Mont d’an endalc’had

Sketla Segobrani vol1/Rann 04

Eus Wikimammenn
Prud’homme, 1923  (Kenta Kevrenn, p. 25-26)





LEVR KENTA
————


DIS ATIR
————

Neb a lenno al linennou da heul hag a lakaio evez mat gand ar bugenou-man, ra vo sellet outan a-du gant Mestr ar santual, ra warezo Dis Atir [1] anezan hag e dud, o rei nerz, kadarnded ha meiz d’e vibien, kened, furnez ha yec’hed d’e verc’hed ; o tiwall e chatal hag e barkou, e di hag e oaled, e goadou hag e bradou, e stêr hag e stank ! Ra vo laez d’e vuoc’hed, mel d’e wenan, trevad d’e barkou, mez d’e zervenned, pesk d’e zouriou. Ra droio rodou e girri lenkr ha diwigour, ra vo e-ratre e vinviou-labour hag e vevelien niverek ha doujus. Ra vo dalc’hmat e gaoter leun a gig, e gorn-eva leun a vez, e oaled o tivogedi !

An neb, avat, a nac’ho lenn al linennou-man, pe a viro ouz ar re-all d’o lenn, pe a labezo ar bugenou, pe a rasklo pe a gemmo tra pe dra el linnenadou a zo warno, ra skoio outan Mestr ar santual eur maro buan ha trumm. Dis Atir r’e zevo, r’e vougo, r’e veuzo, r’e gaso da get, r’e skubo a ziwar c’horre an douar, r’e denno a-dre ar re veo, ra stlapo e gorf e koundouniou an douar, ra wano anezan, ennan e-unan kerkouls hag en e vibien, en e verc’hed, en e vevelien, en e chatal, en e vinviou, en e barkou, en e bradou, en e goadou hag en e zouriou !


  1. Pe ater. Furm geltiek an hen-arieg pater. Aet da athir (iwerzoneg), atr (hen-vrezoneg en anoiou divoutin, Rev. celtiq. 1894, pp. 224-7 ; 1907, pp. 119-21).