Deut oll da glêvet ar plede
Entre ar C’horf hac an Ene ;
Abalamour d’ar Mission
Eo savet an division.
Ar c’horf ne c’houlen quet clêvet
Comz a Vission, nac a Retret ;
Aoun en deus na ve red quittât
E blijadur hac e cher vad.
Mæs an ene so morc’hedus
Rac na vez un deiz maleurus,
Hac a implich he oll rêson
Evit e gaç d’ar Mission.
An Ene.
Deomp, va c’horf, deomp d’ar Mission,
Da c’hounit ar remission ;
Induljançou plenier a zo,
Ha Confessoret a peb bro.
Ar C’horf.
Tao dign gant ar Missionou,
Ne gomz qet dign a Retrejou :
Ha te sonch did beza collet,
Nemet er Mission e ven bet ?
An Ene.
Collet vezimp a dra certen.
Ma na reomp quet pinigen ;
Ne deus quet a remission
Heb ober guir Gonfession.
Ar C’horf.
Red eo, m’er goar, e côvessaen,
Mæs non-pas gant Missionerien ;
Gouzout a dlees pe guel lyes
E custumàn mont da gôves.
An Ene.
Ya, mont a res da gôves
E creiz ar foul, e creiz ar pres ;
Ha querquent m’ac’h eus côvessët,
E coueses er memes pec’het.
Ar C’horf.
Côvessât a ràn pa ellàn,
Eus ar pec’het e tivoallàn ;
Va zeaud ne deo quet scrupulus,
Na va c’houstians morc’hedus.
An Ene.
Allas ! pez [sic] seurt côvession,
Hep glac’har na contricion,
Hep propos ferm, nac examen,
Nac ober oll ar binigen !
Ar C’horf.
Tra, tra, caër ec’h eus sarmon dign,
Rac biquen n’en-em resolvign
Da dostât ous ar Mission,
Nac ouc’h Tadou quen dirêson.
An Ene.
Autrou Doue, nac ar pec’het
Ac’heus pel-amzer zo nac’het ;
Da biou en disclêryi-de,
Ma na res quet d’an Tadou-ze ?
Ar C’horf.
Gorto, e zign da bardonna
D’ar Folgoat, pe Santes Anna,
Hac em bezo quer couls pardon
Evel pa zaen d’ar Mission.
An Ene.
Salocras, rac er Mission,
Goude quellies a zarmon,
E vezo da galon touchet,
Evel an houarn ruz squoet.
Ar C’horf.
Ya, mes ar Vissionerien
A zo rust ouc’h ar bec’heurien,
Hac a ra ober ordinal
Ur gôvession general.
An Ene.
Ah ! caëra tensor, caëra chanç,
Nætât ur veach ar goustianç,
Rapari ar sacrilejou,
Hac ar goal gommunionou !
Ar C’horf.
Mes ar voyen da bardouni,
Ar voyen da restitui ?
Penaos e padign-me da yun
Marteze epad ar sizun ?
An Ene.
Tavit, va mignon, tavit crenn,
Ha pa ve hir ar binigen ;
M’ar bez ho calon guir douchet,
Er greot hep poan ebet.
Ar C’horf.
Qasi c’hoant am be da zenti,
Ha da Zoue oll en-em rei ;
Hoguen aoun vras a meus bepret
Rac eur binigen re galet.
An Ene.
Ar varn diveza, ar maro,
Eus an ifern an tan garo
A dle hon lacat da grena
Mui eguet poaniou ar bed-mâ.
Ar C’horf.
Red eo ta mont, ha mont a rin
D’ar Mission abars ar fin ;
Hoguen nec’het oun pa sonjàn,
Rac pres labour a meus bremàn.
An Ene.
Va Doue, hor brassa labour
A dle beza d’en em sicour
Da veza dibec’h deiz ha nos
Evit gounit ar barados.
Ar C’horf.
Me oar er-vad an traou-se oll ;
Mæs lezel ar madou da goll,
Lezel an traou en abandon
Evit ober ar Mission !
An Ene.
Guel eo’ve collet oll ar bed
Eguet na ve great ur pec’het ;
Rac, ma couezomp en ifernou,
Pe’dalvezo deomp hor madou ?
Ar C’horf.
Mad, quenta Retret a vezo,
Me bromet dit me a yêlo ;
Ha me lacaï urz vad neuze
Em buez, gant sicour Doue.
An Ene.
Ha te vezo beo neuze ?
Ha t’ez pezo guell volonte !
Pet den a so bet surprenet
Gant ar maro en e bec’het !
Ar C’horf.
Feaz oun ; pelloc’h mui ne bledign,
Ar virionez zo treac’h dign :
Mignonet, pedit evidon
Ma rign er-vad va Mission.
|