Sketla Segobrani vol1/Rann 05
Kement-man eo diskuilhadur an Derou, danevelladur ganedigez ha bugaleerez ar bed, dezrevelladur rannou ar bed, niveradur oadveziou ar bed, evel m’em eus, me Segobranos, mab Segomaros, her c’hlevet diwar diouweuz Esumopas, an drouiz.
E tarz kenta an Amzer, e penn-derou an Traou, n’oa na douar, na mor, nag aer, na heol, na loar, na stered. Tri bed avat a oa. Bez’ e oa Aedobitus pe Tenedobitus [2], « Bed an Tan », mammenn pep luc’h ha pep gwrez, n’en deus gallet biskoaz krouadur, d’ezan kig hag eskern, gouzanv ar sked hag an tommder anezan, n’en deus nikun tizet biskoaz, ha ne dizo biken, mont en e ziabarz. En e greiz, e kreiz Aedobitus, a-dre krenv-vogeriou tan d’ezo ouspenn mil rasta uhelder, dek mil leuga led, kant mil leuga [3] hed, dindan koabrennou tan ma kroz ar gurun enno dibaouez, war al leur-zouar a zo henvel ouz houarn ruziet-gwenn-kann hag atao kren-digren, eman ar Bezout, n’eo bet gwelet biskoaz ha na vo gwelet biken gant dremm mab-den, ha n’ouzer ano ebet d’ezan. An Hini eo na anavezer nag e reiz, nag e ouenn, nag e neuz, an Hini n’en deus na tad na mamm, na kar na par, an Hini n’eo bet engehentet biskoaz ha n’anavezo ket an dremenvan, an Hini n’en deus na derou na diwez hag a reer anezan, pa na ouvezer ano a-hend-all, Guton [4] « a beder », Uxamon pe Uxellimon [5] « an uhela-holl », Bitumon [6] « an holl-bad-dreist ». Eus Guton eo ez eo deut, diwanet, strinket Anatla [7], an anal, an elfenn-vuhez ma vez enaouet ha kendalc’het ganti kement en deus buhez war an douar ha dre ar bed : geot, gwez ha loened, ramzed, doueed ha tud.
E-kenver da Aedobitus edo Nemobitus [8](6), an islonk distrad, divent, diharzou, ma rene ennan bepred an noz hag ar yenien, e lec’h n’oa tra a gement en dije buhez, domani ar Goullo, an Netra hag ar Maro. Etre Nemobitus hag Aedobitus en em gave Vindobitus [9] « ar bed gwenn, kaer pe wenvidik » a zigemer luc’h ha gwrez Aedobitus hag a oa distanet ennan al luc’h hag ar wrez-se dre amezegiez Nemobitus.
Gand eur bastellig distaget diouz ar rann eus Aedobitus o vevenni Vindobitus, e reas Guton, e derou an Amzer, eun dolzenn gelc’hiek a voe lakaet gantan e-kreiz Vindobitus, hanter-hent, keit-ha-keit-all etre Aedobitus ha Nemobitus. An dolzenn-ze eo a zeuas, dre yenaat, da veza an douar. Pastellou all entanet, distaget diouz Aedobitus, a voe lakaet gant Guton d’ober an heol, al loar hag ar stered. Ar re-man diweza a voe skignet gantan e Nemobitus da bellaat an harzou ha da sklerijenni an tenvalderiou anezan.
