Mont d’an endalc’had

Santimanchou mad o font d’an Oferen

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 78-80)



Cantic var ar Santimanchou

A dleer da gaout o vont d’an Oferen, oc’h antren en ilis, hac o c’hortos an Oferen, var an ton diaraoc pe var ton Tad Honore.

O vont d’an Oferen.

PA ziblaçot etrese an ilis
Da bresanti da Zoue ar sacrifiç,
Supposi eo d’ar C’halvar e c’heuliit
Hon Redamtor, ha dezan livirit :
Me ia gueneoc’h, va Jesus, d’ar menez,
Roït d’in un darn eveus ar garantez
Pe gant hini e soufrsoc’h libramant
Evidon-me quellies a dourmant.
Grit d’in ouzoc’h caout ar gompassion
A guemeras ar merc’het a Sion,
Pa ho quelsont ur potanç var ho c’houq
Hac ur gorden tolet dreist ho couzouq.
Roït din ivez ar resination
Eus ho Mam sacr a-hed ho passion,
Evit ober bepret ho volontez,
Petra-bennac a souffrin em buez.

Oc’h antren en Ilis.

Pa antreot en Ilis, quemerit
Dour benniguet, hac ous ho tal frotit,
Grit sin ar groas, ha goulennit pardon
Eus ho pec’het ous Doue a galon.
En em liquit neuse var ho taoulin,
Ha diouallit diouz peb postur indîn ;

Supposit oc’h er C’halvar erruet
Da gontempli Jesus crucifiet.
Gouesit ive penaus e sinifi
Cambr an ilis pe ar sacristeri,
Ar sal ma oue sacramant an auter
Instituet enni gant hor Salver.
Eguis ma reas he breparation
Er sal gaer-se da vont d’ha bassion,
E ra ive ar belec’h he hini
Er souboul-ma da vont da ceiebri.

O c’hortos an Oferen.

Endra vezo ar belec o visca
Hac o prepar mont da oferenna,
Grit hoc’h-unan ho preparation
Er fæçon-mâ gant guir devotion.
Tad eternel, hoc’h eus quement caret
Hon eneou, ma hoc’h eus deomp roet
Ho Map unic evit hon redima,
Petra roimp-ni evitâ deoc’h bremâ ?
Netra n’hon eus da rei d’ho majeste
Quer precius hac ar Map unic-se,
Na ne deus deoc’h quen agreabl netra,
Rac-se n’offromp deoc’h er sacrifif-mâ.
O peguement ef-en bet desiret
Gant an dud just gueichall da zont er bed
Bete ma teuas var dro fin an amser,
O quemeret ar furm a servijer.
Pe gant quement a zesir ef-en bet
Gant an tadou el lymbou gortoset ?
Bete ma teuas d’ho dilaç ac’hano,
Goude beza gouzanvet ar maro.
An ouvraij-se eus hor silvidiguez,
Ar merq bras-se eveus ho carantez
Eo a fell d’in, evit ho prassa enor,
En Oferen da zigaç eo memor.
Me ho supli da c’houarn va c’halon,
Ha da rei d’in ur guir devotion,

Evit gallout en profit va cne
Dre an œuvr-ma plijout d’ho majeste. Amen.