Sketla Segobrani vol1/Rann 07
Diwar-benn bugaleerez Manos ha Bena, — pe Eburos ha Derva, evel m’o anver ivez diouz an diou wezenn a waskedas o ganedigez, — ne livirin nemet nemeur a dra, daoust ma ’z eo kement-se, a gredfen, en eur stumm, ar pep hoalusa eus hon hengouniou. Buhez daou vugel o kriski e pep dishualded e voe o hini, ouz o floura bemdez aer c’hlan ar gouelec’h, e-kreiz ar c’hoadou bras, an doureier diroll hag ar rec’hell, hep ken darempredadur nemed o mamm, al loened pevarzroadek, an evned hag an amprevaned. Adaqi merc’h ouiziek ar gwezegou, he doa o c’helennet war gement a ouie hec’h-unan. N’oa gwezenn, bodenn, geotenn, kivnïenn ebet o tiwana war zremm dorosellek an douar, kailhenn ebet o ruilha war e c’horre pe o c’hourvez en e goundouniou, na ouvezje Manos ha Bena an ano hag ar perziou anezo. Evn ebet o nijal en oabl, pesk o neunvial en dour, loen o kerzout pe o torc’houenia war donnenn c’hlas Andelitana [1], na anavezjent o ano, o doareou, o buhezegez ! Diouz an avel, neuz ha red ar c’houmoul, stuz an nenv noz ha beure, liou an heol ha doare al loar, e c’houient diougani an amzer. Anoiou ar stered a anavezent, ar re zigeneil pe ar re emstrolladet a luc’h a-hed an noz en oabl, kerkouls hag anoiou ha buheziou an doueed a ra enno o annez [2]. Dindan envor ha dre ar munudou e c’houient nesanded ha kuriou ar ramzed, an anoiou anezo hag al lec’hiou m’o c’haver, pe war c’horre pe e koundouniou an douar, pe war harzou ar bed. Diskuilhet he doa Adaqi d’ezo gwir-zoare ar bed, kevrennadur an douarou hag ar moriou war e c’horre, neuziadur an douarou-Bras hag an enezennou ; desket he doa d’ezo dezrevelladur ganedigez ar bed hag an darvoudou tonket d’ezan.
Eus an holl ouiziegez-se ne denne Manos ha Bena lorc’h ebet, dre na welent war o zro den a gement a vije bet da d’ezan o c’hamm-veuli hag o c’has da fall. Ha, diouz he zu, Adaqi, ar ramzez fur, o mamm, he doa diwallet da enaoui dre gomzou dievez an emc’hloar en o c’halon.
Pa gantreent o-daou dre heoliennou ar c’hoad pe dindan skourrou ar gwez bras, o vont eus ar binenn d’an dervenn, eus an ivinenn d’an dilhenn, eus ar vezvenn d’an eflenn, petra e oa o diverrou-amzer ? Ervat o anavezomp : tantadou a enaouent gand avalou-pin ; gwriziou ha louzaouennou yec’hedus a glaskent ; bleuniou a gutuilhent d’o flezenni e kurunennou ha garlantezennou ; ar brava amprevaned askellek a bakent ; krugellou-merien a zispennent da gerc’hat viou merien d’ar c’hilhog-gouez bras ha d’an evned all. Heulia a raent tad-koz blevek ar c’hoad (da lavarout eo an arz), war e dro da vela hag e rannent gantan e breizadenn ; gedal a raent ar gwinverig gell o fringal, selaou ouz kan an evned, ha, d’an noz, da skleur al loar, en em zila war ribl an dour, da spia miled ar c’hoad, kezeg, moc’h, kirvi, tirvi gouez, o tont, a-vagadou, da zoura. Kement-se holl ha kant ha kant a draou all c’hoaz, evel o digoueziou, o c’hoariou, o zroiou gand al loened a veve war o zro, ha dreist-holl o divizadennou gand an dourgi hag avank koz an aven, a zo doun e koun peb-unan. Bez’ ez eus anezo kanaouennouïgou diniver ha danevellouïgou a zo bet dezrevellet a vepred gant mammou Keltia d’o reouïgou hag a vo dezrevellet ganto da viken. N’eus ket nemeur da arvari e c’hallfe an holl draou-ze koueza, eun deiz, en ankounac’h, ha m’en em lezan d’o damvenegi aman, ez eo dre n’eus hini en hon touez na zigasfent d’ezan da goun envoriou ker e oad tener. O c’hlevout a c’halv en-dro davedomp taolennadou a bell-pell, hag a laka da adveva trivliadou-kalon a wechall. Pa gantree Kassignatos, gand e genvrezelidi, du-hont e bro ar C’hreisteiz ha war zouar-meur ar Sav-heol, pe manet e vijent a-sav e-kreiz al liorzou o c’houriza kêriou poblet-ec’hon an darn-ze eus ar bed, pe e vijent war ar maeziou ma kresk ar gwez fiez hag al lore, war henchou poultrennek an Azi pe war wrimenn gouelec’hiou dizour ha dic’hlazvez bro Sour [3], ma voulc’he hini pe hini ac’hanomp, paotr pe blac’h, eun danevelladenn pe ma kroge gand eur ganadenn diwar-benn amzeriou kenta Manos ha Bena, e lavarjec’h, va den mat, ez oa kerkent evel p’he dije c’houezet eun aezenn distanus, o tont aleman, war hor c’halonou, hag int ker kras hag hon dilhadou, hor c’hlaoiou-brezel, ha sternadou hor c’hezeg. Ar bed estren en-dro d’eomp ne welemp mui-ken ; an heol estren a-zioc’h hor penn ne zuilhe ken d’eomp-ni hor c’hroc’hen. Heol kunv ha seder an Hanternoz eo a bare war hon eneou ! Dirag hor sellou e tremene peurvanou glas Keltia, ha koabrennou gwenn hec’h oabl. Blejadeg he saout a glevemp ha garmadeg he garaned. Frond he c’hoadou a c’houesemp ha tourni lirzin he gwazredennou, a-dreuz kant ha kant a leviou, a zigoueze beteg ennomp.
Hennez eo galloud ar geriou hag an envoriou war galon mab-den !
- ↑ Andelitana a dalv, moarvat, « an hini ledan meurbet ». Gand an Tarzek eo bet savet al les-anv-ze d’an Douar sellet outan evel eun doue pe gentoc’h eun doueez. Ande- ha litano- a gaver e lies ano hen-geltiek.
- ↑ Lakaat e kemm an anoiou kembraek Cerbyd Arthur « the Great Bear », Ariaurhod « Corona borealis », Llys Don « Cassiopeia », Caer Wyddion « hent sant Jalm ».
- ↑ Bro-Siri. Diwar Tsour, ano semitek kêr « Tyr ».