Mont d’an endalc’had

Explication eus a ornamanchou an Oferen

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 76-78)



Cantic pehini a zesq petra

So represantet eus a bassion hor Salver dre ornamanchou ar Belec, pa vez oc’h oferenna. Var an ear gallec : Jésus aimable, qui rend sur la croix, pe var ton ar bassion nevez.

AN Oferen hep mar a represant
Ar sacrifiç a boan hac a dourmant
En deus ofret Map Doue er groas d’he Dad,
Evidomp-ni, o squilla he oll c’hoad ;
Hac evelse ur voyen ar guella
D’he c’hlevet mad eo dont d’he applica
Var beb articl a bassion Jesus,
O vedita he boaniou truezus.
Rac ar belec ne zalc’h ouz an auter
Nemet ar plaç epquen eus hor Salver,
Pehini eo ar belec souveren,

Hac en em ofr dreizan en Oferen.
Rac-se ivez he oll ornamanchou
Ha c’hoas so-quen he oll actionou
Er sacrifiç a so quasi henvel
Ouz re Jesus en he boaniou cruel.
Ar gurun-spern a so represantet
Dre’r gurunen so var ben ar belec,
Ha dre’n amit ar gouel a oue lequeat
Da Jesus-Christ var-dro he zaoulagat.
Dre’r gamps lien eo sclaer sinifiet
Ar saë ven-se a oue dezan guisquet
Gant Herodes an den-se quer mechant,
Evit tremen Jesus da innoçant.
Dre ar gouris var dro ar gamps scoulmet,
E tleer enrent ar c’horden rust meurbet
Ma oue ganto garotet er jardin,
Eguis ul laër, hon Redamtor divin.
Ar manipul ouz ur vreac’h d’ar belec ,
A signifi penaus he oue ereet
Daouarn Jesus an eil ous eguile,
Evit miret outan he liberte.
Ar stol a zeu da rei deoc’h da c’housout
E oue tolet dezan dreist he c’houzouc
Ur gorden hir evit ganti he ren,
Pa oue dezan roet he groas da zouguen.
Dre ar gazul ê c’hoas hevelebet
Ar ventel bourpr voar he ziouscoaz tolet,
Evel ur roue a farç oc’h he dreti
Ganr peb injur ha peb ingrateri.
Ar groas a so var ar gasul merquet
A ro d’anaout ar groas a oue douguet
Gant Jesus-Christ var he guein d’ar menez,
Evit outi finissa he vuez.
Dre ar c’halir eo splam represantet
Ec’h acceptas er Jardin Olivet
Ar c’halir criz eveus be bassion
Evidomp oll gant resination.
Dre’r c’horporal ha couls dre an doubier,

So astennet dindan var an Auter,
Al lieni a so deomp discleriet,
Ma oue ganto corf Jesus sebeliet.
Desquit bremâ penaus a represant
En Oferen gestou ar celebrant
Quement articl a so er bassion,
Ma he c’hleffot gant guir devotion.