliber ha gregon. »

« Gouenn ar Gelted a c’hoarias e-kreiz ar geot hag ar raden, — En Amzer-gent, — Gand avalou-pin, mez-dero, blenchou koad. — Kutuilha a eure bleuniou an nevez-amzer, dastum re an hanv, medi re an diskar-amzer ; — Ha pleza diouto kurunennou da gaeraat he bleo melen ; — C’hoari a eure gant kelin an arzez hag ar wiz-c’houez ; — Ha lammat drant e-mesk raoskl ar ribl-dour ha beteg eonennou ar froud. »

« Gouenn ar Gelted he deus kresket dindan tôenn ar c’houmoul, — En Amzer-gent ; — Etre mogeriou ar c’hoad, war dreuzou dor an doureier ; — E skleur Eskios, he deus kousket ez noaz war askre noaz an Douar. — Adaqi, o stouï outi, a evesae ouz he c’housk. — E bannou Sulis he deus gourennatet gant kelin an arz hag ar penn-moc’h gouez ; kenredet gant mibien ar marc’h-kalloc’h gouez ; — Laez eur ramzez nerzek he deus sunet ; kemeret eo bet war e zivrec’h gand eun doue ha stardet gantan war e galon. »

Hervez kanenn beleien ar Garnuted [15] n’eo ket hepken gant laez gwenn Adaqi, ha diwezatoc’h gant kig gouez, pesked, viou ha frouez e voe maget gouenn ar Gelted. Ez vihanik ec’h evas, ouspenn, laez buoc’h c’hlas an doueed a oa meset gant ar gof Gobanniu [16]. Evel-hen eman ar ganenn-ze :

« Beure-mat ez eas an Tad en e raok, gantan e vataraz war e skoaz ; hag hen o kerzout sart a-dreuz ar c’hoad ; hag oc’h ober e dremen etre kefiou ar pin hag an dero, ar fao hag an onn, ar bezo hag an efl. »

« Mont ebiou a eure d’an heoliennou, pignat ar c’hrec’hiennou, diskenn an diarroziou, treuzi an traoniennou ; o vac’ha ar geot, ar raden, ar c’hinvi, ken na zigouez gant ti Gobanniu, en Isarnovidus [17]. »

« — Ro d’in eur banne eus laez da vuoc’h evit va daou vugel, mibien Bleiz-meur ar C’hornog, d’ezo da griski e krenvder hag e nerz, e ment hag e kened. O gof an doueed, ro d’in eus al laez marzus a zo bet an doueed maget gantan, pe, a-hend-all, ro d’in da vuoc’h end-eeun. »

« Hag ec’h eilgerias ar gof : « N’hellan nac’h netra ouz an den-meur brudet ma pleg pep tra dirazan, ar c’hadour doujet ma sav ha ma tav outan an doueed zoken. Diwallour ar C’huz-heol, donvaer miled-euz, lazer bleizi, trec’hour n’hall den e drec’hi, d’it e roïn va buoc’h a zo bet an doueed maget gant he laez. »

« An Tad a gimiadas o kas gantan ar vuoc’h c’hlas, hag e kerzas ganti dalc’hmat ha dizehan beteg ar frankizenn bell ma c’hoarie enni, a-c’houez da Adaqi, Manos ha Bena. Goro anezi a eure [18] ha rei he laez da eva d’e vugale. Hag e savas Adaqi en he sav, hep lavarout grik, ha gant he daouarn hec’h unan e reas eur mell keuz. »

Diouz ma lavar hengouniou Kelted ar Vinolandon, en dije Gobanniu nac’het, da genta, rei e vuoc’h :

« O kadour, difenn a ra an doueed ouzin rei d’it eus laez ar C’hlazenn. Diouganou a zo diwar-benn da zaou vugel, d’ezo en o gwazied gwad ramzed an Noz. En em unani a raint gant enebourien an doueed. »

« Daea ar gurun a raint-i ; teurel mein gand an tan-luc’hed, strinka saeziou ouz ar gorventenn, stlepel o goafiou-bann ouz an tonnou ha mont, ar c’hleze en o daouarn, d’ar mor ha d’an doueed anezan. »

« — Hag int en o gwazied gwad ar ramzed, ne stourmint ket ouz an tan-kurun nag ar gorventenn, nag ar mor, nag ouz an doueed. Pa nac’hez rei d’in da vuoc’h dre gaer, e c’houezin he c’haout diganez dre heg. »

« E dog erienet-ledan boutet gantan war gil e benn, e tresas an Tad gant penn e vaz eur bras a gelc’h-hud en-dro d’ar gof. Hag e rannas geriou. Hag ec’h azezas dirag e dreuzou. Hag en em lakeas da yun ken n’en dije rediet ar gof da rei d’ezan ar C’hlazenn [19]. »

Diwar-benn penn-orin hor gouenn e tezrevell evel-hen, en he derou, danevell ar Gavared [20]. Peus-henvel e teu ivez gant hini an Aedued [21].