Evid an douar, gwenn-kann da genta evel eur pez-houarn war deuzi, e teuas a beb eil da velen-ruz, da ruz-gwad, da ruz-moug, da velen, da loued, betek koll pep luc’h ha pep tommder. Neuze e tenvaas an aezennou diwar Aedobitus hag, o koueza e glaveier berv, e c’holojont gorre an douar gand eur gwiskad dour ma vordrouze, ma rede-direde dibaouez warnan, an eil war-lerc’h egile, koummou, tonnou ha gwagennou. Heb dale, du-man du-hont eus goueled ar mor e tiguzas eur c’herreg bennak ma tarzas outo an tonnou oc’h eonenni, hag e voe tro enezennou a c’hlazennas hag en em c’hourizas a skosellou. Dre greski dalc’hmat e niver hag e ment, e teuas eur c’halz a enezennou d’en em staga kenetrezo o c’henel douarou-Bras. Seul ma koaze ar wrez-kent ha ma ’z ae an douar war gosaat, e krize hag e roufenne an dremm anezan gand ar riou hag an oad. Meneziou a savas, eienennou a darzas eus dounder an douar, eus tor ar menez, eus troad ar roz, hag e stankennas an douriou diouto en izelennou, oc’h andonia gwaziou, stêriou, lennou-dour. Ar mor, e ouelec’hiou loued ha glas, a gelc’hias an douar evel eur c’hant arc’hant pe eun naer-veur, e-keit ha m’en em gaerae an douar gant koadou ec’hon hej-dihej ha heson bepred dindan anal an avel. Er glazvezennou digenvez e krozas al lammdouriou hag e stagas dre-holl an doureier-red gand o labour rimia ha toulla ar c’haleta rec’hier, ruilha traez, pri ha bili, kleuza traoniennou, adstumma dremm an douar.
Neuze eo e teuas eus doun Nemobitus Rogiamon [10], ar goanv-meur, a voe skleret gantan uhela kevrenn ar bed ha peur-c’holôet a skourn, a riell hag a erc’h. E-pad ma rene Rogiamon eo e c’houezas Guton e anal war ar bed o kroui Belos a engehentas Belios, Aotrou ar Maro, Tad an Ankou, e tle kement en deus buhez distrei davetan eun deiz, e tle neb a zo bevaet gand ar C’houez dont d’e gaout o tiwiska e zibourc’h marvel. Goude-ze, e stummas Guton an tri ramz a zo tadou da ouenn ar ramzed, da lavarout eo Senos, Mâros ha Iovinkos [11]. An eskern anezo a reas gand ar mein yen hag ar rec’hier ; gand an douar hag an erc’h ec’h aozas o c’higenn ha gand ar skourn e stummas o c’halon. Eus ar c’hoabrennou gwenn ha loued e tennas danvez o empenn hag eus ar morvezin lufr hini o bleo. Neuze, gand elfennou-tan diouz Aedobitus e krouas Guton gouenn doueed an nenv hag ar goulou (dêvi) [12]. E Vindobitus o lakeas ha war harzou Nemobitus evit mirout ouz ar yenien da zont war an douar da laza warnan pep buhez. Rei a reas d’ezo ar vuoc’h C’hlas d’o maga gant he laez. Ha penna doueed an nenv hag ar goulou (dêvi) eo Dagodêvos, Aedus, Sulis, Lugus, Belisama, Belenos, Medros, Taranis, Teutâtis, Nantos, Kamulos, Ogmios [13]. Ar peb uhela, anavezeta, brudeta eo ar re-ze, nemet ez eus re-all c’hoaz a zo kendere ganto pe eun nebeudig hepken a-is en enor, e nerz, e kened, e pinvidigez, e galloud, e sked, e brud, kerkouls anavezet ha kehelet an ano anezo gand an holl war an douar-Bras hag en enezennou. Rak eus gouenn an doueed ez eus tarzet remziou diniver a zo bet poblet ganto nenv, douar, mor, doureier, koadeier ha menezeier.
Gourvibien ar ramzed, a-vec’h ma ’z eus nebeutoc’h anezo, hag en tu-hont da nerz mab-den e ve o dezrevell aman. A-walc’h e vo d’in lavarout en devoe Senos eur mab anvet Ogros [14] « yen », Mâros eur verc’h anvet Noux « noz » ha Iovinkos eur mab anvet Mulo [15]. Hag e voe mibien Mulo paot-ha-paot ha dishenvel peb-unan diouz ar re-all dre ar vent, an neuz hag ar yez. Envel an nao penna ne rin ken : Esox « eog », Natro « naer », Oriros « erer », Bledios « bleiz », Artos « arz », Epos (pe Marka), « marc’h », Uros « ejen gouez », Mokkos « moc’h gouez », Bebros « avank ».
