Selaouit gant joa,
Va breur, va c’hoar eürus,
Eur c’hêlou ar c’haëra,
Quelou meurbet dudius ;
Ar Mission santel
Gueneoc’h oll quen desiret,
Dre c’hraç an Éternel
So deoc’h amâ digoret.
Tenzoriou precius,
Digacet eus an Eevou,
Graçou delicius
A ravis an eneou ;
Induljançou plenier,
A bep pec’het absolven,
Hac ar pardon antier
So e creis ho courc’hemen.
Danvad queaz dianquet.
A douez an dénved fidel,
Pell a so fatiguet
O redec enchou cruel ;
Jesus, ar Pastor mad,
Charmet daz veza cavet,
Az dougo a vriad
Etouez e vella deved.
Gueichall ar Mab prodic
Diouc’h e Dad mad disertet,
Dign a druez, reuseudic
Emeas quëar en em rentet,
Pa na vouie mui
Pe gostez en-em deuleur,
Er viser, en annui
A santas e oll valheur.
Ah, siouas ! emeza,
Beuzet oll en he zaëlou,
Petr’eo dime beza
E quement a viseriou ?
Riou ha naon, ha sec’het,
Dismeganç ha paourentez,
Gant an oll rebutet.
Me baë quer va follentez.
Allas ! e ty va zad
Eus cals tud dianveas,
Guisquet ha maguet mad,
Dijagrin, en o eaz ;
Ha me a so amâ
A douez an dud exilet,
O c’hlaouri, o tua
E mesq an anevalet.
O va zad, va zad mad !
Va c’halon dign a fazi ;
Me oar oun un ingrat,
Mæs gouscoude me barti
D’ho pidi humblamant
D’an daoulin, leun a zaëlou,
D’am receo simplamant
E niver ho mevellou.
Ne viot qet mevel,
O va map quez, em zy-me :
Nan, m’ho recevo guel,
Va mab ouc’h quent ha goude :
Deut, m’ho priataign,
Dalet un habit nevez ;
Gueneoc’h ur fest a rign
Evit ho tonediguez.
O ! pec’heur reuseudic,
Diouc’h ho Toue pelleat,
C’hui eo ar mab prodic
A dy e dad quitteat ;
Eveltàn esclavour,
Oc’h eus poan ha nec’hamant,
En ur vro estranjour
O c’heuil ho tireolamant.
Hyrio-ta, queaz pec’heur,
Antreit ennoc’h oc’h-unan,
Anzavit ho malheur,
D’ar guear distroit buan.
Un Doue trugarezus,
Ar guella eus an tadou,
Ho recevo joaüs
A nevez en e c’hraçou.
Ar pocq douç a beoc’h
A roi deoc’h gant carantez,
Lit vras a rai ouzoc’h
Ha peb laouenidiguez.
Ar gaera guiscamant
A lacai en ho querc’hen,
Ha treac’h d’an diamant
Var ho pis deoc’h ur voalen.
Deut eta gant fizianç,
Pec’heurien dign a druez,
Tostait gant assuranç
Ouz an tad a drugarez ;
Ar pardon general
So amâ ous ho cortos,
Graçou cre, graçou rall,
D’ho caç oll d’ar Barados.
Tec’hit, viçou funest,
Tec’hit, crimou milliguet ;
Teac’h, pec’het dishonest,
Luxur excumunuguet ;
Tec’hit, dançou a zo
Scol an diaoulou cruel,
Ar barres-mâ vezo
Pelloc’h un douar santel.
Er paour, er pinvidic,
Exempl mad, devotion,
Purete angelic,
Temperanç, soumission,
Lealdet ar vrassa,
Guir humilite, douçder,
Eus ar bopl fidel-mâ
C’hui vezo ar c’haracter.
Va Zalver beniguet,
Dre vertus ho comz divin,
Zo aman prezeguet,
M’ar deus nep calon indîn,
Touchit, convertissit
Ar c’halonou criminel,
Chenchit-y, nevezit
Oll e calonou santel.
Dre verit ho maro,
Va Jesus, var ar C’halvar,
Pa zeui deomp oll hon tro
Da vont divar an douar ;
Ha d’ar benitantet,
Ha deomp oll, bêleyen,
Roit pers er joausdet
|