« Gouenn ar Gelted, eun doue he deus bet da grouer, eun doue da dad, eun doue da vager. Eun doue eo he savas, he gwiskas gant kroc’hen ar bleiz, he bevas gant kig gouez, hec’h armas, he c’hentelias war gement a dle mab-den da c’houzout, ha dre ze eo he deus savet dreist d’an holl ouennou all, e trec’has war vrôadou an douar, e teuas ar roueed anezi da roueed ar bed [22] hag e tigouezas en he ferz impalaeriez ar bed. Dre m’eo bet engehentet gand eun doue, evesaet en he yaouankiz gand eun doue, kelennet gand eun doue, eo e trec’h ar baotred hag ar maouezed anezi war baotred ha maouezed broiou all an douar e ment, e nerz, e skanvded, e gwevnded, e kened, e sked, e gwennded, e meiz, e kadarnded, en eeunded, e gwirionded, en helavarded, e barzoniez, e gouiziegez, en hesonerez, en ijinou-kaer ha mecheriou, en oberiadou ar peoc’h kerkouls hag e re ar brezel. »

N’eus, en deraouenn-ze, neb stambouc’ha, neb brasaat, neb c’houeza ar wirionez. Dreistelez ar Gelted d’an holl vrôadou all eus ar bed a ranker breman he digemerout da splann hag anat. Ha beza d’ar gouennou all en em veuli m’o deus doueed da dadou, ne vir ket se na ve an doue, tad-engehenter ar Gelted, ar galloudeka hag an doujeta, pa ’z eo-hen Tad an Ankou ha Porzier dor an Anaon hag, evel m’hen lavar Teutâtis, en danevell a reer anezi Dieubidigez seiz kant hanter-kant maouez Manos, « an Uhel-hini e tle, eun deiz, kement en devez buhez, ramzed ha doueed zoken, dont d’e c’halv ha soubla d’ezan gant izelded-kalon ha doujans hag en eur sioulded leun a bedenn. » Setu perak reiz-mat e ra anezan kanenn ar Garnuted « an den-meur e pleg an holl outan, ar pengadour doujet ma sav an doueed zoken dirazan en eur devel ».