Hennez eo diskuilhadur an Derou, danevelladur amzerveziou an douar, diniveradur rannou ar bed, ganedigez ar bed ha bugaleerez ar bed, krouidigez ar ramzed hag an doueed. Ha setu aman, en o heul, oadveziou an douar : oadvez an tan, oadvez an dour, oadvez enezennou ar mor, oadvez an douarou-Bras, furmidigez al lennou, savidigez ar meneziou, ar goanv Rogiamon, oadvez ar ramzed, oadvez an doueed. Anezo holl e c’hoarvez nao oadvez ar bed. En dekvet emomp breman, oadvez Manos « an den ».
Setu aman breman ar pez a ouzon diwar-benn ganedigez an den ha penn-kenta poblou an douar. E-pad navet oad ar bed e voe ergerzet an douar gant Belios d’e beurskarza eus ar gwall-viled hag an euzadennou a oa bet engehentet gand ar ramzed [16]. Laza ar re wasa a reas ha ne lezas o buhez nemet gand ar pep dinoazusa, ar pep talvoudusa anezo.
E-kerz an ergerziou-ze eo e tigouezas gand ar ramzez Adaqi, merc’h Noux, m’en em unanas ganti en dervenneg hag ec’h engehentas Manos ha Bena, a reer anezo ivez Atir ha Mâtir (da lavarout eo an Tad hag ar Vamm) a zo deut diouto hor poblou, hor gouenn-dud [17].
Evid ar gouennou all a boblas an douar, ez int diwanet, er goudevez, darn anezo eus ramzed an Noz, ar re all eus doueed ar Goulou, ha da vammou o devoe c’hoarezed ha merc’hed an arc’houereed a vev e douriou ar stêriou, e gwez ar c’hoadou, e rec’hier ar meneziou. Setu ar pez a zaneveller er santualou, a zesker e kelenndiou an drouized, hag am eus-me desket e bodadegou ar ouizieien ha henaourien meuriadou ha pobladou Keltia.
- ↑ Likit e kemm gand an danevell-man pennadou an Edda diwar-benn ganedigez ar bed, ar ramzed hag an doueed, e levr Anderson, Mythologie Scandinave, troïdigez gant Leclercq (Paris, 1886), pp. 15-33. Jullian a gav d’ezan ez eus en Edda eun hekleo eus ar gelennadurez keltiek diwar-benn derou ar bed hag an dibun anezan. Gwelout an abegou ma harp warno e gredenn en e Histoire de la Gaule, II, p. 176. Ar gelennadurez nevez-keltiek diwar-benn derou ar bed, evel m’en em ziskouez e skridou iwerzonek ar grenn-amzer deut beteg ennomp, n’eus enni kelennadur ebet war penn-kenta an Danvezenn, D’Arbois, Le Cycle mythologique irlandais, Paris, 1884, pp. 29-30.)
- ↑ Iwerzoneg aed « tan », kembraeg aidd « oaz ». Iwerzoneg bith, hen-gembraeg bit « bed ». Evit tenedo-, likit e kemm an iwerzoneg tened, tro-c’henidik eus tene « tan ». Tenedon a oa eun ano-lec’h e Germania, er marevez kelt-ha-roman.
- ↑ Leuga « leo », muzul hed-hent e Galia hag e Breiz-Veur (Rev. archéol. 1914, pp. 137-8) o talvezout 2220 metr. Rasta, muzul hed-hent e Germania, o talvezout 2 leuga (Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 395, n. 3).
- ↑ Likit e kemm an iwerzoneg guth « mouez » (= *gutus), guide « pedenn » (= *godia), hag ar goteg guth « Doue », furm nep-reiz o terc’hel lec’h eun hen-arieg *ghuton. E sanskriteg huta « galvet », Puru-huta « Lïes-galvet », les-ano rôet d’an doue Indra. Eus ar goteg guth e teu gudja « beleg » (godi e skandinaveg). Kenveria an hen-geltieg *gutuatir, ’gutuatros « beleg », latinaet e gutuater war an enskrivaduriou eus ar marevez kelt-ha-roman (Rev. celt., 1907, p. 119-21). *Gutuatir, ano diougevrennek ouz e ober gutu + atir, a dalvezfe kement ha « tad ar galv » pe « tad ar bedenn ». Atir a gaver c’hoaz da eil kevrenn e *Valuatir a vefe furm geltiek ar skandinaveg Valfadir « Tad al Lazadeg » pe « Tad ar re lazet ». *Valuatir a oa, moarvat, e-touez ar Gelted evel e-mesk ar Skandinaved, eul les-ano da Zoue Meur ar Maro ; aet eo da uualatr, walatr en hen-vrezoneg, gwaladr « rener meur, roue bras » e kembraeg (Rev. celt., 1891, pp. 224-5).