  1. Manos, hen-vrezoneg man « gwaz », en anoiou-tud evel Morman (breman Morvan), keltieg *Morimanos « den a vor ». Bena, hen-iwerzoneg ben « maouez », kembraeg bun, brezoneg ben, en eben (an eil hag eben, evit he ben), D’Arbois, Famille celtique, Paris, 1905, p. 99. Lakaat e kemm ar beotieg bana « maouez », furm rannyezel ar gregach gunê, Rev. celt., 1901, p. 24.
  2. Ar brezoneg berr, kembraeg byr, kerneveg hag iwerzoneg ber, a c’houlen en o raog eur furm hen-geltiek *berso-.
  3. Kenveria al latin celsus pe an hen-c’hermaneg hildja « emgann », hildis « brezelourez », a zalc’h lec’h furmou rag-germanek *keltia, *keltis, D’Arbois, Premiers Habitants, II, eil mouladur, p. 350, 420-1.
  4. An iwerzoneg galde « kadarn, kalonek », a zalc’h lec’h eur furm keltiek galatios, D’Arbois, Intr. a l’ét. de la litt. celt. p. 14, n. 1.
  5. Diwar-benn an anoiou iberiek-se sellout Philippon, Les Ibères (Paris, 1909), pp. 183-184.
  6. Philippon, Les Ibères, p. 209 ; Rev. des ét. anc., 1916, p. 265.
  7. Poblad Galia a oa Agedinkon (breman Sens = *Senones) ar gêr-benn anezi. Diwar seno- « hen » pe diwar ar wrizienn-c’her sen « tizout, gounit » a gaver er verb iwerzonek co-snaim « e klaskan gounit », D’Arbois, Eléments de la grammaire celtique, p. 14.
  8. Kenveria an iwerzoneg esce, esca « loar ».
  9. Diwar-benn Dis Atir hag ar bleizi, sellout ouz S. Reinach, Bronzes figurés, pp. 161-4 ; ar Bleiz hag ar Maro, Rev. celt., 1904, pp. 208-24 (skeudennou), Rev. archéol., 1911, pp. 57-60 (skeudenn) ; Bleiz Meur ar C’hornog, Rev. celt. 1913, p. 1.
  10. S. Reinach, Orpheus, trede mouladur (1909}, p. 172 ; Bronzes figurés de la Gaule romaine (Paris, 1894), pp. 137-185.
  11. Rev. de l’hist. des religions, 1910, II, p. 147-53.
  12. Renel, Religions de la Gaule (Paris, 1906), p. 205 ; Anderson-Leclerq, Myth. scand., p. 64.
  13. Diwar-benn kanennou ha danevellou ar Gelted koz savet da daoliou hag oberiou an doueed, sellout Jullian, Hist. de la Gaule, II, pp. 126-127, 141-142, 146-148, hag ivez De la littérature poétique des Gaulois, pp. 2-3 (tennet eus ar Rev. archéol., 1902, I, pp. 304-327).
  14. Eburos, iwerzoneg ibar « ivinenn », brezoneg evor, ano-gour er marevez kelt-ha-roman, D’Arbois, Recherches, p. 168-70 ; Derva « dervenn », ano-plac’h war eun enskrivadur eus ar Bannonia-Izela, D’Arbois, Cycle Myth., p 224.
  15. Poblad Galia a oa Autrikon (breman Chartres = Karnutes) he c’hêr-benn.
  16. Iwerzoneg Goibniu = *Gobanniu, D’Arbois, Cycle myth., pp. 212-13 ; Rhys, Celtic Heathendom, pp. 314-9.
  17. « Koad an Houarn », Anderson-Leclercq, Myth. scand., p. 25 ; Déchelette, Manuel, II, 2e partie, p. 549. Vidus a zo aet da fid « koad » (iwerzoneg), da uuid « gwez » (hen-vrezoneg).
  18. Lakaat e kemm Quatrefages, Hommes fossiles et hommes sauvages (Paris, 1884), p. 547.
  19. Diwar-benn an ober gand ar yun evit redia hervez reiz ha lezenn, boaz kent an amzervez kristen e-touez ar Gelted koz hag ar poblou ariek all, Rev. celt., 1910, pp. 254-255. — Tog erienet-ledan, A. Bertrand ha S. Reinach, Celtes dans les vallées du Pô et du Danube, 1894, pp. 107, 109 (skeudennou) ; Jullian. Hist. de la Gaule, II, p. 297, n. 7 ; Anderson-Leclerc. Mythol. scand., p. 62.
  20. Kavari, poblad Galia a oa Glanon (St-Rémy), Karbantorate (Carpentras) hag Avenio (Avignon) he c’hêriou-penna. Hervez Pausanias, Kavari a veze graet gant Kelted ar Balkaniou eus o brezelidi mentet-dreist. Kenveria, er yezou nevez-keltiek, an iwerzoneg caur « kadour-meur », ar c’hembraeg cowr, kerneveg caur « rumm » (brezoneg keur-, e keureug), hag, e yezou ariek an Azi, ar sanskriteg cavas « nerz », (keltieg kavos ? e Andekavi, poblad Galia), D’Arbois, Intr., p. 299-301. Ar brezoneg kaour- e Kaourantin, hen vrezoneg Kobrant, a zo eur ger all ; kenveria an iwerzoneg cobair « skoazell », keltieg Galia kobro- (Loth, Chrest. bret p. 118 ; Dottin, Langue gauloise, p. 217).
  21. Aedui, poblad Galia a oa Bibrakte (Mt Beuvray), Matisko (Mâcon). Antissioduron (Auxerre), Deketia (Decize) hag Aballo (Avallon) darn eus ar c’heriou penna anezi.
  22. Kenveria an ano biturix « roue ar bed » a veze graet gant Kelted an Douar-Bras eus o roue-meur, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, II (ar Renerez, al Lezennou hag ar Gevredigez), p. 11-2, An Oriant, 1912.