- ↑ Uxamo-, kembraeg uchaf « uhela ». Uxellimo-, iwerzoneg huaislim, Dottin, Langue gauloise, p. 295.
- ↑ Bitumus (furm latinaet) « ar peurbadusa », ano-den e-metou Kelted an Itali, D’Arbois, Noms gaulois, p. 96. Bitu- « peurbadus » a zo aet en iwerzoneg da bith, bid, e kembraeg da byth « bepred », e brezoneg da biz, bis (biskoaz, bisviken).
- ↑ Krenn-vrezoneg anazl.
- ↑ Iwerzoneg nem « nenv », hen-vrezoneg nom « templ, santual », Loth, Vocabul. v. br., pp. 194-5.
- ↑ Iwerzoneg find, hen-vrezoneg uuin, uuen « gwenn, evurus », Loth, Chresto. br., p. 175.
- ↑ Ro-, iwerzoneg ro-, hen-vrezoneg ro-, kembraeg ry, gerig-krenvaat ; brezoneg ra, re. — Giamo-, hen-iwerzoneg gam, hengembraeg gaem « goanv ».
- ↑ Seno-, iwerzoneg sen, brezoneg hen « koz ». Mâros, iwerzoneg mar, mor, hen-vrezoneg mor, kembraeg mawr, brezoneg meur. Iovinko-, kembraeg ieuanc, iwerzoneg oac « yaouank ».
- ↑ Iwerzoneg dia, tro-c’henidik de, kembraeg duw.
- ↑ *Dagodêvos, Aedus, iwerzoneg Dagde, Aed, Sulis, iwerzoneg suil « lagad », brezoneg heol (gwregel da genta), skandinaveg Sol. Lugus, iwerzoneg Lug, kembraeg Llyw. Belenos, brezoneg Belen, e Konvelen (Plou-Gonvelen). Medros, iwerzoneg Mider (?). Taranis, kembraeg ha brezoneg taran. Kamulos, iwerzoneg Cumal (?). Nantos, iwerzoneg Net. Ogmios, iwerzoneg Ogme (?).
- ↑ Iwerzoneg uar, kembraeg oer.
- ↑ Iwerzoneg ha brezoneg mil « loen » ?
- ↑ Lakaat e kemm Gelon e-mesk Lituaniz, Rev. des ét. anc., 1902, p. 296, n. 3.
- ↑ *Belios, eus ar wrizienn, bel « mervel », a zo deut da « Bile » en iwerzoneg. Hogen, tad Mile, gourdad Iwerzoniz, eo Bile. Diwar-benn an anoiou-ze sellout D’Arbois Cycle mythologique irlandais, pp. 224-226. Lakaat e kemm kredenn Kelted Galia diskuilhet gant Kezar : Galli se omnes ab Dite Patre prognatos praedicant, idque ab druidibus proilitum dicunt (VI, 18). War Dis Pater sellout Dottin, Manuel pour servir à l’étude de l’Antiquité celtique, eil mouladur (Paris, 1915), p. 303. Adaqi a zo ouz hen ober diou gevrenn-c’her e henvel an eil anezo beza diwar an hevelep gwrizienn hag al latin aquilus « tenval, gell ». Ar ger iwerzonek adaig « an noz » a vije, henvel a-walc’h, en e raok eur ger hen-geltiek *adaqi. D’Arbois, Eléments de la Grammaire celtique (Paris, 1903), p. 22. — Mâtir a zo aet d’an iwerzoneg Mathir « mamm », d’an hen-vrezoneg moir-, krenn-vrezoneg mozr- (e motrep, mozreb, « moereb »).